Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Deiziad krouiñ | 1969 |
---|---|
Anv berr | UMR6038, CRBC, FRE3055 |
Diazezer | Yves Le Gallo |
Stad | Frañs |
E tiriad | Brest |
Lec'h | Brest |
Aozadur mamm | Skol-veur Breizh-Uhel, Centre National de la Recherche Scientifique, skol-veur Breizh-Izel |
Lec'hienn ofisiel | https://www.univ-brest.fr/crbc/ |
Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) a zo ur labourva liesdiskiblezh hag a voe krouet e 1969 e Kevre al Lizhiri ha Skiantoù ar Gevredigezh eus Skol-veur Breizh-Izel (Brest, Penn-ar-Bed). Anavezet eo ar greizenn dreist holl dre hec'h anvadur gallek Centre de Recherche Bretonne et Celtique, CRBC an teskanv gallek anezhañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yves Le Gallo a voe he c'hentañ prezidant, ur garg hag a voe dalc'het gantañ betek 1986. Roll ar brezidanted : Yves Le Gallo (1969-1985), Donasian Laurent, Jean Kerhervé, Daniel Giraudon
Abaoe 2008 eo aet ar gelennerien hag an enklaskerien a laboure war dachenn ar studioù keltiek e Skol-veur Roazhon 2 a-gevret gant re skol-veur Brest da sevel ur greizenn vrasoc'h hag enni daou skourr.
Levraoueg Yves Le Gallo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreizenn gelaouiñ ar c'hKEBK, anvet Levraoueg Yves Le Gallo, a endalc'h unan eus ar fonnusañ levraouegoù war dachenn Breizh hag ar broioù keltiek. Ouzhpennoù levrioù kozh ha nevez e tastum ke
laouennoù ha dielloù.
Fañch Broudig a voe kentañ implijer al levraoueg ha Marie-Rose Prigent da-heul.
Kelaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Lec'hienn KEBK e Brest
- (fr) KEBK - Roazhon