Charlez ar Gall

Eus Wikipedia
Charlez ar Gall
Charlez ar Gall
Charlez ar Gall e Logonna-Daoulaz e 1966.
Anv Charlez ar Gall
Ganet 5 Meurzh 1921
An Ospital (Breizh)
Marvet 3 Du 2010
Brest (Breizh)


Charlez ar Gall (An Ospital, 5 a viz Meurzh 1921Brest, 3 a viz Du 2010) a oa ur skolaer, ezel eus Ar Falz, hag a gemeras lec'h Pêr-Jakez Heliaz e penn an abadenn skingomz sizhuniek e 1959 (Radio-Kimerc'h). Eilet e veze gant e wreg Chanig ar Gall.

Goude-se e voe an den kentañ da ginnig abadennoù skinwel e brezhoneg e 1964, bepred gant e wreg Chanig. Reiñ a reas e zilez e 1974 pa oa bet silziget unan eus e abadennoù. Anvet e voe Fañch Broudig en e lec'h.

Roet e oa bet Kolier an Erminig dezhañ ha d'e wreg, gant Skol-Uhel Ar Vro e 1990 en Alre.

Kenlabourat a reas gant Brud Nevez. Ur pennad barn gantañ er gelaouenn-se diwar-benn Geriadur brezhoneg An Here a servijas da ziazez d'ur c'hazetenner brestat evit sevel Afer Geriadur an Here.

Bugaleaj ha studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1921 e oa bet ganet Charlez ar Gall en un tiegezh peizanted er Maezoù Gwenn, en Ospital. Buhez al labourerien-douar ne oa ket aes d'ar mare-se. Soñj en doa Charlez ar Gall e oa bet « start » e vugaleaj, « daoust ma n'en em rente ket kont », ha gant se « n'(en doa) ket dalc'het soñjoù fall anezhi »[1]. E brezhoneg e oa bet desavet gant e dud, evel krouadurioù all an Ospital, ur barrez a-ziwar ar maez. E dad-kozh ne ouie ger gallek ebet, met e dad en doa desket galleg en arme : seizh vloaz e oa padet e amzer soudard, oc'h ober e goñje da gentañ hag er brezel goude se. Er skol eo en doa desket Charlez ar Gall galleg neuze. Ne veze ket implijet ar simbol en e skol ken ; hogen kastizet e veze ar vugale pa vezent tapet o kaozeal brezhoneg. Deskiñ lenn brezhoneg en deus graet dre ar c'hatekiz, hag e levrioù relijiel prestet dezhañ. Gallet en doa mont pelloc'h gant e studioù abalamour ma oa re vihan menaj e dud evitañ hag e vreur. Evit se e oa bet e EPS (Skol Gentañ Uhel) Kemperle da gentañ, hag e Skol Normal Kemper da c'houde, etre 1937 ha 1940, evit mont da vestr-skol. Eno e voe dedennet gant ar brezhoneg, goude bezañ gwelet ha prenet ar Grammaire bretonne, al levr yezhadur gant Roparz Hemon, en ur stal-levrioù e kêr. Klevout a reas ivez anv eus ar vreizhadelezh digant kamaladed dezhañ, evel Alan Heusaff, er Skol Normal, ma veze komzet hardizh eus an aferioù etrebroadel, da vare brezel Spagn. D'ar mare-se e oa ezel Charlez ar Gall eus ar Jeunesses Communistes.

Skolaer ha kelenner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karet en dije Charlez ar Gall kenderc'hel gant e studioù, met abalamour d'ar brezel e rankas paouez ganto. Mont a reas war ar vicher skolaer en Ospital da gentañ, en e skol gozh, e hini Sanker e Brest goude se, hag e hini Argol erfin, e gourenez Kraozon. Eno en em gavas gant Jeanne-Marie Guillamet, anavezetoc'h dindan an anv Chanig ar Gall goude ma euredont e 1942. E-serr e labour skolaer e talc'he gant ar brezhoneg : kentelioù brezhoneg a heulias evit ar wech kentañ e Morzhell, e-pad ur staj-hañv gant Alan an Diuzet, studiañ a rae kentelioù Marc'harid Gourlaouen dre lizher, ha lenn kelaouennoù evel Arvor pe Gwalarn « evit deskiñ gerioù nevez ». Kerkent hag aotreet gant al lezenn Carcopino (1941) e kelennas brezhoneg da skolidi Argol, un eurvezh pe ziv bep sizhun, gant skoazell ar Brezoneg er Skol. Evit doare e vroude e skolidi da genderc'hel gant o studioù war-lerc'h ar sertifikad, evel m'en doa-eñ graet. E-pad ar brezel e chomas ar Gall war dachenn ar yezh bepred : n'en deus ket tostaet pe emellet en emsav politikel gwech ebet. Kuit da vont d'ar STO (Servij al Labour Ret) e rankas en em guzhat meur a wech, gant sikour archerien Argol. Da-heul an Dieubidigezh e tivizas cheñch micher ha mont da gelenner er c'hreizennoù stummañ. E-pad tri bloaz e oa bet e Dol o labourat, a-raok distreiñ da Vrest da gelenn el lise micherel Dupuy de Lôme.

