Sainte-Honorine-des-Pertes
| Kumunioù Bro-C'hall | |
|---|---|
| Anv | Sainte-Honorine-des-Pertes |
| Skoed | |
| Lec'hiadur Sainte-Honorine-des-Pertes en Arondisamant Bayeux | |
| Riez | |
| Rannvro | Normandi |
| Departamant | Calvados |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Bayeux |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes de Trévières |
| Kanton | Trévières |
| Kod INSEE | 14591 |
| Kod post | 14520 |
| Maer | Jean Vally (digostezenn) |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 5,69 km² |
| Led | 49° 20' 53" Norzh |
| Hed | 00° 48' 22" Kornôg |
| Uhelder kreiz | 70 m |
| Uhelder bihanañ | 0 m |
| Uhelder brasañ | 79 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 582 (2008) |
| Stankter | 102 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Sainte-Honorine-des-Pertes a oa ur gumun eus Bro-C'hall e departamant Calvados e Normandi.
Bodet e oa d'ar 1añ a viz Genver 2017 gant d'ober ur gumun nevez: Aure-sur-Mer.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil brezel-bed: e miz Gwengolo 1942 e voe graet un taol gweladenniñ gant 12 ezel eus ar Secret Operation Executive (servijoù kuzh ar Rouantelezh-Unanet)en Oberadenn Aquatint, met lazhet e voent holl gant an Alamaned. Sainte-Honorine a zo ul lodenn er vevenn reter eus tachenn dilestrañ Omaha Beach e-pad an Dilestradeg e Normandi d'ar 6 a viz Even 1944. Dieubet e voe Sainte-Honorine d'ar 7 Mezheven en abardaevezh gant ar soudarded bet dilestret en Omaha Beach. E miz Gouere 1944 e teu betek e borzh unan eus an eoulsanoù Pluto ( Pipe Line Under The Ocean) evit pourchas helosk d'ar Re Gevredet, hag eoulistri a zegas eoul-maen ivez er porzh[1],[2]; mervel a reas pevar den nann soudard d'ar 6 a viz Even 1944, lazhet e voent gant ur vombezadeg e-pad an Dilestradeg, unan anezhe a oa bet ganet e Roz-an-Arvor, hag ur sivil all e miz Gwengolo pa darzhas ur vinenn[3].
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sainte Honorine, XIIIvet kantved[4].
- Poull-kannañ.
- Chapel Saint Siméon, rivinet e 1944[5].
- An torn-aod, tachad mir douarourel.
- Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Sainte-Honorine-des-Pertes Churchyard
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| Hollad | 1 |
Levier e oa er Royal Air Force (234th Squadron). Mervel a reas d'ar 15 a viz Du 1941 e-pad an Eil brezel-bed[6].
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War aod Mor Breizh, en un toull en tornaod, emañ Sainte-Honorine-des-Pertes.
Emdroadur ar boblañs 1962-2008
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi

Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Mare | Anv | Strollad | Karg | |
|---|---|---|---|---|
| Meurzh 2008 | → bremañ | Jean Vally | digostezenn | Kenwerzhour |
| 1995 | Meurzh 2008 | Raymond Birabent | digostezenn | Desavour kalvezel arbennik |
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Yves Lecouturier, Les plages du débarquement, pajenn 60, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1999
- ↑ Les pipelines de Sainte-Honorine et Port-en-Bessin
- ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France
- ↑ In Memories