Ivon Krog

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ivon Krog (Poullann 1885-Brest 1930) a oa ur skrivagner brezhonek eus ar C'hab. Unan eus hor gwellañ skrivagnerien-bobl e oa.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d'ar 15 a viz Eost 1885 e Poullann, e-kichen Douarnenez, marteze e Kerineg. Labouret en deus evel komis-bank, miliner, ha tavarnour. Skrivet en deus kontadennoù ha pezhioù-c'hoari e brezhoneg. Ezel e oa eus Goursez Vreizh, adal 1908, eus URB hag FRB adal 1911. Marvet eo d'an 29 a viz Meurzh 1930 e Brest.

Ar skrivagner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvioù-pluenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ober a rae gant meur a anv-pluenn, met gant Eostig Kerineg (abalamour da chapel Itron Varia Kerineg) pe Spern Gwenn dreist-holl, hag ivez Iouen Poullan, Iouen pe Youenn.

Kelaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a reas e-barzh Feiz ha Breiz, Kroaz ar Vretoned, Brug, Ar Vro, Buhez Breiz.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kontadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Marvaillou Kerne e 1910.
  • Kloc’h an interamant, e Buhez Breiz, niverenn 18, 1922[1].

Saver pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet ez eus bet tri fezh gantañ e-barzh Ar Vro, Buhez Breiz, ha Le Courrier du Finistère.

Barzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhonegoù sinet Spern Gwenn

  • Sant Yann o vont da Blougastell
  • War an hent
  • Ar paourkaezh den.

Dastum kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù diwar an istor a skrivas ivez :

  • An tour d'Auvergne, e 1905
  • Buhez Sant They, e 1905
  • Feiz koz ar vretoned vo birvidik bepred, e 1906
  • Nevenoe, tad broadelez Breiz, e 1914
  • Sant Kevin ha gwaz ar roue O'Tuathal, e 1922.

Diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur studi war yezh Ivon Krog zo bet e-barzh Hor Yezh, gant Yann-Varc'h ar C'hog, eus Douarnenez.

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Ivon Krog.

  1. Da lenn e Wikimammenn.