Emgann Yorktown
Emgann Yorktown | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet | |||||||
Kodianidigezh al lu Saoz | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
![]() ![]() | ![]() | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
![]()
![]() | ![]() ![]() | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Bro-C'hall:
SUA:
| Bro-Saoz:
|
Emgann Yorktown anvet ivez Battle of Yorktown, the Surrender at Yorktown, German Battle pe c'hoazh Siege of Little York kroget d'an 29 a viz Gwengolo 1781 hag echuet d'an 19 a viz Here 1781 a oa bet un trec'h kadoniel meur gant nerzhioù kevredet ar Continental Army gant ar jeneral George Washington en e benn, harpet gant lu Bro-C'hall renet gant Jean-Baptiste Donatien de Vimeur, kont de Rochambeau, enebet ouzh al lu saoz renet gant al lord ha letanant jeneral Charles Cornwallis.
Darvoud pennañ Kampagn Yorktown e voe ar sez war kêr Yorktown. Ouzhpenn da-se e voe an emgann meur diwezhañ war zouar e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet war tiriad Norzhamerika. Gant kodianidigezh Charles Cornwallis, hag e arme graet prizoniet, gouarnamant Bro-Saoz a voe rediet da gregiñ da atropiñ evit klask un tu d'en em dennañ diouzh ar brezel koustus-se. An trec'h a roas nerzh d'ar reveulzierien amerikan a oa o vont war zigresk, ouzhpenn-se e roas brud mat d'ar brezel e Bro-C'hall. Eus un tu all ar c'holl-se evit Bro-Saoz a lakaas ar bobl da goll e entan er brezel hag er c'hoant da zerc'hel an trevadennoù amerikan.
Urzhiadur an nerzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennad spisoc'h gwelet: Urzhiadur an nerzhioù e Yorktown