Lan Inizan
Lan Inizan | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Allain-Marie Inisan |
Anv pluenn | Lan Inizan |
Obererezh | Beleg, romantour |
Ganedigezh | e 1826 e Gwinevez, ![]() ( ![]() |
Marv | e 1891 e Gwinevez, ![]() ( ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
Emgann Kergidu Toull al Lakez Buhez Sant Fransez Asiz | |
kemmañ ![]() |
Lan Inizan[1], Allain-Marie Inisan er marilh, ganet e Gwinevez d'an 23 a viz Du 1826[2] ha marvet eno ivez d'ar 5 a viz Eost 1891[3], zo ur beleg ha skrivagner brezhonek brudet evel oberour ar c'hentañ romant brezhonek embannet.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Genidik e oa eus Gwinevez e Bro-Leon. Beleget e voe d'ar 14 a viz Mezheven 1851 hag anvet da gure Gwikourvest d'an 28 a viz Mezheven da-heul. Mont a reas da berson e-pad 10 vloaz a-raok distreiñ da di e dud ma chomas 4 bloaz. E 1865 ez eas da Normandi da gelenner, ur vicher a reas 4 bloaz a-raok bezañ anvet da berson eno e 1869. E 1871 e welas ar Brusianed o tegouezhout. E 1874 e oa o kelenn e Gwengamp. E 1874 ez eas da berson da Winevez ma varvas e 1891. Butuner bras, teod-lemm hep aon gant sevel cheu d'an dud ha gant soñjoù roueelour don, kement-mañ a harzas outañ da vont pelloc'h war ar vicher ha chomet e oa tri bloavezh, a 1871 da 1874, hep parrez ebet. D'ar c'houlz-hont eo e krogas e penn e bluenn evit skrivañ e-pad e amzer vak. Ar brezhoneg a zeu gantañ en e skridoù a zo ur brezhoneg bev-buhezek met aes da lenn anezhañ. Nebeut a oberennoù a zo bet sevenet gant Lan Inizan met e bennoberenn Emgann Kergidu hag a oa bet gwerzhet mat pa oa bev an aozour c'hoazh a chom hiziv an deiz ur romant a bouez el lennegezh vrezhonek.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Toull al Lakez, un danevell varzhus embannet e 1874.
- Emgann Kergidu, ur romant embannet e div levrenn e 1877 ha 1878, pennoberenn Lan Inizan, ar romant kentañ embannet en istor al lennegezh vrezhonek ha berzh a reas e-touesk an dud. Skrivet eo en ur brezhoneg pinvidik-mor. Ennañ e kaver istor an emgannoù a enebas ar Chouaned ouzh ar Republikaned e-pad an Dispac'h Bras, e Gorre-Leon.
- Buhez Sant Frañsez Asiz, un danevell eus buhez ar sant, embannet war-lerc'h marv Lan Inizan, e 1898. Levezoniñ a reas Buhez ar Sent Yann-Vari Perrot. Adembannet gant Ar Vuhez Kristen, Rosko, e 1942, reizhet ha kresket gant an Tad Eujen a Wengad.
Ereoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Toull al lakez, embannadur kentañ. A c'haller lenn e lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2
- Emgann Kergidu, embannadur kentañ, war Google books, Gallica
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ E deroù doare Toull al Lakez embannet e 1930 e c'heller lenn an notenn da-heul : (1). — En eur pennad dourn-skrid, an abad Inisan a ra d'eomp da anaout en deus atao Inisaned Lanzeon skrivet o hano, adalek 1587, gant eun S ha neket gant eur Z.
- ↑ Marilhoù ar gumun evit 1826, diellaoueg Penn-ar-Bed
- ↑ Marilhoù ar gumun evit 1891, diellaoueg Penn-ar-Bed