Mont d’an endalc’had

Aogust Bôcher

Eus Wikipedia
Aogust Bôcher e 1909 pe a-raok.

Aogust Bôcher (François Louis Auguste Bôcher, Bocher, Boscher pe c'hoazh Bôscher er skridoù ofisiel[1]), Ar Yeodet e anv-barzh, a oa ur skrivagner brezhonek,ur barzh hag ur c'hazetenner brezhonek, bet ezel eus Goursez Breizh.

Ganet e oa bet e Duaod d'ar 7 a viz Kerzu 1878 ha lazhet e oa bet e dibenn ar brezel e Sant-Servez-Kallag d'an 22 a viz Ebrel 1944. Tremen a reas e vugaleaj e Ploulec'h, ha diwar anv ur gêriadenn vrudet eno, ar Yeoded, e tapas e anv-pluenn.

E 1905 e voe degemeret da ezel er Goursez. Kenlabourat a reas gant Erwan ar Moal, da gentañ e reas war-dro ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned ha diwezhatoc'h war-dro Breiz. E-pad ar Brezel-bed Kentañ, pa oa war an talbenn e skrivas bemdez e Notennou brezel hag a veze embannet bep sizhun gant Kroaz ar Vretoned.

A-hed e vuhez e labouras evit ar brezhoneg ha kenlabourat a reas gant meur a gelaouenn vrezhonek : barzhonegoù savet gantañ a gaver e-barzh meur a hini anezho, Ar Vro, kelaouenn Taldir, Kloc'hdi Breiz, Feiz ha Breiz, Dihunamb, Arvor... koulz hag e-barzh kelaouennoù gallek a embanne tammoù skridoù e brezhoneg, evel Le Pays Breton.

Mervel a reas d'an oad a 66 vloaz e Sant-Servez e kanton Kallag, lazhadeget gant paotred eus ar Rezistañs.

  • Bleuniou Yaouankiz gwerziou ha zoniou bet kurunet, kalz ané, gant Kevredigez Broadus Breiz hag an "Association artistique et littéraire de Bretagne". Montroulez, Lajat, 1909.
  • Notennoù brezel, Mouladurioù Hor Yezh, 1989.
  • Bocher, Yvonne. Bleuniou yaouankiz II / Auguste Bocher « Ar Yeodet ». Porzhig : Celtics Chadenn, 2003 (ISBN 978-2-84722-027-8)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. « Atav eo bet skrivet e anv Bôcher gant ar Yeoded. Bez' ez eus [sic], evit gwiriañ kement-se, testeni e zornskridoù ha testeni ar sinadurioù lakaet, hervez al lezenn, war ar skouerennoù eus ar gazetenn ma oa rener anezhi, L'Indépendance bretonne, hag a veze kaset d'ar Prefektur. » – Gwendal Denez, rakskrid da Notennoù Brezel Aogust Bôcher, Mouladurioù Hor Yezh, 1989, p. 9.