Mont d’an endalc’had

Mareadeg

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
mareadeg
type of mass media, doare embann, form of creative work
Iskevrennad eusserial, Media, embannadenn Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùFreedom of the Press Act, Q4153453 Kemmañ
Dezverket dreperiodicity Kemmañ
Enebet ouzhnon-periodical publication Kemmañ
Category for eponymous categoriesQ59241037 Kemmañ

Ur mareadeg a zo ul labour embann embannadennoù war ur pazenn ingal pe war-dro. Ar c’hazetennoù pemdeziek (pe bemdeziegoù) eo ar mareadegoù stankañ hag anavezetañ ; kavout a reer kelaouennoù ha magazinoù er rummad media-se. Plediñ a c’hellont gant meur a dodenn pe meur a deur, gouiziegel, teknik, kenwerzhel, hag e vezont savet evit al laz hollek koulz hag an dudi. Kreizennet e vez peurvuiañ kevrennoù an embannadennoù, anvet pennadoù pe rubrikennoù, war un dodenn hepken, hag e c’heller ouzhpennañ anv an oberour (ien), an deiziad hag un diverradur ivez, a-wezhioù. Peurliesañ e kaver ur gevrenn aozet gant an embanner, dezhañ ar pal degas traoù a bouez evit al lennerien. E-touez ar c’hevrennoù stankañ e weler adwelioù levrioù, filmoù pe arvestoù, pe gronikennoù hiniennel diwar-benn temoù a blij dezho rannañ, ha kemennadennoù bruderezh. Un heuliadenn levrioù, da lavared eo levrioù embannet hervez ur reolenn amzer a c’hell bezañ gwelet evel ur mareadeg ivez. Geriadurioù hag holloueziadurioù a c’hell bezañ ur seurt mareadeg, ma vezont embannet a-dammoù.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]