Mont d’an endalc’had

Gregach

Eus Wikipedia

Ar ger gregach a c'hall ober dave :

Diwar-benn implij ar ger gregach

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er skolioù gwechall e veze studiet galleg, latin ha gregach, ha ne veze ket implijet ar ger gresianeg, a zo ur stumm nevesoc'h.

« Abaoue maro an Aotrou Tanguy em eus evel heuz ouz ar galleg, al latin hag ar gregach » — Lan Inizan, Toull al Laer, 1930, rakskrid pajenn VII.

Ar ger gresianeg zo bet degaset da vare Geriadur Vallée evit envel yezh Gres a-vremañ.

Ur ger disprizus ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon (1993) eo troet ar ger gregach gant "baragouin, jargon". Kement-se ne dalv ket ez eus dispriz er ger. Diskouez a ra ez eo kenster gant yezh digomprenus, evel e galleg pa lavarer « c'est de l'hébreu » (rak al latin a veze komprenet un tamm bennak gant ur bern tud gwechall, desket dre an oferenn-sul, pa ne veze ket an hebreeg).

An dibenn -ach e-barzh ar ger gregach

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevatal eo d'an dibenn -aj e gerioù all. Gwir eo e vez disprizus an dibennoù -ach hag -aj peurvuiañ, met ne vezont ket atav : legumaj, bugaleaj, mignoniaj, koataj.br> Heñvel eo gant gregach pa dalvez gresianeg.

N'eus ket da geñveriañ gant gerioù evel "gallegach" pe "saoznaj" a zo gerioù implijet evit merkañ an dispriz en un doare splann.

Setu amañ ur werzenn tennet eus Sainte Tryphine et le roi Arthur , Presses Universitaires de Rennes, Terre de Brume :

...flamantach, almantach, italian, saozneg Ha kalz a yezhoù all, latin ha spagnoleg.

Anat eo n'eo ket faeüs an dibenn ach aze.

Gerioù deveret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

gregachiñ, a dalv "komz gregach" pe "komz ur yezh digomprenus".

Gerioù kar dre ar ster

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gresim, ger meneget e geriadurioù divyezhek Gregor Rostren (1732) ha Roparz Hemon, hag ar verb gresimañ, savet diwarnañ. Lenn a reer da skouer : Ar grecim hac al latin o deus flypet un niver bras a c'heryou eveus al langaich a brezecq ar vretonned en Breiz-arvoricq hac en Breiz-veur war bajenn 471 eus Geriadur Gregor Rostren.