Mont d’an endalc’had

Per-Mari Mevel

Eus Wikipedia

Per-Mari Mevel, ganet e Plonevez-Porzhe d'an 16 a viz Meurzh 1915 hag aet da Anaon e Rosko, d'an 18 a viz C'hwevrer 1983, a voe ur c'helenner-lise war al latin, ar gregach hag ar brezhoneg, hag ur skrivagner hag un embanner brezhonek ivez. Anavezet eo bet evit bezañ savet kanaouennoù-stourm brezhonek ha meur a varzhoneg hag a bezh-c'hoari. Da brezidant Emgleo Breiz ez eas e 1959 ha diouzh-se e voe rener an emban evit ar gelaouenn Brud (aet da vBrud Nevez e 1977) hag atebeg ti-embann Emgleo Breiz-Brud Nevez. Sinañ a rae P. M. M. a-wezhioù. Lakaat a reas da embann ul levr fentigelloù hag e c'hellfe bezañ bet savet gant Aotrou Kermaria hag eñ nemet un diskoulmer.

Ganet e oa en un tiegezh kouerien, e kêriadenn Gamgorell, e kumun Plonevez-Porzhe. Ober a reas studioù e Kemper hag e Skol-veur Roazhon hag eno e heulias kentelioù war ar yezhoù keltiek Pêr ar Rouz[1]. Dre ur vignogniezh gant Armand Keravel e krogas gant ur c'henlabour gant Ar Falz. Kelenner galleg ha latin e voe e Valognes a-raok an Eil brezel-bed. E 1940 ez eas da soudard ha prizoniet e voe. Teir gwech e tec'has eus e gamp prizonidi-brezel hag ec'h adkemeras e labour kelenner e Normandi en ur reiñ harp d'ar Rezistañs. Evit chom dieub en em zibabas evit tizhout Londrez hag en em engouestlañ er Forces françaises libres. Perzh a gemeras e dieubidigezh Normandi[2]. Goude ar brezel e kelennas e Togo, ha goude e Gwadloup, a-raok distreiñ da Vrest ma voe o kelenn latin, gregach ha brezhoneg e lise an Harteloire etre 1952 ha 1975.
Adkemeret ar c'henlabour skrivañ evit Ar Falze 1945 e kemeras perzh e emvod krouidigezh Emgleo Breiz e Kemper e 1950 hag e voe dileuriet evit kejañ gant difennourien ar yezhoù minoraelet evit e Katalonia, Okitania ha Norzheuzkadi.


Pa'z eas war e levee rannas e amzer etre daou di, hini Brest hag hini Plouenan-ar Milinoù, a-raok mont da chom e Rosko, e-lec'h ma marvas diwar un taol-kalon e 1983.

Emsaver, embanner ha skrivagner

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer a reas perzh e krouidigezh Emgleo Breiz e 1953 hag ez eas e skipailh ar gelaouenn lennegel Brud pa voe savet e 1957. Goude marv an doktor Loeiz Dujardin e 1959 ez eas da brezidant Emgleo Breiz. Chom a-us an diouer a arc'hant hag a goumanterien a voe e lod e-kreiz ar bloavezioù '60 betek ma voe deuet Jakez Salaun hag Andreo ar Merser evit e harpañ. Treiñ a reas meur a levrigoù evit ar skolidi lakaet dindan anv Ar Helenner, ur merk embann all embannet gant Emgleo Breiz. Sevel a reas testennoù a bep seurt, evit Ar Falz, da gentañ, hag evit Brud ha Brud Nevez ma rae war-dro diouto. Evel Per Helias e savas kalz a bezhioù-c'hoari berr e c'hellfe bezañ embannet er c'helaouenn ha tesket evit ober ul levrig goude. Kenlabouras a reas gant Naig Rozmor  hag e kensinas pezhioù-c'hoari ganti.
Ur spered troet war-zu ar fent hag al lu a voe dezhañ evel ma voe diskouezet en e ganaouennoù-stourm, met lies a varregezhioù a voe gantañ ouzhpenn, ken lies eo e oberennoù, barzhonegoù, pezhioù-c'hoari, pennadoù politikel, barnedigezhioù skrid.
Brudet e voe e ganaouenn diwar-benn Emgann Montroulez en amzer Alexis Gourvenneg.

C'hwezet 'n-eus, siwas, an avel
N'eus mui na kleuziou, na kezeg.
Ha war vuzellou ar bugel
Maro, maro ar brezoneg!


Traou karet, Meurzh 1977. E-barzh Brud Nevez, niv. 69, DU 1983.

 pennadoù e-barzh Ar Falz, Ar Soner, Brud, Brud Nevez, Pobl VreizhLa Bretagne à Paris ha Les Cahiers de l'Iroise.
  • War hent an distro. E-barzh Ar Falz, Gwengolo 1945, Brud, niv. 19, Brud Nevez, niv. 62, 1983.
  • Istor divrezoneg ur gêr vraz. E-barzh Brud Nevez, niv. 4, Ebrel 1977.
brezhoneg
  • Ar Brezoneg dre an treuzviezadennou Aotrou Kermaria ; rakskrid, diskoulmou ha geriadurig, gand P. M. Mevel, Brud nevez, 1982.
  • Pebez abadenn, asamblez gant Naig Rozmor ha Strollad Plougin, Brud Nevez-Emgleo Breiz, 1983. ISBN 2-86775-005-9. Pezh-c'hoari.
  • Kan ha stourm, toniou, Fañch Danno, Paolig Monjarret, Charlez ar Rouz... , skeudennet gant Joël-Jim Sevelleg, Brest, Emgleo Breiz, 1994
  •  Peziou-c'hoari : Bodadeg ar hizier. Sehor. Me'm-eus gwelet eun thaon. Brud fell. Burzud ar garantez. Amboudal Enez-Vaz. ar verhig hag ar gorriganez. Kouignou avalou, asamblez gant Naig Rozmor, Emgleo Breiz-Brud nevez, 1986, 142 p. ISBN 2-900828-73-9
  •  Peziou-c'hoari. II, asamblez gant Naig Rozmor, Emgleo Breiz, 1994, 127 p. ISBN 2-900828-77-5
  •  Danevellou ha barzonegou, Emgleo Breiz, 1994, 106 p. ISBN 2-900828-76-7
kanaouennoù-stourm
  •  Emgann Montroulez
  •  Kan bale al lezenn-stur
  •  Bagad ar CRSed
troidigezhioù

 Skol bublik Prissé-La Charrière (Deux-Sèvres), Tadig Fri-hir, Brud nevez, 1983, 16 p. ISBN 2-86775-010-5. Titl orin : Papa Long-nez

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Al Liamm, 1992. [[ISBN|2736800346}}. Pennad : Mével, Pierre Marie.
  • Tri fennad dindan titl E koun Per-Vari Mevelda geñver degvet deiz-ha-bloaz e marv, e-barzh Brud Nevez, niv. 162, C'hwevrer 1993 :
    • Naig Rozmor, E koun Per-Mari Mevel.
    • Armand Keravel, Testeni.
    • Charlez ar Gall, Eur steudad bloaveziou stard.
  •  Lionel Henry, Dictionnaire biographique de l'Emsav, Yoran Embanner, 2013. (ISBN 9782916579597). Pennad : Mevel Pierre Marie.

 Liammoù diavaez 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Meneget gant Armand Keravel e-barzh Brud Nevez, niv. 162.
  2. Kontañ a reas penaos e tec'has diouzh ar c'hamp-prizonidi e Silezia en un dezrevell titlet War hent an distro.