Mont d’an endalc’had

Pêr ar Rouz

Eus Wikipedia

Pêr ar Rouz, pe Pierre Le Roux hervez e anv gallek ofisiel, a oa ur yezhoniour hag ur c'helenner brezhoneg eus skol-veur Roazhon. Ganet e oa bet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1874 e Ploueg-Pontrev (Bro-Dreger) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gwengolo 1975 e Parame.

Mab e oa da Pierre Gabriel ar Rouz, skolaer, ha da Marie Perrine ar Brouster.

Anaout a rae mat brezhoneg e vro c'henidik da gentañ ha hini Mêl-Karaez ivez. Heuliañ a reas kentelioù Henri Gaidoz war ar yezhoù keltiek e Pariz ha re Henri d'Arbois de Jubainville. Kemer a reas kador ar yezhoù keltiek e skol-veur Roazhon war-lerc'h Joseph Loth e 1911.

Brudet eo dreist-holl evit an oberenn en doa savet, diwar an enklaskoù renet gantañ etre 1911 ha 1920, e 77 lec'h eus Breizh-Izel, l'Atlas linguistique de la Basse-Bretagne, anavet evel an ALBB ivez. Mont a ra 6 levrenn ha 600 kartenn d'ober an oberenn-mañ. Pep kartenn a ro troidigezhioù ur ger gallek hag an distagadur anezho, ha hini an deveradoù a-wezhioù. Embannet e oa al levrennoù diwezhañ dindan renerezh Frañsez Falc'hun.

Kontañ a reer e reas an enklaskoù war varc'h-houarn.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar gartenn bet savet evit ar ger Derv

Adembannet e voe an ALBB gant ar gelaouenn STUDI, e CRDP Roazhon er bloavezhioù 1980.

Oberennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Le verbe breton.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]