Mont d’an endalc’had

L'Écho du Finistère

Eus Wikipedia

L'Écho du Finistère a oa ur gelaouenn sizhuniek e galleg, gant pennadoù brezhonek, a veze embannet e Montroulez, etre miz Kerzu 1905 ha miz Kerzu 1912.

Savet e oa bet gant Alfred Lajat (Mab an Argoat), ur mignon da Frañsez Jaffrennou hag a voullas meur a gelaouenn vreizhek. Goude bezañ roet skoaz da Jaffrennou evel merour ar gelaouenn vrezhonek Ar Vro, e prenas un ti-moullañ e Montroulez hag eno e voullas L'Écho du Finistère. Ur "journal régionaliste indépendant pour la défense des intérêts industriels, commerciaux et agricoles du pays" e felle d'ar sizhunieg-se bezañ. Keleier lec'hel a veze kavet ennañ, pennadoù diwar-benn al labour-douar, pennadoù lennegel ivez, evel "Le Loup Blanc", gant Paol Féval. Un istitl brezhonek a oa, "Hekleo Penn ar Bed"[1]. 361 niverenn a voe embannet anezhi.

  1. Skrivet ivez Ekleo Penn ar Bed hag Enkleo Penn ar Bed en niverennoù kentañ

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]