Mont d’an endalc’had

Yann ar Fusteg

Eus Wikipedia

Yann ar Fusteg (Jean Marie Le Fustec er marilhoù), Ab Guilherm diouzh e anv barzh ha Lemenik diouzh e anv drouiz, bet ganet d'an 10 a viz Mae 1855 e Rostrenenn hag aet d'an Anaon d'an 22 a viz Meurzh 1910 e Pariz, a oa ur skrivagner hag un emsaver e deroù an Emsav kentañ. Kentañ Drouiz Meur Goursez Breizh e voe.

Mab da Wilherm ar Fusteg, urcher, ha da Gatell ar Barzh e oa. Mont a reas da skol Kampostal e Rostrenenn, da hini ar Frered e Gwengamp ha da skolaj Dinan.
Pa voe bras e familh hag e voe seiz pe eiz bugel enni, ganet diwar an teir maouez e dad a voe bet dimezet ganto tro-ha-tro , ur seurt dienez a gouezhas warno, ha pa voent an holl aet da lojañ da Wengamp ha savet ur c'henverzh bihan gant ar c'herent[1]. Entanet e voe gant studi ar saozneg ken e talc'has da lenn oberennoù William Shakespeare, rak, hervez Erwan Bethou e seblante dezhañ,« pa lennen c'hoarielloù[2]ar skrivagner-mañ, gwelout an traou o tremen war douar Breizh-Izel ha klevout mouezhioù anavezet mat o komz ».
Hep bezañ tapet e vachelouriezh e tleas Yann ar Fusteg, hag eñ seitek bloaz, mont da labourat e meur a gelenndi (Dinan, Roazhon, Pondivi, An Oriant, Rochefort, Bleaz) ha studiañ e Pariz a reas er baourentez a-raok tapout ur garg e skolaj Chaptal, ha, e 1890, unan evel kargad e prefeti departamant ar Seine e-pad ugent bloaz. Erzivezh e teuas da vezañ skridaozer er gelaouenn Le Magasin pittoresque. Un den a studioù e oa Yann ar Fusteg, pa zeskas brezhoneg ha kembraeg e-unan.

E 1887 e timezas gant Marie Sophie Krug, bet ganet e 1854, merc'h d'al livour Édouard Krug ha livourez he-unan. Klask a reas treiñ war-du skridvarnerezh an arzoù hag e kenlabouras gant Le Journal des artistes. E 1889 e voe rener La Pomme, kannadig ar gevredigezh heñvelanvet, a oa bet krouet gant Brezhoned ha Normaned a oa o chom e Pariz[3].

E 1898 e komprenas peseurt hent a c'hellfe kemer, pa'z eas da Blouyann (enteuzet e Montroulez hiziv) evit ober war-dro ar c'hoariva brezhonek, e-doug gouelioù brezhon aozet diwar atiz ar maer, Emil Kloareg. Da geñver an degouezhioù-se e voe krouet Kevredigezh Vroadel Breizh hag ez eas da emezelañ enni. Diwar an darempredoù gant pennadurezhioù an emsav brezhon war ar sevel, ar studier Taldir da gentañ penn, e kavas tu da vont d'ar C'hendalc'h etrekeltiek dalc'het e 1900 e Kerdiz hag eno e voe dalc'het Gorsedd Barzhed Kembre war an dro. E-doug al lidoù Gorsedd Barzhed Enez Breizh e voe lakaet da varzh gant an arc'hdrouiz, Hwfa Môn.

Kentañ Drouiz Meur Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri den a voe degemeret evel barzhed gant ar Gorsedd kembraek e Kerdiz : Yann ar Fusteg (dindan anv Ian Ab Guilherm), Frañsez Vallée (Ab Herve) ha Frañsez Jaffrennou (Taldir Ab Hernin)[4]. Un nebeud tud a vodjont e Gwened e miz Meurzh 1900, a-raok gervel da zerc'hel an emvod-meur kentañ e Gwengamp en ostaleri Ar Falc'her, straed ar Salioù (anvet Hent Kallag hiziv).

Divizet e voe sevel Goursez Breudeurion Drouized, Barzhed hag Ovizion Breiz hag envel un drouiz meur, Yann ar Fusteg, en e benn. Hervez ar bonreizhoù, e oa chomlec'h ar gevredigezh e ti an drouiz meur. Skoazellet e oa an drouiz meur gant un poellgor drouized hepken ennañ[5].

D'ar 26 a viz Gwengolo e kasas Hwfa Môn, Barzh Kadvan, arc'hdrouiz Gorsedd Enez Preden, ul lizher evit aotren Gorsedd Breizh, gant ma toujfe da reolennoù Gorsedd Kembre.

Obererezh drouiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yann ar Fusteg a gemeras Lemenik da anv drouiz , da lavaret eo le (war ar) maenig[6].

