Wikimammenn

Eus Wikipedia
Arouez wikimammenn.

Wikimammenn (Wikisource e saozneg) a zo ur seurt diellaoueg enlinenn, evit bodañ skridoù frank a wirioù : skridoù politikel, skridoù ofisiel (skrid klok ul lezenn bouezus da skouer), barzhonegoù, kanaouennoù, hag all.

Ar skridoù a zeu da vezañ frank a wirioù goude ur serten niver a vloavezhioù. E Bro-C'hall e ranker gortoz 70 goude marv an oberour.

E 2023, kavout a reer Wikimammenn e 73 yezh dija, en o zouesk galleg, saozneg ha kembraeg.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet oa bet ar lec’hienn gentañ gant tout ar yezhoù asambles e 2003. E miz Eost 2005 oa bet dispartiet ar yezhoù pep hini en he domani.

D'an 13 a viz Du 2010 e oa bet digoret ar Wikimammenn e brezhoneg.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]