Continental Army
Deiziad krouiñ | 14 Mez 1775 |
---|---|
Brezel | Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet |
Diazezer | George Washington |
Stad | Stadoù-Unanet, Thirteen Colonies |
Bet erlec'hiet gant | United States Army |
Erlec'hiañ a ra | Minutemen |
Deiziad divodañ | 2 Mez 1784 |
Commanded by | George Washington |
Continental Army pe Arme ar c'hevandir a vez graet eus arme gentañ Stadoù-Unanet Amerika. Savet e oa bet gant Eil Kendalc'h ar C'hevandir goude deroù Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet gant an trevadennoù amerikan dindan beli ar Rouantelezh-Unanet.
Lakaet e oa bet da dalvezout dre ur mennad lezennel d'ar 14 a viz Even 1775, krouet e oa bet gant ar soñj unvaniñ ar bagadoù soudarded degaset gant pep hini eus an trizek trevadenn a oa en em savet a-enep ar roue. Harpet e oa Arme ar C'hevandir gant unvezioù lec'hel lies ha bagadoù soudarded chomet dindan beli ar Stadoù. Ouzhpenn-se e oa bagadoù soudarded emren. Ar Jeneral George Washington a oa penn-uhel al lu-se e-pad holl ar brezel.
Darn eus ar C'hontinental Army a oa bet divodet e 1783 goude skrid-emglev Pariz a lakae fin d'ar brezel. Adimplijet e oa bet ar c'hentañ hag an Eil rejimant evit sevel diazez Lejion Stadoù-Unanet Amerika e 1792, dindan urzhioù ar jeneral Anthony Wayne. Al lejion-se a voe diazez krouidigezh an United States Army e 1796.
Ar C'hontinental Army a oa savet gant soudarded a zeue eus an 13 trevadenn ha goude 1776, eus an 13 Stad nevez krouet. Pa grogas brezel dieubidigezh Amerika gant emgannoù Lexington ha Concord d'an 19 a viz Ebrel 1775, ne oa armme ebet gant ar reveulzierien. A-raok an emgannoù-se e oa bet savet bagadoù soudarded gant pep trevadenn. Ar soudarded a oa da gentañ keodedourien-soudarded darn-amzer evit an difenn lec'hel. Goude-se e oa bet savet rejimantoù rannvroel evit talañ ouzh darvoudoù grevus evel Brezel gall-hag-indian 1754–63. Dre ma washae an darempredoù etre Breizh-Veur hag an trevadennoù amerikan goude fin ar brezel-se, an trevadennerien o devoa kroget da sevel strolladoù soudarded o soñjal e oa ar brezel o vont da darzhañ. Kresket e oa kalz an niver a izili er gourdonadennoù goude ma voe tremenet dekred an Intolerable Acts e 1774.
An drevadennerien evel Richard Henry Lee o doa kinniget sevel un nerzh broadel. Siwazh dezho e oa savet ar C'hentañ kendalc'h trevadennel a-enep. Pep trevadenn a felle dezhi chom emren.
D'an 23 a viz Ebrel 1775 e roas Kendalc'h proviñs Massachusetts an urzh da sevel un arme drevadennel enni 26 kompagnunezh rejimant. New Hampshire, Rhode Island, ha Connecticut a savas goude-se bagadoù heñvel met bihanoc'h. D'ar 14 a viz Even 1775, Eil Kendalc'h ar c'hevandir a zivizas sevel un un arme gevandirel evit difenn an holl drevadennoù gant ar bagadoù a oa dija tro-dro Boston (22 000 soudard) ha New York (5000). Savet e voe war ar memes tro 10 kompagnunezh kentañ an arme drevadennel. Tutaet e voe tennerien eus Pennsylvania, Maryland, Delaware ha Virginia evit ur bloavezh da vezañ implijet evel troadegiezh lijer. Savet e oa bet evel-se ar 1st Continental Regiment e 1776.
D'ar 15 a viz Even 1775, ar C'hendalc'h a zilenne a-unvouezh George Washington evel penn an arme. Sevel a reas a-du ha chom a reas e penn an arme a-hed ar brezel hep kaout gopr ebet. Ne oa kemeret e kont nemet e frejoù.
Ne oa ket ral kaout emouestlidi yaouankoc'h evit 16 vloaz.
Orinoù lies
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma oa tud wenn eus ar pep brasañ eus ar soudarded e oa ivez tud du kement hag indianed er C'hontinental Army.