Arme ar Stadoù-Unanet
Rann eus | Armeoù ar Stadoù-Unanet |
---|---|
Deiziad krouiñ | 14 Mez 1775 |
Anv er yezh a orin | United States Army |
Testenn ar ger-stur | This We’ll Defend |
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'h | worldwide |
Aozadur mamm | United States Department of the Army |
Sez sokial | Pentagon |
Erlec'hiañ a ra | Continental Army |
Prizioù resevet | Silver Anvil Award, Silver Anvil Award |
Chomlec'h | The Pentagon, Washington, DC 20310 |
Niverenn bellgomz | +1-703-695-6518 |
Lec'hienn ofisiel | https://army.mil |
Banniel (deskrivadur) | flag of the United States Army |
Istor | history of the United States Army |
Official color | du, aour |
Oberennoù zo en dastumad | San Francisco Museum of Modern Art, NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies |
Roll elfennoù | list of ships of the United States Army |
An United States Army pe US Army, berraet en USA, da lâret eo Arme ar Stadoù-Unanet eo skourr pennañ an United States Armed Forces dezhi da gefridi kas da benn an obererezhioù milourel war zouar. Bez'ez eo unan eus seizh skourr milourel e Stadoù-Unanet Amerika hag a vez graet Army of the United States anezho e bonreizh ar vro[1] hag en United States Code[2]. Skourr niverusañ ha koshañ nerzhioù arme ar Stadoù-Unanet eo. Emañ gwrizioù an US Army arnevez er C'hontinental Army, "Arme ar c'hevandir", hag a oa bet savet d'ar 14 a viz Even 1775 da vrezeliañ e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775–1783) a-enep armeoù ar Rouantelezh-Unanet.
Goude ar brezel dispac'hel, Kendalc'h ar Stadoù-Unanet a grouas an United States Army d'an 3 a viz Even 1784, evit kemer plas Arme ar c'hevandir a oa divodet. An United States Army a gendalc'h hengoun Arme ar c'hevandir, hag a ro deiziad he ganedigezh evel nerzh stourm e 1775.
Kefridioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An United States Army zo skourr obererezhioù milourel war zouar an U.S. Armed Forces. Rann 3062 eus Titl 10 an US Code a zisklêir ez eo he c'hefridi :
- gwareziñ ar peoc'h hag ar surentez ha degas evit difenn Stadoù-Unanet Amerika, ar C'hommonwealth pe dalc'hoù pe forzh peseurt douar dalc'het gant ar vro;
- harpañ politikerezh ar vro ;
- tizhout palioù ar vro ;
- trec'hiñ forzh peseurt vro kablus eus oberioù tagus a lakafe ar peoc'h ha surentez Stadoù-Unanet Amerika en arvar.
-
Banniel an US Army
-
Siell an US Army
-
Logo an US Army
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel