Gwinevez
Gwinevez | ||
---|---|---|
![]() Chapel Lokrist-an-Izelved. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plounévez-Lochrist | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Ploueskad (betek 2015) Kastell-Paol (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29206 | |
Kod post | 29430 | |
Maer Amzer gefridi | Gildas Bernard 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Gorre-Leon Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 297 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 58 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 96 m | |
Gorread | 39,54 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwinevez a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Kastell-Paol, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː Ploe neguez, c 1330; Parropchia Nova, 1371; Ploenavaz, 1419; Guicnevez, 1443; Ploenevez, 1591; Guyc-Nevez, 1636.
- Eus gwik ha nevez. Gwineveziz a vez lavaret eus tud ar barrez.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Palefarzhet lammellet ː ouzh 1, en argant e vrizhenn erminig en sabel; ouzh 2, en aour e penn leon kudennek diframmet en sabel; ouzh 3, en aour e penn leon diframmet en glazur; ouzh 4, en sabel e penn leon diframmet en argant; e greiz-holl ul lammell en gul.
Aozer ː Bernard Le Brun.
an erminig = evit Breizh; al leon kudennek en sabel = evit bro Leon; al leon en glazur = familh Carman, pe Kermavan; al leon en argant = familh Kersabieg; al lammell = familh Pontantoul
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Gall, kure, 40 vloaz[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 178 gwaz eus ar gumun, d.le. 4,30% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Moudenn c'hladdalc'hel Tournus, tour-meur kozh un tiegezh a oa lorc'h enni o lavaret e oa eus lignez Nuz, kenseurt feal Sant Paol Aorelian a yeas gantañ da Enez-Vaz evit stourm ouzh an amboubal, un aerouant a spourone tud ar vro a-hervez, ha na gilas ket rak an euzhvil (alese e lesanv : gour na dec'h)
- Kastell Mailhe (XIVvet-XVvet kantved), savet diwar intrudu Tangi Kermavan (pe Carman) el lec'h ma oa ur c'hreñvlec'h kozh, Kastell Koad Lez Plonevez. Maoris Carman, levezonet hep mar gant Philibert Delorme, a roas dezhañ e stumm a-vremañ hag a lakaas sevel e 1555 chapell Kerveur. Da c'houde e voe graet ur varkizelezh eus an douaroù a oa dindan e varn war urzh Loeiz XIII. Tremen a rejont d'ar Vailheed, un tiegezh pinvidik eus an Touren (1577), d'an tiegezh Roc'han-Chabot (1747), d'ar Cadevilleed (1789), ha d'an Dained (1812)...
- Aspadennoù eus ar ragistor (daou di-korriganed, taol-vaen Bretouare, bez ha tumulus Kerandevez) hag eus an neolitik (bezioù e Kerougan).
- Manerioù (Kersabieg, Kastell-Fur, Liorzhoù, Keraouel, Traoñ Julien) ha manerioù kozh (Kergaradeg, Traoñ boz).
- Milinoù (24 en holl, en o zouez milin dre zour Chatel).
- Chapel Lokrist-an-Izelved.
- Monumant ar re varv, 1914-1918, luc’hskeudenn[4].
- Monumant ar re varv, 1939-1945, luc’hskeudenn[5].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[6].
Ya d'ar Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’an 9 a viz Kerzu 2011 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 5 a viz Ebrel 2013 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'ar 16 a viz Mae 2013 e oa bet votet tizhout live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 4 a viz Gwengolo 2015 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un den eus familh Audren (Lanniliz ha Gwinevez) a zo bet priol Landevenneg, priol Redon, ha goude-se abad Sant-Visañt le Mans; Aet eo da Anaon er bloaz 1725. Kroget en devoa da sevel un istor Breizh, bet echuet gant Dom Lobineau[7].
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1826 : Lan Inizan, skrivagner brezhonek
- 1924 : An tad Mark Simon, beleg, manac'h ha levraoueger
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1891 : Lan Inizan, skrivagner brezhonek
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Audren
Aotrounez Kervinot |
En gul e dri tour goloet en aour, mogeriet en sabel |
![]() |
Le Bihan
Aotrounez Kerhellon |
En erminoù e fempdiliaouenn en gul |
Melestradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1959 | 1965 | Per Goaog | Dehoù diseurt | Labourer-douar |
1965 | 1971 | Eugène Le Rue | Dehoù diseurt | Labourer-douar |
1971 | 2001 | Per Chapalain | Dehoù diseurt | Labourer-douar |
2001 | 2008 | Anne Le Bras | Dehoù diseurt | Labourerez-douar |
2008 | bremañ | Gildas Bernard | Dehoù diseurt | Kuzulier departamant |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Móin Choinn | 1997 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) (fr) Lec'hienn ofisiel kêr
- (br) Gwinevez war lec'hienn Geobreizh
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 46
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Pol Potier de Coucy. Nobiliaire ... I. p. 49