Kleñved ar medalennou
Neuz
Kleñved ar medalennou (medalennoù a skriver bremañ) zo ur pezh-c'hoari fentus gant Ivon Krog, ur skrivagner brezhonek eus ar C'hab, bet embannet e 1909. Ennañ e ra goap eus an dud a vez sorc'hennet gant medalennoù.
Ar pezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Fistoulig er gêr o c'hortoz ar vedalenn zo bet prometet dezhañ, ken ne soñj nemet en dra-se ken. E vevelien a ra goap anezhañ.