Utah Beach
Neuz
| Utah Beach | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Dilestradeg Normandi Eil brezel-bed | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
32 000 | dianav | ||||||
| Kolloù | |||||||
| 200 | dianav | ||||||
Utah Beach a voe unan eus 5 traezhenn dilestradeg ar 6 a viz Even 1944, hag an hini bellañ er c'hornôg. E gwalarn aod Cotentin emañ, e-barzh al lodenn eus an aod fiziet en Amerikaned en deiz-se.
Ar 4re Rannarme Droadegiezh eus Arme ar Stadoù-Unanet a zo bet dilestret war an traezhennoù "Uncle Red" hag "Tare Green" pell diouzh an traezhennoù a oa bet rakwelet e penn kentañ. E touez traezhennoù an Oberiadenn Overlord eo e Utah Beach e voe lazhet an nebeutañ a dud hag e voe tizhet ar pal ar gwellañ e fin an devezh kentañ.