Nerzhioù armet ar Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia
Armeoù ar Stadoù-Unanet
lu
Deiziad krouiñ14 Mez 1775 Kemmañ
Anv er yezh a orinUnited States Armed Forces Kemmañ
PrezidantMark A. Milley Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Perc'henn warM4C2V, Heilanstalt Neufriedenheim, Dimona Radar Facility, U-129 Kemmañ
Sez sokialArlington County Kemmañ
Item operatednuclear weapons of the United States Kemmañ
Commanded byPrezidant ar Stadoù-Unanet, Joe Biden Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadAustralian National Maritime Museum Kemmañ
Siell Departamant an Difenn.

Armeoù ar Stadoù-Unanet (United States Armed Forces) eo hollad arme Stadoù-Unanet Amerika. Evit a sell ar budjed ez eo arme vrasañ ar bed.

C'hwec'h elfenn a zo:

  1. an US Army, an arme douar (pe "tirlu")
  2. an US Navy, an arme vor (pe "morlu")
  3. an US Air Force, an arme aer (pe "aerlu")
  4. an US Marine Corps, ar Marines
  5. an United States Space Force
  6. an US Coast Guard, ar warded-aod

Prezidant Stadoù-Unanet Amerika eo penn-meur (Commander-in-chief e saozneg) an nerzhioù lu harpet gant Departamant an Difenn ha Departamant Surentez ar Vammvro, an daou anezho o vezañ departamantoù kevredadel oberiañ, ar re-se eo a ro politikerezh milourel ar vro. Ar c'hwech elfenn arme a zo e-touez an eizh elfenn unwisket er Stadoù-Unanet. Adalek o grouidigezh e-kerzh ar Brezel reveulzier Stadunanat, Nerzhioù armet ar Stadoù-Unanet a zo bet diazez en Istor ar Stadoù-Unanet. Sikouret o deus an nerzhioù armet da gaout ur spered unanet ha lorc'hus gant ar vro dre trec'hioù ar C'hentañ Brezel Barbaresk hag an Eil Brezel Barbaresk. Ur roll pouezus a zo bet ganto e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, o tifenn rak ar C'hengevread da vont kuit diouzh an Unaniezh.

An U.S. Space Force eo an nerzh lu egorel nemetañ dre ar bed.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.