United States Army

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Siell an US Army.

An United States Army pe US Army, berraet en USA, a zo skourr pennañ an United States Armed Forces gant ar c'hefridi da gas da benn an obererezhioù milourel war zouar. Bez eo unan eus seizh servij milourel Stadoù-Unanet Amerika hag a vez graet Army of the United States e bonreizh ar vro, Pennad 2, rann 2, mellad 1 hag en United States Code, Titl 10, istitl B, Chabistr 301, rann 3001. Evel skourr niverusañ ha koshañ d'an nerzhioù lu stadunanat. Gwriziennoù an Us Army arnevez a vez er Continental Army, hag a oa bet savet d'ar 14 a viz Even 1775 evit brezeliañ e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775–1783) a-enep galloud ar Rouantelezh-Unanet.

Logo an Us Army
Banniel an US Army

Goude ar brezel reveulzier, Congress of the Confederation a grou an United States Army d'an 3 a viz Even 1784, evit kemer plas ar C'hontinental Army divodet. An United States Army a gendalc'h gant an hengoun da vezañ diskennad ar C'hontinental Army, hag a lak war-wel deiziad e ganedigezh evel nerzh stourm e 1775.

Kefridioù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An United States Army zo skourr obererezhioù milourel war zouar an U.S. Armed Forces. Rann 3062 eus Titl 10 an US Code a zisklêr ez eo kefridiet an Army gant:

  • Gwareziñ ar peoc'h hag ar surentez ha da zegas evit difenn Stadoù-Unanet Amerika, ar C'hommonwealth pe dalc'hoù pe forzh peseurt douar dalc'het gant ar vro.
  • Harpañ politikerezh ar vro
  • Seveniñ palioù ar vro
  • Trec'hiñ forzh peseurt vro kablus eus oberioù tagus a lakafe ar peoc'h ha surentez Stadoù-Unanet Amerika en arvar
Emgann Yorktown e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet a redias ar Rouantelezh-Unanet da gregiñ gant marc'hata, betek Feur-emglev Pariz ha krouidigezh Stadoù-Unanet Amerika.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.