Mont d’an endalc’had

Atlas linguistique de la Basse-Bretagne

Eus Wikipedia

An Atlas linguistique de la Basse-Bretagne ("Atlas yezhoniel Breizh-Izel"; anavet ivez evel an ALBB) zo un dastumad kartennoù savet gant ar c'helenner skol-veur Pêr ar Rouz diwar an enklaskoù renet gantañ etre 1911 ha 1920, e 77 lec'h eus Breizh-Izel. Mont a ra 6 levrenn ha 600 kartenn d'ober an oberenn-mañ. Pep kartenn a ro troidigezhioù ur ger gallek hag an distagadur anezho, ha hini an deveradoù a-wezhioù. Embannet e oa al levrennoù diwezhañ dindan renerezh Frañsez Falc'hun.

Kontañ a reer e reas an enklaskoù war varc'h-houarn. An dud aterset a veze dibabet gant skoazell skolaer ar gumun a ranke kavout:

  • un den ouzhpenn 30 vloaz,
  • ganet er gumun, hag e dud eveltañ ivez
  • bet o chom eno a-hed e vuhez (da virout ouzh "gwall" levezonoù)
  • a gomzfe brezhoneg bemdez hag a oufe galleg ivez
  • na oufe na lenn na skrivañ brezhoneg (da virout ouzh "gwall" levezonoù adarre).

Dielfennet e vo an oberenn-mañ goude gant Kenneth Jackson, Frañsez Falc'hun, ha re all.

Embannadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannet e voe an ALBB gant ar gelaouenn STUDI, e CRDP Roazhon er bloavezhioù 1980.

Atlas linguistique nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ALBB all (Nouvel Atlas linguistique de la Basse-Bretagne) zo bet savet gant Jean Le Dû, hag embannet e 2001.