Jos-Pêr ar Braz

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Jos-Pêr ar Braz | |
---|---|
![]() | |
Alias | Dirlem Yann Brezal |
Ganet | 8 a viz Du 1889 An Drev-Nevez ( ![]() |
Marvet | 8 a viz Gwengolo 1915 Vienne-le-Château (Marne) |
Broadelezh | Brezhon |
Micher | Skrivagner |
kemmañ ![]() |

Jos-Pêr ar Braz (anv ofisiel : Joseph-Pierre Le Bras), lesanvet Dirlem, ha Yann Brezal e anv-pluenn, a oa bet unan eus ar stourmerien bolitikel gentañ o deus graet gant ar brezhoneg evit displegañ o mennozhioù politikel.
Ganet e oa bet e Kerdevez, en Drev-Nevez e Bro-Leon, d'an 8 a viz Du 1889, ha lazhet e oa bet d'an 8 a viz Gwengolo 1915 e-kerzh Brezel 1914-1918 e Vienne-le-Château, e-kichen Bar-le-Duc (Marne)[1].
Degaset e voe Jos-Pêr ar Braz d'an Emsav gant Klaoda ar Prad, skolaer e Landivizio, skrivagner ha brogarour. Evel skolaer en ur skol gristen e Landivizio e c'hounezas e vara adalek 1906. Dastum a reas sonioù ha gwerzioù e tolead Logeginer-Plouziri ken e voe loreet e kenstrivadeg ar Bleun-Brug e Kastell-Kêryann e 1907.
E 1914 e voe anvet diwar e c'houlenn da vestr-skol publik e Plougin.
Ar C'hentañ Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enskrivet e Brest e 1914, en 48vet rejimant troadegiezh, kaset e voe d'ar brezel diouzhtu hag e voe lazhet e-kichen Bar-le-Duc d'an 8 a viz Gwengolo 1915. Tizhet en doa ar renk a gaporal.
Bez' ez eus ur blakenn-goun vrezhonek e Maissin (Belgia) gant Jos-Pêr ar Braz. Lenn a reer warni :
![]() |
|
Ar broadelour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jos-Pêr ar Braz a gemeras perzh e savidigezh Strollad Broadelour Breiz ; skrivañ a reas ivez e-barzh kelaouenn ar Strollad, Breiz Dishual, dindan an anv-pluenn Yann Brezal. E-barzh kelaouennoù all ez embannas pennadoù brogar all, e Kroaz ar Vretoned dindan an anv-pluenn Dirlem hag e Brug dindan al lesanv Bruger.
Komz plaen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jos-Pêr ar Braz
- 1910 : Dizro !..., L'Écho du Finistère
- 1910 : Kousk, babig !, L'Écho du Finistère
- 1910 : Hunvre eur Bugel, L'Écho du Finistère
- 1910 : Itanvez ar mortolod, L'Écho du Finistère
- 1910 : Moustrerig, L'Écho du Finistère
- 1910 : Da Bariz !, L'Écho du Finistère
- 1910 : Ar rozen falc'het, L'Écho du Finistère
- 1910 : Eun nosvez nedeleg, L'Écho du Finistère
- 1910 : Karantez divarvel, L'Écho du Finistère
- Yan Brezal
- 1910 : Eur rendael en tiegez, L'Écho du Finistère
- 1910 : Nedeleg Jobig, L'Écho du Finistère
- 1910 : Al lonkad diveza, L'Écho du Finistère
- 1911 : Traou ha traou all, L'Écho du Finistère
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Raoul, Lukian. Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek. Al Liamm, 1992.
- Imbourc'h, 1970 p. 74