Kloc'hdi Breiz
Neuz
Kloc'hdi Breiz zo ur gelaouenn lennegel viziek divyezhek - Le Clocher Breton e galleg - hag a oa bet krouet en Oriant e miz Gouere 1895 gant ar varzhez Florentine Monier (Madeleine Desroseaux hec'h anv-pluenn) hag he gwaz Andre Degoul (Renan Saib e anv-pluenn). Dindan baeroniezh ar skrivagner gall Pierre Loti, diouzh ar c'hiz d'an ampoent, e oa bet embannet an niverenn gentañ anezhi.
Diaes e voe d'ar gelaouenn kendelc'her da zont e-maez dre ma oa aet meur a genlabourer d'an talbenn adalek 1914 ; embannet e oa bet an niverenn diwezhañ (242) e miz Eost 1915 eta.