Plouganoù
Plouganoù | ||
---|---|---|
Beg Terenez. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plougasnou | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Lanneur (betek 2015) Plouigno (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29188 | |
Kod post | 29630 | |
Maer Amzer gefridi | Nathalie Bernard 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Montroulez Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 724 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 80 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 94 m | |
Gorread | 33,94 km² | |
kemmañ ![]() |
Plouganoù[2] a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Dreger, e kanton Plouigno (gwechall e hini Lanneur) e departamant Penn-ar-Bed.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War aod Mor Breizh emañ Plouganoù.
Kumunioù amezek : Sant-Yann-ar-Biz; Plouezoc'h
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ogée (1780) : Plougasnou.
- Marteville & Varin (1843)(Daveoù a vank) : Plougasnou."Appelée dans les anciens titres latins Ploicathnou (orthographe saxonne dans laquelle le th se prononce comme ds)..."
- Bernard Tanguy (1992) : " Ploicatno, Ploicathno, Ploigathnou, 1040; Plegano, 1163; Ploegaznou, 1257, c. 1330, 1371; Guycaznou, 1419; bourg de Guicaznou, 1520"
- Talvoudegezh : diwar an anv-den henvrezhonek Catnou.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En argant plezhek en glazur
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kent 1790[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- J.B. Ogée : Plougasnou; 9 lev kornog-mervent Landreger, e eskopti, 37 lev diouzh Roazhon; 3 lev diouzh Montroulez, e isdileuriadurezh hag e veli. 3000 sakramantad a zo enni, en ur gontañ ar re Sant-Yann-ar-Biz, e drev.
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Plouganoù, Fiacre Trouadec e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Morvan, person, ha Periou, kure[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eil Brezel-bed: d'an 30 a viz Here 1941 e kouezhas un nijerez Whirlwind I marilhet P7015 eus an 263rd Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) e Plouganoù; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Peulvaen Kermadeza
- Peulvaen Bleinbalaneg
- Peulvaen ar Chapel Bian
- Peulvaen Kervouster
- Iliz Sant Pêr, XVIvet, XVIIvet
- Chapel Primael
- Chapel Sant Samzon
- Chapel Sant Nikolaz
- Chapel Sant Jorj
- Chapel Kerbabu
- Chapel Sant Melar
- Chapel Santez Barba
- Chapel Sant Sebastian, e Kervouster
- Chapel Mezkoed
- Chapel Itron-Varia Lourdes, e Dibenn
- Chapel bian ar Sakramant
- Chapel bian Itron-Varia Loretta (XVIIvet).
- Chapel bihan Sant Jelvestr
- Kroaz ar Rouanez
- Maner Trovelin
- Monumant ar Re Varv
- Monumant Sao-Breiz
- Primael
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a vilourion |
---|---|
![]() |
2 (Morlu), unan anezhe chomet dianav |
![]() |
6 (Aerlu) |
Hollad | 8 |
Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel-bed, re an Aerlu d'an 29 a viz Genver 1943 pa gouezhas o c'harr-nij (Halifax II marilhet DT681 ha kodet NP-J) e Plouganoù[6], re ar Morlu d'an 29 a viz Ebrel 1944 pa voe kaset o bag, an destroyer HMCS Athabaskan, d'ar strad gant an tarzher alaman Elbing T-24[7],[8].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann Jegou, aotrou Penanvern
- Alan ar Gozhker, marc'heg; aotrou Kozker
- Jozef ar Gozhker, marc'heg, aotrou Rozambo; kuzulier ouzh Breujoù Breizh, e 1672
- Gwilhern a Gergroas, aotrou Kermorvan
- (Yves) Goezbriand, aotrou Kozhkeroù
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Arel,
Aotrounez Kervény |
![]() |
d'Argenton
Aotrounez Kermouster En aour hadet gant kroaziganoù kroaziganek en glazur, e deir zorzhell en gul |
![]() |
Balavenne,
Aotrounez Kervezeg, Ballac'h, Kermebel |
![]() |
Bartaige,
Aotrounez Kerangroas Plezek etre arc'hant ha glazur, diforc'het ouzh kab gant ur greskenn en gul |
![]() |
de l'Isle
Aotrounez al lerc'h se Sourinet etre aour ha glazur a c'hwec'h pezh; e gonk a-zehou en gul karget gant ur vlourdilizenn en argant Sturienn ː A chacun on rang |
![]() |
Jagu [9]
Aotrounez Prat-Meur, Pontizag, Langouere, Kerangouez En sabel e leon en argant heuliet gant teir steredenn ivez en sabel |
![]() |
du Quenquizou,
Aotrounez al lec'h-se ha Kerprigent |
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1919 : François Prigent, skrivagner brezhonek.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div skol bublik a zo e Plouganoù : ar skol Marie-Thérèse Prigent er bourk, hag ur skol all e karter Kerenot. Ur skolaj (François Charles) a zo er gumun ivez. E miz Gwengolo 2022 ez eus bet digoret un hentad divyezhek brezhoneg-galleg e skol ar bourk.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lervlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ogée : Dictionnaire de Bretagne; 1780.
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. Ar Men. 1990
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Ober a rae Lan Inizan gant Plougasnou ha Plouganaouiz a-hed embannadur orin Emgann Kergidu.
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 47
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Chronologie d'avril 1944
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Thomas, gouarner Kastell an Tavr e 1572