Breiz (sizhunieg)

Eus Wikipedia

Breiz a oa ur gelaouenn vrezhonek sizhuniek, embannet eus miz Mae 1927 betek miz Du 1939. Gant Erwan ar Moal e oa bet savet ha renet a-hed he buhez.

Dindan an titl "Breiz" e c’halled lenn « kazetenn savet evit difenn ar feiz hag ar vro » (en niverennoù kentañ e oa skrivet « kasetenn savet evit difenn ar fe hag ar vro »). Graet e oa evit brezhonegerien "Treger, Kerne ha Goelo". Peder fajenn a veze embannet bep taol, gant pennadoù savet peurvuiañ gant Erwan ar Moal e-unan, gant ar Yeodet, gant Evnig Penn-ar-C'hoad ha sinet gant anvioù-pluenn, Fistoulik, Skiant-prenan, Mir-e-yez...

Pennadoù a bep seurt a oa, da reiñ keleier eus gwallzarvoudoù erruet er vro, eus abadennoù relijiel pe sevenadurel. Kanaouennoù ha barzhonegoù a oa ivez. Pa veze anv eus politikerezh e oa evit difenn an iliz hag ar brezhoneg. War ar bedervet pajenn e oa embannoù bruderezh, e galleg pe e brezhoneg.

635 niverenn a voe embannet en holl, bep sizhun, war-bouez ar re ziwezhañ, hag an hini diwezhañ a voe embannet d’an 12 a viz Du 1939.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]