Goursez Vreizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Liderezh kant boavezh Goursez Vreizh e Hañveg e 1999. An Drouiz-Meur, Gwenc'hlan ar Skouezeg, asambles gant Arc'hdrouiz Kembre ha Barzhez-Veur Kernev-Veur

Goursez Vreizh (graet anezhañ gant ar ger kembraek Gorsedd a-wechoù, met an anv kentañ a oa Gorsez Barzed Breiz vihan) a zo ur vreuriezh tud e Breizh liammet gant ar vreuriezh kembraek Gorsedd y Beirdd, orin an nevez-drouizelezh hag ur patrom dezhi. Hiziv, e n anv ofisiel a zo Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh. Krouet eo bet e Gwengamp (Treger - Aodoù-an-Arvor) d'an 1añ a viz Gwengolo 1900. Goursez, kuit da vezañ an anv ofisiel, a vez implijet evit daveiñ d'he aozadur mamm, Gorsedd Beirdd Ynys Prydain (Goursez Barzhed Enez Preden).

Krouidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gorsedd Breizh e 1906
An drouiz meur Gwenc'hlan Le Scouëzec e 2007

Palioù Goursez Vreizh a zo studi, diorren ha kendalc'h an arzoù breizhek, ar brezhoneg, al lennegezh vrezhonek hag an hengounioù keltiek. Er vodadeg diazez gentañ e-barzh tavarn an intañvez Falc'her e oa bodet Leon ar Berr, Aogust Bocher, Erwan Berthou, Fransez-Mari Even, Yann ar Fusteg, Frañsez Jaffrennou, Loeiz Herrieu, Erwan ar Moal, ha reoù all. Anvet e oa Yann ar Fusteg da gentañ prezidant ha Drouiz-Meur Breizh war un dro.

Istor Goursez Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darempredoù gant Kembreiz a zo bet e-doug an XIXvet kantved. E 1838 ez eas Teodor Kervarker da Y Fenni (Abergavenny) e Bro-Gembre pa oa bet kouviet evit kemer perzh e gouel lennegel an Eisteddfod. Gant arc'hdrouiz Bro-Gembre e voe anvet da varzh dindan an anv Barz Nizon. E 1899 e kemeras perzh Yann ar Fusteg er C'hendalc'h etrekeltiek a oa bodet e Kêrdiz ha lidoù drouiz a spurmantas eno. Diouzh-se e lakaas en e soñj sevel an aozadur drouized e Breizh. E 1900 ez eas da Zulenn (Iwerzhon) hag e voe anvet da zrouiz dindan anv Yann abGwilherm ha goude hini Lemenik (diwar al le en doa touet war ur maenig) hag diouzhtu e vodas tud evit sevel Gorsez Barzed Breiz vihan. Erwan Berthou, hag eñ eil Drouiz Meur Breizh, a oa aet da Eisteddvod Kêrdiz e 1898 hag e oa bet anvet da Varzh gant arc'hdrouiz ar Gembreiz Hwfa Môn a aotreas savidigezh Goursez Vreizh vihan.

Adstagadur da nevezdrouizelezh Breizh-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Gwenc'hlan ar Skouezeg ez eus ul liamm etre ar frañmasonerezh hag gant an nevezdrouizelezh p'eo savet an daou e 1717 e Londrez ha John Toland unan eus diazezerien an eil koulz hag an egile. Sevel a reas ar Druids universal Bond (Breuriezh hollvedel an Drouized) e-doug ar vodadeg kentañ e-barzh Tavarn ar Wezenn-Avaloù er memes bloaz hag er memes gêr.
Ha koulskoude ez eus bet savet daou aozadur all pelloc'h, an Druid Order gant Henry Hurle e 1781 ha Gorsedd Beirdd Ynys Prydain diwar atiz Iolo Morganwg (Edward Williams) e Londrez e 1792. Ar Bond hag ar Gorsedd a zo bet krouet d'ar goursav-heol (21 Mezheven), un deiziad arouezel hervez kredennoù ar Gelted.

Tribann

Aozadur Goursez Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arouez ar Goursez a zo tri bann oc'h ober ur seurt drapezenn ha diouzh-se eo bet anvet he c'helaouenn, An Tribann

Obererezhioù Goursez Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prezidanted (ha Drouized-meur) Goursez Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrrolladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Erwan Bertou. Dindan dero an Drouized. Pariz : Heugel, 1931.
  • Paotr an Elle. Histoire du Goursez des druides. Brasparzh : