Dilestradeg Normandi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Oberiadenn Neptune eo an anv-kod roet d’an dilestradeg en Normandi gant armeoù ar Re Unanet e-kerzh an Eil Brezel-bed e-pad Oberiadur brezel Overlord . Lodenn gentañ Aloubadeg Normandi eo. Kregiñ a reas d’ar 6 a viz Mezheven 1944. Graet e vez an D-Day (Deiz D) eus an deiz-se. An dilestradeg vrasañ eo e istor Mab-Den, an oberiadur brezel 'se a voe penn kentañ dieubidigezh an tiriadoù kornôg e-dalc'h an Trede Reich abaoe 1940.

156 000 soudard eus ar Gevredidi a dagas an Normandi e-tal e oa 50 350 soudard Alaman. Chomet e oa bet kuzh al lec’hioù dilestrañ hag harzlammañ evit bammañ an nerzhioù difenn Alaman betek devezh an dilestrañ. Ouzhpenn da vezañ nebeutoc’h, an diforc’h a armoù etre an Alamanted hag ar Gevredidi a lakaas anezho da goll. 10000 soudard d’ar Gevredidi a varvas hag etre 4000 ha 9000 e-kostez an Trede Reich. Ar Rezistañs a dagas an Alamanted dreist-holl a-fed an dafar (peulioù pellgomz, linennoù-tren…) evit sikour ar Gevredidi. Ne teuas ket a-benn aes ar Gevredidi da dizhout o palioù met a-benn fin an devezh e oant dija o trec’hiñ. Un trec’h diaes met meur e voe evit ar Gevredidi, nerzhioù lu an Trede Reich a oa taget adal an devezh-se kement dre ar Reter (URSS) ha dre ar C’hornôg ar pezh en doa klasket Hitler da chom hep erruout.

Istor an oberiadur brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre ar 27 a viz Mae hag ar 4 a viz Even 1940, tro 338 000 soudard d'ar British Expeditionary Force (BEF) ha d'al lu C'hall a oa stanket en arvorioù Bro-C'hall a voe distaolet eus Dukark (Tec'hadeg Dukark). Goude ma voe taget hag aloubet an URSS e miz Even 1941 gant an Alamanted, penn ar Soviediz Joseph Stalin a c'houlennas diouzhtu ma voe digoret un eil talbenn e-kostez kornôg Europa. E fin miz Mae 1942 an URSS ha Stadoù Unanet Amerika a embannas ur gemennadenn: "... full understanding was reached with regard to the urgent tasks of creating a second front in Europe in 1942." En desped d'ar gemenadenn Kentañ maodiern ar Rouantelezh Unanet Winston Churchill a gendrec'has ar prezidant stadunanat Franklin D. Roosevelt da daleañ an aloubadeg prometet, rak memes gant an harp Amerikan, ar Gevredidi ne oant ket dafaret mat a-walc'h evit un oberiadur evel-se.

E-pelec'h?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget e oa mennad an dilestrañ adal ar bloavezh 1943. Er mizioù a-raok an aloubadeg, ar Gevredidi a savas un oberiadur brezel touellañ gant ar pal da lakaat an Alamanted da grediñ e oa an dilestradeg o vezañ da zont e-kostez an Nord-Pas-de-Calais anvet e oa Oberiadur brezel Bodyguard. Tankoù, kirri-nij faos a voe savet ha lakaet e lec'hioù a lakafe an Alamanted da vezañ touellet gant palioù ha nerzhioù gwir an dilestradeg.

E-kostez an Alamanted, ar re-se a ouie e oa un dilestradeg o tont met ne ouein ket na peur, na peseurt nerzhioù na dreist-holl e-pelec'h e vefe anezhañ. Adolf Hitler a lakaas e-penn an difenn ar Feldmarschall Erwin Rommel gant an urzh da sevel un difenn kreñv. An hini-se a voe sabatuet pa voe graet gantañ un dro eus an traezhennoù, reiñ a reas urzhioù sklaer evit adsevel a-grenn an difennoù gwelet evel treut pe goullo evit ar pezh a vezo anvet difennoù Moger an Atlantel.

An traezhennoù dilestrañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a reas an dilestradeg war aodoù Normandi etre reter ar C'hotentin betek Saint-Aubin-sur-Mer. Rannet e voe an aod e lec'hioù dilestrañ roet pep a anv-kod dezho:

Kartenn dilestradeg ar Re Unanet.