Enez-Vaz
Enez-Vaz | ||
---|---|---|
![]() Porzh Kernog. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Île-de-Batz | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Kastell-Paol | |
Kod kumun | 29082 | |
Kod post | 29253 | |
Maer Amzer gefridi | Guy Cabioch 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Gorre-Leon Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 450 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 141 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 33 m | |
Gorread | 3,2 km² | |
kemmañ ![]() |
Enez-Vaz a zo un enez hag ur gumun eus Bro-Leon e kanton Kastell-Paol, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy (1992) : "Insula Battha, 884'; eccl. Bath Pauli, 1158; 1185; Baz insula, 1265; Ylle de Bast, 1296; Baza insula, vers 1330; Ile de Baz Paul, 1371, 1472; Baspaoul, 1516; Isle de Batz Paul, 1587; e brezhoneg ː Enezvaz".
- Erwan Vallerie (1995) ː Insula Battha, 884; Eccl. Bath Pauli, 1158; Baz Insulam, 1265; Ylle de Bast, 1296; Baza Insula, c 1330; Lisle Baas, 1355; Bazpaul, Baz, 1371; L'Ile de Baz, 1457; Baspaoul, 1516; Bas, 1630; Baaz, Enez Baz, Bas, 1636; Ile de Baaz, 1709
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"en aour e heol e zaouzek bann treset e-stumm brizhennoù erminig hebiaet an eil ouzh eben, karget gant ul leon savant ha kudennek, an holl en sabel"
Aozer ː Bernard Le Brun (1975). An heol evit rod an avelioù ar mor; al leon evit degas da soñj hag Enez-Vaz a zo eus bro Leon.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Inizan, person, ha Laviec, kure[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 32 waz eus ar gumun, d.le. 2,35% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un nijerez Me 109 E-7 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) (marilhet WNr 7254 ) a gouezhas er gumun d'an 8 a viz Ebrel 1941, lazhet e voe he levier[4].
- D'an 30 a viz Kerzu 1941 e kouezhas un nijerez Halifax II marilhet L9615 ha kodet MP-X eus ar 76th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) e donvor Enez-Vaz; lazhet e voe he seizh nijour, ne voe kavet hini ebet anezhe. D'an 30 a viz Gouere 1942 e kouezhas peder nijerez en enez pe nepell diouti, div Spitfire Vb eus ar Royal Air Force marilhet BL312 ha BL733, ha div Hurricane marilhet BE486 ha HL544; daou nijour a varvas met ne voe kavet korf ebet; an daou all a chomas bev, unan anezhe a voe adkavet gant ar Vreizhveuriz, unan a voe tapet d'an Alamaned[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An tour-tan.
- Iliz katolik Santez Anna.
- Monumant ha plakenn ar re varv, luc’hskeudennoù[6],[7]. Dioueliet e voe d’an 10 a viz C’hwevrer 1924[8].
Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
3 (Morlu) |
Hollad | 3 |
Martoloded e oant. Marvet int d'an 29 a viz Ebrel 1944, e-pad an Eil Brezel-bed, unan anezhe a zo chomet dianav[9] pa voe kaset o bag, an destroyer HMCS Athabaskan, d'ar strad gant an tarzher alaman Elbing T-24[10].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2008 | → bremañ | Guy Cabioch | ||
Du 1808 | Philippe Robin | |||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1880 : Jean-Louis Chapalain, troour brezhonek.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1895 : Gabriel Milin, skrivagner brezhonek.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn ofisiel
- (br) Enez-Vaz war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Ti an Douristed
- Lec'hienn ar skol bublik
- Albom fotoioù
Lervlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jeremi Kostiou, Témoignages inédits de la Seconde Guerre mondiale à l’Île-de-Batz, e-barzh Les Cahiers de l’Iroise, 2018, niv. 229, pp. 39–58.
- Jeremi Kostiou, Studierien war an dachenn, e-barzh Ya !, niv. 410, miz Ebrel 2013, p. 7.
- Michel Froger & Michel Pressensé, Armorial des communes du Finistère, 2001.
- Bernard Tanguy, Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée, ArMen, 1990.
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 48
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes Luftwaffe Finistère
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Chronologie d'avril 1944
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |