Sainte Tryphine et le Roi Arthur

Eus Wikipedia

Sainte Tryphine et le roi Arthur zo anv daou bezh-c'hoari brezhonek savet diwar-benn mojenn Trifina ha Konomor ; a-bell bras e tennont da vojenn Arzhur avat.

  • Ur pezh anvet Sainte Tryphine et le roi Arthur – Mystère breton en deux journées et huit actes, a voe dastumet, troet e galleg hag embannet gant Fañch an Uhel e Kemperle e1863.

Adembannet eo bet e 2002 gant Presses Universitaires de Rennes ha Terre de Brume a-gevret, heñvel ouzh an embannadur orin ; ur rakskrid e galleg gant Françoise Morvan zo bet ouzhpennet.

Ar skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel-bras an eil diouzh egile eo an daou bezh.

Sainte Tryphine et le roi Arthur (1863) Sainte Tréphine et le roi Arthur (1899)
PENNAD KENTA
C'hoariel 1

Ar roue Arzhur, Tryphina, ar gouarner, ann demezel a gampr, eur mevel,eur c'hannader, eur pach.

Ar roue

Me eo ar roue Arzur, ann aotrou souverenn,
Breiz-Izel a zo oll dindan ma gourc'hemenn ;
Ia, me eo, a dra sur, roue ar Vretoned,
Ar gwir vestr hag aotrou d'ann noblans, d'ar brinsed.
Da genta, Brest so d'in, Mogeriou ha Kestel,
Landerne, Lezneven, Montroulez ha Kastel,
Sant-Briec, Sant-Malo, ar gear goz a Wened,
Roazon, kear-benn ar vro, hag ivez ann Naoned.
Lannuon, Landreger, Karaës, Castellin,
Ar Pont hag ar Faouet, ha Kemper-Kaourantin :
C'hoaz am euz goude-ze, Moncontour ha Corlay,
Lamball, ar C'hoz-Varc'had, Rostrenen, Kemperle ;
Lanveur, ar Roc'h-Derrien, Castelaudren, Pontre,
Pempoul, Guengamp, Callac, Hennebont hag Alre,
Pontivy, Guerlesquin, Dinam[1] ha Colline,
Ha Loc-Mikaël-an-Trez, ar Goz-Iaudet ive.
Ar gear-hont a Raozon[1], eno ema bepred
Parlamant Breiz-Izel, hag ar presidanted ;
Adaleg penn-ar-bed beteg Pontorson
E tiz ma oll c'halloud, e pad ma levezon.
[...]

AKT KENTA
Pennad kenta

Daou baotr korn-boud, daou drompiller, eunn embanner, Pobl

An Embanner

Selaouit va c’homziou gand evez, Bretoned…!
Ar Roue braz Arzul, (dre holl ra vo meulet !)
A zeu enn ho pete, he Rouanez gant'hañ.
Trifina, eur brinsez kaër e touez ar c’haërañ…
Grit d’hezo digemer evel m’az eo dleet :
Diskwellit, gan-e-hoc’h holl, pegemend int karet !
P’az oc’h holl sujidi eéun a frank a galon,
P’hoc’h euz ouz hor mestr mad eur garante wirion,
Na choumit, va zud keiz, na simud, na bouzar…
Grit ma vezo klevet, war vor ha war douar,
Holl ho moueziou, emberr, o krial enn eur vouez :
« Bevet Arzul-ar-Meur ! Bevet hor Rouanez !… »

Eunn dichentil, e kreiz ar bobl

Hervez ho kourc’hemen, e vezo gret Aotro,
Ha, mar karomp Arzul, emberr c’houi hen gwelo…
D’ar Rouanez ive lid gan-e-omp e vo gret,
Ra vezo deuet mad e-touez ar Vretoned… !

[...]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 : sic.