Mont d’an endalc’had

Brud Nevez

Eus Wikipedia
Brud Nevez
mareadeg
Deiziad krouiñGenver 1977 Kemmañ
TitlBrud nevez Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.emgleobreiz.com/fr/brud-nevez/brud-nevez.html Kemmañ

Brud Nevez, ur gelaouenn lennegel vrezhonek daouviziek embannet etre 1977 ha 2016 eo bet, deuet e heul Brud, un trimizieg krouet e 1957. Embannet e voe gant Emgleo Breiz o-daou hag ar genvredad kevarzhoeoù-se a embanne dindan e anv levrioù brezhonek e-leizh en ur implij ar reizhskrivadur skolveuririek. Renet eo bet gant Per-Mari Mevel, Andreo ar Merser ha gant Fañch Broudig en diwezh. Ouzhpenn 350 niverenn a zo bet embannet dindan talbenn Brud ha Brud Nevez. Kreñvlec'h difennourien ar brezhoneg a ra Frañsez Favereau "patrioted" eus outo hag enebet gantañ ouzh tud a "spered broadel", ar re a voe bodet tro-dro da Guzul ar Brezhoneg[1]. E Brest eo bet staliet ar skridaozerezh atav. E miz Du 2015 eo aet Emgleo Breiz da freuz-stal hag chomet a-sav an embannadennoù levrioù. Daoust ma voe bet krouet ar c'hevarzhe, Brud Nevez e anv, ne c'hellas ket kenderc'hel gant embann ar gelaouenn goude 2016.

Krouidigezh ar gelaouenn Brud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1957 e oa bet krouet an trimizieg Brud evel kelaouenn lennegel Emgleo Breiz. Istitlet e oa ar gelaouenn "Ar Yez hag ar Vro" hag enni e veze implijet ar skritur kazi nevez-flamm a oa bet fardet gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, a oa pennkelenner war ar yezhoù keltiek e Skol-Veur Roazhon. E 1955 e oa bet roet dezhañ asant Ministr an Deskadurezh c'hall evit ma vefe implijet ar skritur-se, er c'helenndioù publik. Ar reizhskrivadur skolveuriek a voe graet eus outañ.
Ma oa roet anv ar merour an doktor Loeiz Dujardin e voe disanv ar ger-stur, "E berr gomzou", sinet gant Brud, met e hañval bezañ bet savet gant Per Helias. Goude bezañ displeget petra oa Emgleo Breiz ec'h embanne ma oa "ar Gevredigezh vraz" deuet da vezañ : ar galloudousa kevredigez a zo bet biskoaz o labourad war dachenn ar yez.
Pal Brud a voe reiñ danvez-lenn… d'an oll vrezonegerien… setu perag eo en em lakaet da embann leoriou hag e krog hirio da embann eur gelaouenn lennegel e brezoneg penn-da-benn. Pelloc'h e lenner pennaennoù ar politikerezh embann : EVIT MAT AR BREZONEG EO BET SAVET BRUD, YA! ha netra ken, gand ar spi, diboell, marteze, e tarzo eun devez bennag mouez eur skrivagner gwirion penn-kil-ha-troad, eur barz awenet, eun alarh e-touez ragacherez an houidi, piou oar ? hag e kendalc'he gant eun saviad politikel aes da ziluziañ : EVIT AR BREZONEG eo bet savet "Brud", ya! Re aliez, siwaz, e vez savet kelaouennou er vro-mañ, a-ratoz-kaer evid klask sanka mojennou briz e-touez an dud paour ha sila sorhennou e spered ar Yannigou. Met an troc'h a oa ivez war beseurt brezhoneg e intente saverien Brud lakaat en o embannadennoù ha resisaet e voe gant lizherennou druz e penn an eil niverenn (Diskar-amzer 1957). Rag skler eo d'an oll eo pal BRUD : FELLOUD A RA DEOM STANKA AR FOZ A ZO BET KLEUZET ABAOE TREGONT VLOAZ ETRE AR YEZ "LENNEGEL" HAG AN HINI KOMZET GANT AR BOBL. Sklaer e voe ar vukenn : Roparz Hemon, ar Walarnourien hag ar re vodet tro-dro d'Al Liamm.

Mare ar gelaouenn Brud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kent marv Loeiz Dujardin 1969 e voe meneget anv Per-Mari Mevel evel sekretour, skoazellet gant un teñzorier, Glaoda Millour, da gentañ. Ne voe anv eus ur prezidant. Da brezidant ez Emgleo Breiz ez eas Per-Mari Mevel hag e voe lakaet evel rener[2].
Skoilhoù ha diaesterioù en doe gouzañvet e 1962 ha ha 1963 skipailh Brud. Displeget eo er pennad "Brud oh adsevel" (Brud, niv. 16, Genver 1964) m'ez eus bet : "diouer a arhant, nebeud a genskoazell, leziregez ha diseblanted ar re-mañ, enebiez reoù all". Met "un toullad stourmerien o-deus divizet n'helle Brud chom pelloh a-zav…." Anvioù ar re -se, "Strollad harperien Brud", a zo dispaket e penn ar gelaouen dre an urzh alfabetek : Gweltaz Bernier, Y. B. ar Berr, Albert Boché, Christian Brisson, Fañch Danno, Yann an Du, Yann-Ber Duval, Biel Elies, Charlez ar Gall, Herri Gourmelen, Per-Jakez Helias, Per Honoré, Armand Keravel, Per hag Alice Lavanant, Charlez Laurent, Yann-Glaoda Leon, Per-Mari Mevel, Glaoda Millour, G ar Moal, Fañch Peru, Erwan Person, Loeiz Roparz, Visant Seite hag Jean Tricoire. Bez e c'heller krediñ m'eo bet degaset arc'hant gant an darnvuiañ eus ar re-se, met ne felle ket dezho an atebeien embann rolloù ar brofourien evel ma voe gwelet e notennoù Al Liamm.
Evit bezañ kontet evel harper Brud ne voe nemet da "(g)as ur prof ouzpenn d'ar houmanant-bloaz."

Brud Nevez er wagenn rannvroelour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Priz lennegel Emgleo Breiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikerezh embann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pezhioù-c'hoari ha barzhonegoù Per Helias a voe kavet ingal, met oberenn Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern, embannet a-dammoù.

Met ar c'hentskrid hag an div drederenn eus ar mareadeg a oa deuet diouzh pluenn (pevar fezh-c'hoari dindan an talbenn "Tan ha Ludu").

E 2015 e oa aet Brud Nevez d'an traoñ[3].

  • Georges Cadiou, Emsav, dictionnaire critique, historique et biographique : le mouvement breton de A à Z, Coop Breizh, mars 2013, 368 p. (ISBN 9782843465741) et 2-84346-574-5.
  • Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : 1945-1968, levrenn 3 : Al lennegezh a spered broadel : Al Liamm Tir na n'Og /Hervez spred ar "batrioted" : Brud ha Brud Nevez, Montroulez, Skol Vreizh, 2008, 518 p. (ISBN 9782915623-41-3)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Krouet e voe Kuzul ar Brezhoneg e 1958. Gant spered broadel e tleer intent broadelourien Breizh, met ar batrioted pe rannvroelourien vreizhat a blije dezho embann ma vezent izili an Emzao (Emsav) gwirion.
  2. rener an embann eo prezidant ar c'hevarzhe hervez al lezenn.
  3. https://www.letelegramme.fr/finistere/emgleo-breiz-l-association-placee-en-liquidation-judiciaire-12-11-2015-10846029.php