François Falc'hun

Eus Wikipedia
François Falc'hun
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFrançois Falc'hun Kemmañ
Anv-bihanFrançois Kemmañ
Anv-familhFalc'hun Kemmañ
Deiziad ganedigezh1901, 20 Ebr 1909 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAr Vourc'h-Wenn Kemmañ
Deiziad ar marv1991, 13 Gen 1991 Kemmañ
Lec'h ar marvAr Vourc'h-Wenn Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micheryezhoniour, beleg katolik, kelenner skol-veur Kemmañ
Tachenn labouryezhoniezh, fonetik Kemmañ
Danvez-doktorBernard Tanguy Kemmañ
StudierBernard Tanguy Kemmañ
RelijionKatoligiezh, Iliz katolik roman Kemmañ
Diellaouet gantKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek Kemmañ
Prizioù resevetVolney Prize Kemmañ

François Falc'hun, pe Frañsez Falc'hun, bet ganet d'an 20 a viz Ebrel 1909 er Vourc'h-Wenn (Bro-Leon, Breizh) hag aet da Anaon d'an 13 a viz Genver 1991 e Brest, a oa ur beleg leonat, deuet da vezañ chaloni en Iliz, ha kelenner brezhoneg er Skol-Veur, e Roazhon da gentañ, hag e Brest da c'houde. Skrivet en deus levrioù e galleg diwar-benn ar brezhoneg.

Jubennour e oa el lez-varn ma voe barnet Roparz Hemon.

Eus 1956 betek ar bloavezhioù 1959 e voe aluzenner-meur ar Bleun-Brug.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d'an 20 a viz Ebrel 1909 er Vourc'h-Wenn e ti Yves Marie Falc'hun (1869-1938) ha Marie-Yvonne Tournellec (1876-1960). Skoliet e voe er Vourc'h-Wenn hag e Plabenneg, a-raok mont da skolaj Saint-François e Lesneven en 1921.


Skol-veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer a reas lec'h Pêr ar Rouz er skol-veur. A-hervez e klaske Roparz Hemon kaout ar gador-se ivez.

Skritur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe gantañ ur skritur nevez, anvet ar skolveurieg gantañ, dre ma oa ar c'helenner brezhonek nemetañ er skol-veur hag e Breizh neuze, hag a vo lesanvet falc'huneg gant e enebourien.

  • Ne rae ket gant ar zh na gant ar c'h: eur hi zo war an hent (ur c'hi zo war an hent). Koulskoude e talc'he da skrivañ e anv gant c'h.
  • Skrivañ a rae droug, mad, skrived, e-lec'h ma skriver drouk, mat, skrivet, e peurunvan.

Degemeret e voe ar skritur war un dro gant aozadurioù tost d'an Iliz (Bleun Brug) ha tost d'an tu kleiz (Ar Falz) en amzer-se. Ar Bleun Brug hag Ar Falz a oa en amzer-se pouezusoc'h eget Dihun ha Div Yezh bremañ er skolioù katolik ha skolioù-Stad, dre niver ar skolaerien bepred, met disheñvel e oa an degouezh, rak neuze ne lavare ger tud ar vugale diwar-benn an deskadurezh, ha ne oa nemet afer ar Stad.

Hiziv ne vez implijet ar skritur-se nemet gant hiniennoù zo, evel Mikael Madeg. N'eus ket mui eus an embannadurioù Brud Nevez nag eus ar gelaouenn heñvel hec'h anv a oa bet krouet e 1955. Ne vez ket implijet ken e titloù ar skinwel abaoe m'eo aet Fañch Broudig war e leve.

N'anavezer ket kalz a skridoù diwar zorn Falc'hun er skritur savet gantañ. Gouzout a reer avat ne rae ket gant e skritur evit skrivañ e anv.

Orin ar yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kontrol da Joseph Loth ha Léon Fleuriot, e krede dezhañ e teue ar brezhoneg eus ar galianeg, ha n'eo ket eus yezh Brezhoned Enez Vreizh. « Je suis persuadé que le dialecte vannetais, surtout au sud du Blavet, est une survivance gauloise peu influencée par l’apport breton, et les autres dialectes un gaulois simplement plus marqué par la langue des immigrés d’origine insulaire» (Perspectives nouvelles sur l’histoire de la langue bretonne, p. 530).
Ne seblant ket ket kaout heulierien skiantel o tifenn e varteazedennoù pennañ.

E blas er stourm evit ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a rae lod neuze e oa o ren ur stourm ideologel a-enep ar vroadelouriezh vreizhat. Ha goap a veze graet gant e enebourien eus e vartezeadennoù diwar-benn ar galianeg. Lod all a soñj hiziv e klaske kendrec'hiñ ar Stad da wareziñ ar brezhoneg.
Hervez Françoise Morvan, en dije gouzañvet « des campagnes de harcèlement téléphonique » (Le Monde comme si, pajenn 132. N'eus ket bet kaoz a se en e skridoù-eñ nag e lec'h all.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Le système consonantique du breton avec une étude comparative de phonétique expérimentale - Thèse présentée à la Faculté des Lettres de l'Université de Rennes Rennes, imp. Réunies, imp. Plihon, 1951; Adembannet e 2005 gant Label LN, kenskr. gant Jean-Yves Lagadec.
  • Un texte breton inédit de Dom Michel Le Nobletz. (Extrait des annales de Bretagne). Rennes, imprimerie réunies, 1958
  • Histoire de la Langue bretonne d'après la géographie linguistique - T. I : Texte - T. II : figures Paris, P.U.F. -1963
  • Les noms de lieux celtiques. Première série : vallées et plaines. Rennes, Editions Armoricaine, 1966, Deuxième série : Problèmes de doctrine et de méthode - noms de hauteur. Rennes, Éditions Armoricaines, 1970
  • Perspectives nouvelles sur l'histoire de la langue bretonne. Paris, Union Générale d'Éditions, 1981
  • Les noms de lieux celtiques. Première série : vallées et plaines. Deuxième édition, revue et considérablement augmentée. Genève, Slatkine. 1982. A-gevret gant Bernard Tanguy.

Rakskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rakskrid brezhonek da Mojennou ha Soniou, gant Potr Treoure.
  • Rakskrid d'al levr "L'abbé Jean-Marie Perrot", gant ar chaloni Henri Poisson, Plihon, Roazhon, 1955.

Goudeskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Note sur l'ortographe" (sic) el levr An Tri Aotrou gant an Tad Medar, 1981, p. 233-241.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]