Diouzhtu e talc'has an drouiz meur da zegas testennoù evit kadarnaat mennozhioù ar vreudeuriezh. Sevel a reas un levr war saviad politikel ar Gelted en ur adembannañ un hir a bennad savet gant Charles de Gaulle, ar skrivagner, ha kejañ a reas ouzh un ijiner harluet e Pariz, Erwan Vertou evit embann an triadoù kembraek heuliet gant un droidigezh c'hallek. E c'houiziegezh diwar-benn ar speredelezh gembraek hag e temz-spered kevrinour a yae war-du ur relijion gelt nann-kristen.

O vezañ m'edo o chom e Pariz e kenlabouras gant Erwan Vertou, un ijinour yaouank war ar minterezh bras, ken e lakaas Poellgor Goursez Breizh da c'houzout e kave dezhañ e c'hellfe bezañ un drouiz meur a-feson ha heuliet e voe gant an drouized all.

E 1904 e roas Yann ar Fusteg e zilez, met amsklaer eo an abeg. Lavaret eo bet e heulias hent Goursez Kembre ma veze dilennet an arc'hdrouiz pep pevar bloaz, met hervez kont e klaskas distreiñ d'e garg araok bezañ harzet gant ur c'hleñved.

Pa varvas en e di e straed Lepic e Pariz diwar un taol kalon e 1910 e voe skoazellet gant Erwan Vertou a embannas e gomzoù diwezhañ pelloc'h. Beziet e voe e Bered Montmartre hag enoret e voe e vemor gant ul lid aozet gant tud ar Goursez da bep deiziad e varv.

  • La vie de garçon, Pariz, 1884, 23 p.
  • Sous les Pommiers : saynète de Bretagne, pezh-c'hoari, Pariz, Le Dault, 1903, 34 f. C'hoariet e C'hoariva an Athénée Saint-Germain, 3 C'hwevrer 1903.
  • Charles de Gaulle : Les Celtes au 19e siècle : le réveil de la race, kempennadur ha kentskrid gant Yann ar Fusteg, Pariz, Libraire bretonne Le Dault, 1903.
  • Triwrc'h doare mab an den, e-barzh Ar Vro, niv. 1, 1904.
  • Triadou : Triades des Bardes de l'Île de Bretagne, troet diwar ar c'hembraeg gantañ ha gant Erwan Vertou, Pariz, 1906.
  • Trioedd Barddas Ynys Prydain Iolo Morgannwg = An Triadoù = Triads of Bardism = Les Triades, Drouized Vreizh, 2, Embannadurioù Beltan, 1987, 52 b. Testenn vrezhonek diwar an embannadur kentañ gant Yann ar Fusteg hag Erwan Vertou.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Riwall ab Riwallan, Istor Barzhed Gourenez Breiz Vihan, Karaez, Ar Vro. Kredet gant lod e voe bet savet gant Taldir.
  • Erwan Berthou, Lemenik, skouer ar Varzhed, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914, 184 f. Adembannet ha lakaet e peurunvan dindan titl Lemenik skouer ar Varzhed, Mouladurioù Hor Yezh, 2001, 126 p. ISBN2-86863-131-2. Buhezskrid Yann ar Fusteg.
  • Paotr an Elle, Histoire du Goursez des druides, Les druides de Bretagne, levrenn 1, Brasparzh, Embannadurioù Beltan, 1987. Enderc'hel a ra pevar bennad diwar-benn buhezioù ar pevare drouiz meur Breizh kentañ.
  • Philippe Le Stum, Le néo-druidisme en Bretagne : origine, naissance et développement, 1890-1950, Ouest-France, (De mémoire d’homme), 1998, adembannet e 2017.
  • Thierry Châtel, Buhez kevrinus Yann ar Fusteg, Brest, Emgleo Breiz, 2001 (ISBN 978-2-911210-2-35)
  • Thierry Châtel, Vie et oeuvre d'Yves Berthou : Ingénieur, poète et Grand-Druide (1861-1933, Pleubian), Brest, Éditions du Liogan, 1997, 273 p. (ISBN 978-2-908463-2-86)
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Al Liamm, 1992, pp. 224-225 (ISBN 978-2-7368-0034-5)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Mammenn : Erwan Berthou, Lemenik, skouer ar Varzhed.
  2. pezioù-c'hoari.
  3. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 127.
  4. An anvioù-barzh-se eo ar re a lenner e levr Paotr an Elle.
  5. Anvet e oa bet Taldir da arouez-varzh, Alfred Lajat da zouger banniel, Francis Even da zouger korn hirlas, ha Charles Picquenard da zouger uhelvarr. Kouviet e voe Frañsez Vallée da zont e-barzh da c'houde.
  6. Daveenn d'ar maen log, ur seurt taolig maen ma save ar varzhed nevez warnañ evit bezañ degemeret ha disklêriañ o liamm nevez.