Marv war an dachenn
-
Plakenn koun e brezhoneg e Maissin (Belgia) gant Jos-Pêr ar Braz.
-
American Cemetery Colleville
-
Plakenn koun d'ar soudarded japanat marvet e-pad Emgann Saipan
Marv war an dachenn (e saozneg Killed in action, berraet e KIA) pe marvet er brezel zo un dro-lavar implijet en armeoù evit ober anv eus ar soudarded bet lazhet er stourm gant an enebourien. Hervez ar broioù e c'hell bezañ disheñvel implij an dro-lavar-se. An United States Department of Defense, da skouer, a ziskleir ez eo marv war an dachenn, pe "KIA", ar soudarded o devoa tennet gant o armoù hag a oa bet lazhet gant o enebourien. Ar soudarded marvet e gwallzarvoudoù karbedoù pe dre abegoù all (kleñvedoù, emlazh...) pe lazhet gant sponterien n'int ket marvet war an dachenn eta.
An droienn-se a c'hell bezañ implijet evit soudarded an talbenn kement hag evit re ar morlu, an droadegiezh pe re ar servijoù harpañ ha dafariñ.
Un dro-lavar saoznek eo KIA, met deuet eo da vezañ etrebroadel hiziv an deiz. Gant gerioù all e reer ivez e yezhoù all(Daveoù a vank) :
- Galleg: Mort au combat
- Spagnoleg: Muerto en combate
- Japaneg: 戦死