Brittia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Brittia a oa ur gelaouenn lennegel divyezhek, e brezhoneg hag e galleg, savet e 1912 gant Iwan an Diberder (1887-1959).

Dont a reas er-maez, bep miz, eus Gwengolo 1912 betek Mae 1913, hag adarre e nevez-amzer 1914 e-pad un nebeud mizioù. En-dro d'an Diberder e oa tud evel Yann-Bêr Kalloc'h, kont Lantivi-Tredion, ha kenlabourerien all c'hoazh evel Meven Mordiern, Francis Gourvil, Pier Laorañs, Henri Gaidoz, Yann-Vari Heneu... Un den gouiziek ha barrek e oa an Diberder, met un den taer e oa ha broc'hañ a reas buan a-walc'h gant ur bern tud, hag int bet o kenlabourat gant ar gelaouenn a-wechoù, evel Loeiz Herrieu, Frañsez Jaffrennou, Frañsez Vallée ha koulz lavaret kement den a oa oberiant war dachenn ar brezhoneg en amzer-hont.

E-kichen pennadoù politikel taer e veze embannet e-barzh Brittia pennadoù ha studiadennoù lennegel, gant testennoù diwar danvez ar broioù keltiek tramor : barzhonegoù gant Bleimor, "Deirdriu pe harlu mibion Uneh" pe "Imran Mael Duin", skridoù iwerzhonek kozh lakaet e brezhoneg Gwened...

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]