Charles Cornwallis
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
| Anv e yezh-vamm an den | Charles Cornwallis, 1st Marquess Cornwallis |
| Anv-bihan | Charles |
| Anv-familh | Cornwallis |
| Titl noblañs | Marquess Cornwallis |
| Deiziad ganedigezh | 31 Kzu 1738 |
| Lec'h ganedigezh | Grosvenor Square |
| Deiziad ar marv | 5 Her 1805 |
| Lec'h ar marv | Ghazipur |
| Abeg ar marv | terzhienn |
| Tad | Charles Cornwallis, 1st Earl Cornwallis |
| Mamm | Elizabeth Townshend |
| Breur pe c'hoar | James Cornwallis, 4th Earl Cornwallis, Mary Cornwallis, William Cornwallis |
| Pried | Jemima Cornwallis, Countess Cornwallis |
| Bugel | Charles Cornwallis, 2nd Marquess Cornwallis, Lady Mary Cornwallis |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, tamileg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | diplomat, kargiad uhel, ofiser, politiker, army officer |
| Bet war ar studi e | Eton College, Clare College, Military Academy of Modena |
| Lec'h labour | Londrez |
| Strollad politikel | Whigs |
| Statud sokial | nobl |
| Perzhiad e | Emsavadeg Iwerzhon eus 1798 |
| Grad milourel | major jeneral, jeneral |
| Skour lu | British Army |
| Prizioù resevet | Knight of the Garter |
| Deskrivet dre | Charles Cornwallis (1738–1805), Lord Brome, 1st Marquis Cornwallis, Charles, Second Earl and First Marquess Cornwallis (1738-1805), Charles Cornwallis, 1st Marquess Cornwallis |

Charles Cornwallis, 1añ markiz Cornwallis, ezel eus ar Most Noble Order of the Garter hag eus Her Majesty's Most Honourable Privy Council, ganet d'an 31 a viz Kerzu 1738 e Londrez (Grosvenor Square) hag aet da anaon d'ar 5 a viz Here 1805 en India, Beskont Brome etre 1753 ha 1762, anavezet evel ar c'hont Cornwallis etre 1762 ha 1792, a oa un ofiser e lu Rouantelezh Breizh-Veur hag ur melestrour trevadennel.
Er Stadoù-Unanet pe er Rouantelezh-Unanet e vez dalc'het soñj anezhañ evel unan eus ar jeneraled saoz e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. E godianidigezh e 1781 d'un nerzh Gall-Amerikan e-pad Seziz Yorktown a roas lamm da lod eus an obererezhioù brezel e Norzhamerika.
Servijet en doa ivez evel gouarnour sivil ha milourel en Iwerzhon hag en India; en div vro e tegasas kemmoù anat, gant skrid-emglev an unvaniñ en Iwerzhon (Act of Union in Ireland), hag ar C'hod Cornwallis kement hag an trevadenniñ dibad en India.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet en ur familh noblañs ha desavet en Eton ha Cambridge, Cornwallis a emezelas el lu e 1757, gwelet a raio an dachenn brezel e-pad Brezel Seizh Vloaz. Pa varvas e dad e 1762 e teuas da vezañ Earl Cornwallis hag e voe degemeret en House of Lords. Adal 1766 betek 1805 e voe koronal er 33rd Regiment of Foot. Goude-se e welas tachennoù emgann Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet adal 1776. Bez e voe eno enaouer d'al lañs gant ar British Army e-pad meur a gampagn, e 1780 e roas un drouglamm drastus d'al lu stadunanat e-pad emgann Camden pa voe flastret lu su ar Stadoù-Unanet.
Charles Cornwallis ha Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad Emgann Camden, nerzhioù Charles Cornwallis, dreist-holl ar varc'hegerien, en em gavas e-tal lejion Armand Tuffin ar Roueri. En desped da galonegezh al lejion ne voe ket gallet eilpennañ an traoù e-pad an emgann.