Stourmer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Brest e reas anaoudegezh gant Reun Kreston. Ul « levezon vras » en doe an arzour warnañ, en ur zeskiñ anezhañ war Breizh hag an etnologiezh, dreist-holl hini al labourerien-douar, ur bed en doa kresket ennañ. E Brest ivez e kejas gant Armand Keravel, skolaer ha komunist eveltañ, a sachas anezhañ e-barzh skipailh Ar Falz. Ur bern traoù a reas Charlez ar Gall evit an aozadur : kelenn d'an dud deuet er stajoù-hañv e Gwaien, aozañ konkourioù evit e gelaouenn Brud, pe skrivañ barzhonegoù ha danevelloù enni. Ezel eo bet ivez eus Kendalc'h abaoe ma oa bet krouet, ha besprezidant anezhi zoken. Diwar goulenn Pierre Mocaër, prezidant ar gevredigezh, hag asambles gant Job Jaffre, e skrivas Breiz hor bro, ul levrig diwar-benn istor ha sevenadur Breizh, danvezioù ha na oant ket anavezet gant ar Vretoned, defot kelenn anezho er skolioù.

Paotr ar radio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Pêr-Jakez Heliaz en doa graet anaoudegezh e Brest. Adalek miz Kerzu 1947 e sikouras anezhañ da skrivañ sketchoù ha pezhioù, hag en ur c'hoari rolloù en e abadennoù e Radio Kimerc'h. Ar teatr a blije da Charlez ar Gall, an arz-se en doa kelennet d'e liseidi e Dol da skouer. E 1958 e kemeras plas Heliaz ha Trepos e Radio Quimerc'h, pa oa klañv an eil ha foulet egile gant e labour er skol-veur. Ar Gall a zivizas paouez gant ar sketchoù farsus, o vezañ ma kave dezhañ ne oa ket ken donezonet gant ar faltazi. Kavout a reas gwelloc'h ober disheñvel, ha lakaat selaou mouezhioù "gwir", enrollet war an dachenn : atersadennoù peizanted, komzoù bugale... Lañs nevez ar festoù-noz a dapas brud evel-se. Evit sevel abadennoù e veze sikouret gant e vignoned Armand Keravel hag Andreo ar Merser, ha gant e wreg Chanig a stagas da zeskiñ brezhoneg pa oa ezhomm eus ur vouezh plac'h. Peder abadenn tregont munut a veze bep miz, enrollet holl en un taol. Dre ma ne oa studio ebet e Brest e voe enrollet lod abadennoù du-hont, e ti ar Gallien, gant an deknisianed war ar straed. E 1962 e voe digoret ur studio e Kambr ar C'henwerzh gant an ORTF, hag e Palez an Arzoù hag ar Sevenadur goude se. Ouzhpenn 800 abadenn en deus savet en holl.

Paotr an tele[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1964 e kinnigas hetoù evit ar bloaz nevez e brezhoneg, e-kerzh an abadenn Ouest Panorama, diwar goulenn Louis le Cunff, anezhañ penn Télé Bretagne. Biskoazh ne oa bet klevet brezhoneg en tele a-raok. Ur journal rannvroel a voe lañset er bloaz-se gant ORTF Roazhon, ha roet un tammig plas d'ar brezhoneg ennañ, ma veze kaoz eus sujedoù sevenadurel peurliesañ : ur vunutenn hanter d'ar Sul bep sizhun. E-giz-se e teuas Charlez ar Gall da vezañ ar c'hentañ speaker e brezhoneg. Ret e oa dezhañ mont da Roazhon da enrollañ e abadennig bep Sadorn : ne oa ket un ebat, rak e-kreiz an noz e tistroe da Vrest gant tren 3 eur, en ur labourat dalc'hmat evel kelenner war ar sizhun. E Breizh a-bezh e veze skingaset ar programm, ha brudet bras e teuas da vezañ gantañ.

E miz Genver 1971 e voe lañset Breiz o veva, ur magazin pemzek munut skingaset d'ar Merc'her bep pemzektez. Charlez ar Gall a laboure warnañ asambles gant e wreg Chanig, Fañch Broudig ha Pêr-Jakez Heliaz. E 1974 e roas e zilez, goude ma oa bet sañsuret ur gelaouadenn diwar-benn ur c'huzul nevez-savet evit skoazellañ Bretoned bet kaset d'an toull, da vare an FLB. E wreg Chanig ar Gall a ginnigas an abadenn en e lec'h diwar neuze.

Obererezhioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sikouret en deus Ti-embann ar skolioù brezhonek ha Skol-Uhel ar Vro, ha prezidant a enor Sked eo bet. Anvet eo bet ivez e poellgor Breizh evit Kuzul-meur ar c'hleweled. Troet e oa gant istor Brest ha Breizh : ezel eo bet eus Kevredad henoniezh Penn-ar-Bed hag eus Kevredigezh Studioù Brest ha Bro-Leon, ha skrivañ a reas eviti e Kaieroù an Hirwazh. E holl zielloù zo bet fiziet e levraoueg ar CRBC, e skol-veur Brest : en dastumad-se e kaver lizheroù, notennoù, pennadoù ha pladennoù[2].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Breizh hor bro (gant Job Jaffré). 1955. Adembannet e 2005, Toutes les Cultures de Bretagne, emb. Skol Vreizh.
  • Disterachou diwar netraig, embannadurioù Brud Nevez, 1998.
  • Breiz o veva, Vivre la Bretagne, skridoù e brezhoneg hag e galleg gant Charlez ar Gall, kinniget gant F. Broudig, embannadurioù Emgleo Breiz, 2011.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Breiz, le magazine de la jeunesse bretonne, Kendalc'h, miz Gwengolo 1971, Roazhon, niv. 162
  2. univ-brest.fr, Fonds Charlez Ar Gall, [1]