Mont d’an endalc’had

Mor Breizh

Eus Wikipedia
Mor Breizh
strizh-mor, mor
Rann eusMeurvor Norzh Atlantel Kemmañ
Anv er yezh a orinEnglish Channel, Manche Kemmañ
Diazad doureierEnglish Channel basin Kemmañ
Bro an diazadRouantelezh-Unanet, Frañs Kemmañ
Anvet diwarBro-Saoz, Breizh, Breizh-Veur Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet, Frañs Kemmañ
War riblMeurvor Norzh Atlantel Kemmañ
Lec'hiadurMor an Hanternoz Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°0′0″N 2°0′0″W Kemmañ
Map
Kartenn Mor Breizh

Mor Breizh zo ur mor e Kornôg Europa, etre hanternoz Breizh ha Normandi, ha kreisteiz Kernev-Veur ha Bro-Saoz, ha digor war ar Meurvor Atlantel. Ur gorread a 75 000 km² bennak zo dezhañ , un hed a 500 km, ul led a 250 km (d'ar muiañ), hag un donder a 172 m. War ar mor-se e weler un niver bras a listri pa'z eo al liamm etre ar bed hag ar broioù o deus porzhioù eus ar brasañ er bed : Breizh-Veur, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Alamagn ha broioù Skandinavia.

Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mor Bretannek e kerneveureg, the English Channel d'ar saoznegerien, ar Manche gant ar c'hallegerien, Môr Udd e kembraeg, Muir nIocht en iwerzhoneg, Oceanus Britannicus pe Mare Britannicum e latin.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Mor Breizh etre Mor an Hanternoz er Reter hag ar Meurvor Atlantel er C'hornôg.

E genoù Mor Breizh emañ an inizi Sillan en Norzh hag Enez Eusa er Su.

Inizi all a vez kavet : an Inizi Angl-ha-Normand hag an Enez Wight.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • e latin : Oceanus Britannicus; Britanniam Mare, da lâret eo : ar mor etre an douar bras hag enez Britannia, Enez Vreizh.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.