Pêr Mokaer
Pêr Mokaer, bet ganet e Pariz d'ar 14 a viz Mae 1887, ha marvet e Brest d'ar 4 a viz C'hwevrer 1961, a oa ur politikour, ur skrivagner, ur c'hazetenner, hag ur stourmer breizhat ha bet rezistant e-pad an Eil Brezel-bed. E dud a oa genidik eus Penn-ar-Bed.
Komz a rae meur a yezh, kembraeg ha norgeeg. Kuzulier kanton Eusa e voe, e-pad meur a vloaz.
E 1919 e krouas, gant Joseph Ollivier, ar gelaouenn divyezhek Buhez Breiz, a zeuas er-maez betek dibenn 1924. Enni e embannas Mokaer un toullad pennadoù e galleg diwar-benn Breizh, he istor hag he lennegezh. Un ti-embann e voe Buhez Breiz ivez, hag un toullad levrioù brezhonek a voe embannet, gant Gab Milin, Fañch an Uhel, Fañch al Lae, Ivon Krog...
Savet en oa un hentenn da zeskiñ brezhoneg gant dornlevrioù ha pladennoù, skriddaozet e skritur ar skolveurieg (da wiriañ).
E penn Kendalc'h e oa er bloavezhioù 1950.
Emañ e vez e bered Sant-Varzhin Brest, er garrezenn 19, 6vet renk adalek ar biz, 17vet bez.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- De la nécessité d'une culture nationale. Lorient: ti-moullañ Le Bayon
- L'enseignement bilingue au Pays de Galles. Lorient: ti-moullañ Le Bayon, 1915?
- La question bretonne : régionalisme et nationalisme. Lorient : ti-moullañ Le Bayon, 1916. 35 p. Prezegenn bet distaget en Oriant dirak tud an Action française.
- Comment les Irlandais défendent leur langue menacée. 6 pennad embannet e-barzh Le Pays breton e 1913-1914.
- (cy) Nodiadau am yr hen Geltiaid ; Tueddiadau Llenyddiaeth Llydaw, 1919.
- Troidigezh c'hallek oberenn Yann-Bêr Kalloc'h Ar en deulin, À genoux : Lais bretons, 1921.