Mont d’an endalc’had

1st Rhode Island Regiment

Eus Wikipedia
Un dresadenn eus 1781 gant Jean-Baptiste-Antoine De Verger, ur soudard gall hag a gemere perzh e Kampagn Yorktown. Treset en devoa soudarded ar C'hontinental Army hag en o zouez e kaver ur soudard du eus ar 1st Rhode Island Regiment.

Ar 1st Rhode Island Regiment, lesanvet Varnum's Regiment, an 9th Continental Infantry, ar Black Regiment, ar Rhode Island Regiment, ar Rhode Island Battalion hag Olney's Battalion, a oa ur rejimant eus ar C'hontinetal Army eus Rhode Island e-pad Brezel dieubidigezh Stadoù-Unanet Amerika (1775–83). Bez e voe unan eus an nebeud unvezioù eus ar C'hontinental Army o servijout a-hed ar brezel.

An unvez en devoa bet kalz lesanvioù evel darn eus rejimantoù ar C'hontinental army. Chomet eo brudet dre an anv "Black Regiment" dre ma oa kompagnunezhioù a-bezh a oa savet gant soudarded du nemetken. Embann a reer e oa ar c'hentañ rejimant milourel du, en gwirionez e oa estreget tud du ennañ, bez e oa ivez tud wenn.

Varnum's Regiment (1775)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar 1st Rhode Island a oa bet savet gant ar gouarnamant trevadennel a-raok bezañ lakaet er C'hontinental Army. Reveulzierien ar Rhode Island Assembly (parlamant an drevadenn) en devoa roet an aotre da sevel ar rejimant d'ar 6 a viz Mae 1775. Ul lodenn e oa neuze eus Lu emzifenn trevadenn Rhode Island.

Ar rejimant a oa bet aozet d'an 8 a viz Mae 1775 dindan urzhioù ar C'horonal James Mitchell Varnum. Lesanvet e voe neuze ar "Varnum's Regiment." Ar rejimant diazez a oa savet gant 8 kompagnunezh emouestlidi o tont eus rannvroioù Kent ha King.

Varnum a lakas ar rejimant da fiñval e Roxbury, Massachusetts e miz Even 1775. Kemeret en devoa perzh e Sez Boston eno ez eo ul lodenn eus al lu surentez. Degemeret eo er C'hontinental Army dre dekred ar C'hongres d'ar 14 a viz Even 1775. Bez e voe kresket an niver a gompagnunezhioù betek tizhout dek anezho d'an 28 a viz Even, d'an 28 a viz Gouhere e voe lakaet dindan urzhioù ar Jeneral Nathanael Greene a oa e-penn ur vrigadenn e lu pennañ ar Jeneral George Washington.

Soudarded du er brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chomet eo tost dianav e-pad pell met soudarded du a oa bet o kemer perzh e Brezel Dieubidigezh Staoù-Unanet Amerika. Er 1st Rhode Island Regiment e oa d'ar muiañ 225 soudard en holl, ha 140 anezho a oa Afro-amerikaned[1].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Abdul-Jabbar, Kareem; Steinberg, Alan (2000). Black Profiles in Courage: A Legacy of African American Achievement. New York, NY: Perennial
  • Charles Neimeyer, America goes to War: A Social History of the Continental Army (New York: NYU Press, 1997)
  • Michael Lanning, African Americans in the Revolutionary War (New York: Citadel, 2005).

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. http://www.blackpast.org/aah/first-rhode-island-regiment