La Bretagne à Paris
La Bretagne à Paris a oa ur gazetenn c'hallek sizhuniek embannet e Pariz da reiñ keleier d’ar Vretoned divroet eus ar pezh a c'hoarveze e Breizh.
Savet e voe e 1923, gant Louis Beaufrère (1869-1940), ur c’hazetenner genidik eus Kemperle. Embannet e voe an niverenn gentañ d’an 22 a viz Kerzu 1923.
E gwirionez e oa ar sizhunieg-se kazetenn ar Fédération des sociétés bretonnes de la Seine. Buan a-walc’h e reas berzh e-touez ar Vretoned aet da Bariz da labourat, ha kemer a reas lec’h ur gazetenn all a oa aet da get bloaz a-raok, Le Breton de Paris.
War ar bajenn gentañ e veze ur pennad-stur, ha goude-se keleier diwar-benn Breizh dre vras, an darvoudoù c’hoarvezet enni, En diabarzh e oa keleier diwar-benn buhez kevredigezhioù breizhek Pariz ha tro-dro. Kemennadennoù berr a oa ivez, kinnigoù labour pe bruderezh evit stalioù dalc’het gant Bretoned e Pariz.
Adalek 1932 e klaskas ar gazetenn tizhout an holl Vretoned divroet ha dont a reas an titl da vezañ La Bretagne à Paris, en France et aux colonies. Paouez a reas da zont er-maez e miz Gwengolo 1939, gant deroù ar brezel.
Goude an Dieubidigezh, e 1946, e voe adembannet ur sizhunieg gant an titl La Bretagne à Paris, en France, aux colonies et dans le monde. Daou vloaz diwezhatoc’h e voe tennet ar ger colonies eus an titl, pa oad krog gant an didrevadenniñ. Derc'hel a reas da zont er-maez betek an 22 a viz Genver 1988. War an diwezhadoù e oa perc'hennet gant ar stroll Ouest-France.
Etre an daou vrezel ne blije ket ar gazetenn-se d’an holl e-touez Bretoned Pariz. Re virour e veze kavet gant lod. Er bloavezhioù 1930 e veze kavet abeg enni gant ar strollad Les Bretons émancipés de Paris, a oa tost d’ar Strollad Komunour Gall. Gant ar re-se e voe embannet, adalek 1937, ur gazetennig all anvet War sao !.