Mont d’an endalc’had

Omaha Beach

Eus Wikipedia
Omaha Beach
Tamm eus Dilestradeg Normandi Eil brezel-bed
Maread 6 a viz Even 1944
Lec'h Colleville-sur-Mer, Saint-Laurent-sur-Mer, Sainte-Honorine-des-Pertes ha Vierville-sur-Mer e departamant Calvados (Bro-C'hall)
Disoc'h trec'h ar Stadoù-Unanet
Emgannerien
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Alamagn Alamagn (Trede Reich)
Pennoù-brezel
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Omar Bradley
Norman Cota
Clarence R. Huebner
Dietrich Kraiss
Niver a emgannerien
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
troadeion: 34 250
2 lestr-hobregonek
3 moreder
12 lestr-distruj
105 bag arall

troadeion: tro 2000
Kolloù
3 000 (1000 lazhet ha 2000 gloazet pe steuziet)1 200 (500 marvet, 500 gloazet ha 500 steuziet, sifr dianav evit ar 716. Infanterie-Division)
Monumant war an traezh (Saint-Laurent-sur-Mer).
Monunant da enoriñ an National Guard amerikan (Saint-Laurent-sur-Mer)
Omaha Beach

Omaha Beach a voe anv kod unan eus 5 traezhenn Dilestradeg ar 6 a viz Even 1944. Eno e tilestras soudarded Stadoù Unanet Amerika an 29th Infantry Division hag ar 1st Infantry Division en holl 34 250. E-tal e oa an 352. Volksgrenadier Division hag ar 716. Infanterie-Division, en holl 2 000 soudard. Omaha Beach a zo lec'hiet e kumunioù Colleville-sur-Mer, Saint-Laurent-sur-Mer, Sainte-Honorine-des-Pertes ha Vierville-sur-Mer e departamant Calvados e Bro-C'hall. Lesanvet eo bet "Bloody Omaha" dre an niver uhel a soudarded a voe lazhet e-touezh ar Gevredidi o tilestrañ.

En desped d'un difenn kreñv ha da kolloù uhel ar Gevredidi e voe beuzet an Alamanted ha gant an niver ha gant an diforc'h dafariñ milourel. Ar c'hirri-nij met dreist-holl kanolierezhioù ar morlu a flastras an Alamanted e-pad ma dage an troadegiezh. Ar c'holloù a oa bet ken uhel e Omaha Beach gant ar re Gevredet ma voe soñjet nullañ an Dilestradeg a-bezh.

Ar c'holloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'holloù a voe ar re uhelañ e-touezh an nerzhioù kevredet, 1000 marvet ha 2000 gloazet pe steuziet. Evit an Alamanted e vank sifroù da geñver ar 716. Infanterie-Division met kolloù uhel ha 200 marvet, 500 gloazet ha 500 steuziet evit ar 352. Volksgrenadier Division.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tachennoù dilestrañ all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kumunioù tachenn Omaha Beach

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.