Mont d’an endalc’had

Alfred Lajat

Eus Wikipedia

Alfred Lajat, ganet d'an 10 a viz Eost 1872 e Kintin ha marvet d'ar 26 a viz Here 1958 e Naoned, a oa mouller ha rener kazetennoù. Ezel e voe eus Gorsez Barzhed Breizh, gant an anv barzh Mab An Argoat[1].

Mab d'un apotiker e oa Alfred Lajat. E-pad ur pennad en doa bet c'hoant da vont da veleg met dilezel a reas ar soñj ha dont da vezañ komis noter.

War ali Frañsez Vallée e prenas ar gazetenn sizhuniek La Résistance, e 1898. Ober a reas anaoudegezh gant Frañsez Jaffrennou, a oa kenderv d'e wreg, Marie-Angèle Jaffrennou. Asambles gant Jaffrennou e savas Ti Kaniri Breiz ha mont a reas e-barzh Gorsez Barzhed Breizh asambles gantañ ivez, e 1910, gant an anv Mab an Argoat.

E 1905 e oa deuet da vezañ eil-prezidant an Union Régionaliste Bretonne, met e zilez a roas e 1909.

Pa voe krouet ar gazetenn divyezhek Ar Vro gant Jaffrennou e 1904, e kutaas Lajat renerezh La Résistance ha kemer a reas penn Ar Vro. E 1906 e prenas un ti-moullañ e Montroulez hag ennañ e voullas meur a gazetenn vreizhek ha meur a levr brezhonek :

E 1927 ez eas war e leve hag e kuitaas Montroulez da vont da Naoned. Eno e savas ur c'helc'h keltiek, gant un nebeud tud all evel Paul Ladmirault, e 1929. E Naoned e varvas d'an oad a 86 vloaz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, Un siècle de journalisme en Bretagne, Ar Gelveneg, Le Signor, 1981, pp. 473–474.
  1. Philippe Le Stum, Le Néo-druidisme en Bretagne, Ouest-France, 1998, (ISBN 2-7373-2281-2), p. 45