Frañsez Vallée

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

François Vallée (Adolphe François Marie Vallée e marilh ar boblañs), pe Frañsez Vallée hervez e anv-pluenn brezhonek, pe Abherve hervez e anv drouiz e Gorsedd Breizh, (26 a viz Gwengolo 1860 e Plounevez-Moedeg-3 a viz Even 1949 e Roazhon), a oa yezhadurour, geriadurour ha kelaouenner brezhonek. Ober a rae ivez gant al lesanv Trefedig, diwar anv e vamm (Trévédy).
Graet e veze Tad ar Brezhoneg anezhañ gant doujañs, pe Tata Vallée diwar fent.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo bet d'ar 26 a viz Gwengolo 1860 e Lokmaria, ur gêriadenn eus Plounevez-Moedeg, e kanton Benac'h, e-lec'h ma oa e dad, Victor Adolphe Vallée, e penn ur vilin-baper. E vamm, Laure Rose Marie Trévédy, a oa merc'h da noter Kastellaodren. 11 bugel o deus bet tud François Vallée da vagañ. Brezhoneg a ouie mat e dad hag e dud-kozh, ha brezhoneg a gomze ivez labourerien ar vilin-baper deuet eus Montroulez gant an tad.

Un deiz, pa oa seizh pe eizh vloaz, e tiskoachas ur skouerenn eus ar Barzaz Breiz hag e teskas ar c'hanaouennoù a zo ennañ dre 'n eñvor.
Abalamour d'e yec'hed fall-difall ne voe ket kaset d'ar skol, met kelennet e veze pa oa 14 ha 15 vloaz gant ur beleg, Yves-Marie Durand, a skrive e-barzh Kroaz ar Vretoned. Goude-se ez eas da Skol Sant-Charlez da Sant-Brieg. Dale a oa warnañ pa dapas ar vachelouriezh (24 bloaz e oa d'ar mare-se) dre ma veze klañv-diglañv dalc'hmat. Mont a reas da Skol-Veur Roazhon da studiañ ar brederouriezh. Eno e kejas gant Joseph Loth, kelenner war ar yezhoù keltiek hag e teskas ar c'hembraeg gantañ.
Klask a reas mont da gelenner ha reiñ a reas un nebeud kentelioù, met ur barrad terzhienn-empenn a viras outañ da labourat hag e tistroas da di e dud a oa pinvidik a-walc'h evit reiñ bod dezhañ. Foetañ a reas korn-bro Benac'h ha dastum a reas forzhik lavarennoù brezhonek ha geriaouegoù ha bet eo bet an hini kentañ oc'h enrollañ kanaouennoù brezhonek war ur sonskriverez-dre-rolloù (enrollañ a reas mouezh Marc'harid Fulup, unan eus kanerezed Fañch an Uhel).

Ren a reas ar sizhunieg vrezhonek Kroaz ar Vretoned e-lec'h ma skrive enni gant Erwan ar Moal (Dir-na-Dorr).

Oberennoù Frañsez Vallée[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La Langue bretonne et les écoles, Prud'homme, Sant-Brieg, 1895.
  • Krenn-lavariou Bro-Dreger dastumet gant an Aotrou Hingant, beleg, Guyon, 1899.
  • Gwerziou gant Abherve ha Taldir (brezoneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver), er Coffadwriaeth am eu Taith yn Nghymru, Guyon, Sant-Brieg, 1899.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Taldir, Kentañ skol vrezhonek an aotrou Vallée, Ar Vro 39-40, Kerzu 1966, p. 52
  • Ernest ar Barzhig, François Vallée (Druide Ab-Hervé) - sa vie, son oeuvre, Cercle de Brocéliande, Roazhon, 1956
  • H. Corbes, La vie et l'oeuvre de François Vallée, grammairien et philogogue breton, Société d'Emulation des Côtes-d'Armor, 1959