Kroaz ar Vretoned

Eus Wikipedia

Kroaz ar Vretoned a oa ur gelaouenn gatolik vrezhonek hag a voe embannet e Sant-Brieg etre 1898 ha 1920[1].

Adalek 1893 e krogas Frañsez Vallée da sevel pennadoù brezhonek bep sizhun evit ar gelaouenn c'hallek La Croix des Côtes-du-Nord (1892-1907)[2]. Pennadoù bihan e oant ha goude ur pennadig amzer e fellas da Vallée lakaat kreskiñ plas ar brezhoneg er gelaouenn. Aotre a voe roet dezhañ gant ar renerien da lakaat embann ur bajennad vrezhonek, hag adalek 1898 e teuas ar bajennad-se er-maez evel ur stagadenn da La Croix des Côtes-du-Nord, dindan an anv Kroaz ar Vretoned. Tamm-ha-tamm e kreskas ar stagadenn-se betek dont da vezañ ur gelaouenn sizhuniek diouti hec'h-unan hag a badas daou vloaz warn-ugent.

En deroù e veze embannet pennadoù relijiel enni dreist-holl, savet gant beleien evel Loeiz ar C'hlerg, met nebeut-ha-nebeut e teuas ar gelaouenn da vezañ liesseurtoc'h, gant pennadoù diwar-benn Istor Breizh, al labour-douar, kanaouennoù, pennadoù diwar-benn ar yezh, diwar dorn Vallée, pe savet gant tud a bep seurt : Frañsez Jaffrennou, Erwan ar Moal (Dir-na-Dor), Aogust Bocher, tud eus Treger ha Kerne-Uhel dreist-holl.

E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe Kroaz ar Vretoned ul liamm etre ar soudarded war an talbenn hag o bro c'henidik. Un doare frealz e oa, da gelaouiñ an dud diwar-benn o buhez (lizheroù, testenioù, rentañ-kont eus ar brezel). Embann a reas ingal, da skouer, ar barzhonegoù savet gant Yann Mari Normand, "barzh Gwiglann"[3].

Displegañ a reas ar rener kozh (tri-ugent vloaz e oa neuze) perak e oa aet ar gelaouenn da get, er pennad « Diwezan Kimiad » :

[...] N'hall ket « Kroaz » beva mui. Ker pounner ez eo aet ar mizoù d'he moulla, ma n'hall ket kavout ar rener koz, kaer en deus furcha pep korn e yalc'h, kaer o deus mignoned digas aluzennou peadra da stanka an toull. A zo gwaz, e yec'hed hag e nerz a ya digantan prim-ha-prim ha ne gav, gant drastus da Vreiz eo bet ar brezel, den ebet da rei dourn ha da gemer paol ar stur. Gant-se e rank diskregi. [...] Kenavo, lennerien ger ! kenavo ar Baradoz ! – Ar Rener koz.

Kroaz ar Vretoned, 26-09-1920[4].


Met an diouer a arc'hant ha yec'hed ar rener o vont war fallaat n'int ket an abegoù nemeto a zispleg diskrog ar gelaouenn. En e eñvorennoù e skrivas Vallée :

Eur penn-kaoz all eo e tisplije ar garantez-Vreiz hag ar pennadou savet da zifenn ar Yez hag ar Vroâdelez d'an eskob Morel ha d'ar veleien divreizek dindanañ.

Vallée, Frañsez : Eñvorennou eur brezonegour (1860-1931), kelaouenn Sterenn, niv. 5, Mae 1941[5].


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gérard Cornillet : « Kroaz ar Vretoned » (1898-1920), son histoire et ses auteurs : index analytique des articles, poèmes, pièces et autres récits publiés dans ce journal, tezenn, Skol-veur Roazhon II, 1990.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. BnF
  2. BnF
  3. Yann Mari Normand : Barzhonegoù war an talbenn, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2018 (ISBN 978-2-917681-39-8).
  4. Pajenn 1.
  5. Pajenn 50.