Emgleo Breiz
Emgleo Breiz a oa ur c'hevredad, pe ur c'hengevredad aozadurioù brezhonek hag a embanne levrioù skrivet en doare-skrivañ a vez graet "skolveurieg" anezhañ gant e implijerien, falc'huneg gant ar re all. Paouez a reas ar gevredigezh gant hec'h oberoù da heul diviz an 3 a viz Du 2015 roet gant Lez-varn ar C'henwerzh e Brest a zisklêrias freuz-stal ar gevredigezh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo bet ar c'hengevredad e 1955, evit brudañ implij ar yezh en deskadurezh, er c'helaouiñ, er vuhez foran.
Pellaat diouzh menozioù an emsav, hini a-raok ar brezel ha goude, a felle d'e renerien, ha chom feal ivez da vrezhoneg ar bobl.
Strollañ a ra an aozadurioù breizhat pennañ hag a embann e skolveurieg. Enebet e oa ouzh Kuzul ar Brezhoneg, savet e 1958, a felle dezhañ kenderc'hel gant labour Gwalarn, ha brudañ ar peurunvan.
Burev[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Prezidant : Fañch Broudig
- Besprezidanted : Mari Kermareg, Loeiz Grall
- Sekretour : Fañch Colcanap
- Teñzorour : Jakez Andre
Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er bloavezhioù 1950, e voe embannet levrioù dindan anv Emgleo Breiz, gant :
- Ar Falz-Skol Vreiz, ur c'hevredad hag a oa dezhañ ur gelaouenn anvet Ar Falz-Skol Vreiz, renet e-pad pell gant Per Honoré, eus Plourin-Montroulez; er bloavezhioù 1970 e savas a-du gant un trede doare-skrivañ, a vez graet "etrerannyezhel" anezhañ gant e implijerien; goude e troas a-du gant ar peurunvan hag e voe savet ti-embann Skol Vreizh;
- Ar gelaouenn Brud, hiriv Brud Nevez, renet e-pad pell gant Andreo ar Merser, hag hiriv gant Fañch Broudig.
Ur c'hatalog 450 oberenn zo gant Brud Nevez, Ar Skol Vrezoneg hag Emgleo Breiz. Bep bloaz e teu 10 pe 15 levr nevez gante. Levr ebet ken evit ar vugale, dre ma vez kelennet e peurunvan tost e pep lec'h bremañ.
Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er penn-kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar gevridigezh Ar Falz (n'eo ket ezel ken abaoe ar bloavezhioù 70, pa voe krouet ar skritur etrerannyezhel gant Fañch Morvannou)
- ar gevridigezh Bleun-Brug (tasmant)
- ar gelaouenn Bleun-Brug (aet da get)
- Cahiers du Bleun-Brug (aet da get)
- Kengevread Kendalc'h (kelc'hioù keltiek) (n'emañ ket e-barzh ken)
- Kengevread ar c'helc'hioù keltiek War'l leur
- Al Leur Nevez (Kemper ha Kerne) : kentelioù brezhoneg, dastum, embann pladennoù gant kanaouennoù poblek ...
- Skolig al Louarn (Leon Izel) : ur mirdi e Plouvien, kentelioù brezhoneg, obererezhioù evit ar vugale...
- Ar Skol Vrezoneg (Brest) : Kentelioù brezhoneg, embannadurioù...
- Ar Skol dre Lizer : kentelioù brezhoneg dre kenskrivañ
- ar gelaouenn Brud Nevez (6 niverenn ar bloaz) : kelaouenn sevenadurel ha lennegel.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Prezidanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pêr Mokaer, bet kuzulier kanton Eusa, bet prezidant Kendalc'h
- Pêr Mari Mevel, kelenner ha skrivagner
- Jean Tricoire, medisin, saver un hentenn-deskiñ
- Armand Keravel, skolaer ha penn Ar Falz
- Andreo ar Merser, skolaer, saver ar Skol Vrezoneg, anvet da brezidant a enor
- Fañch Broudig, prezidant a-vremañ.
Bet izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Kengevread Emgleo Breiz eo bet :
- François Falc'hun (1909-1991), beleg ha chaloni, krouer ar skritur anvet gantañ skolveurieg, ha lesanvet falc'huneg,
- ar breur Visant Seite (1908-1993), a savas ar Skol dre Lizer, diwar skouer Skol Ober;
- ar beleg Visant Fave, bet chaloni, ha goude eileskob Kemper
- Per-Jakez Helias, kelenner skol normal
- Pêr Mari Mevel
- Pêr Trepos, kelenner skol-veur
- Loeiz Roparz, kelenner skol normal
- Anna-Vari Arzur, leanez
- Remi Derrien (1946-2009), kelenner saozneg, den a c'hoariva
Izili a vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fañch Broudig (prezidant a-vremañ)
- Andreo ar Merser, Charlez ar Gall, Marie Kermarrec, Gilles Goyat, Patrig Gouedig, Jakez Andre, Louis Grall, Maguy Kerisit...
Kenlabourerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-touez kenlabourerien Brud Nevez e kaver muioc'h-mui a dud a skrive e peurunvan da gentañ: Sylvain Botrel, Henri Dorsel, Jakez-Erwan Mouton, Envel Kerhoaz... Darn ivez o deus bet embannet un oberenn bennak e peurunvan : Mikael Madeg, Maguy Kerisit, ...
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |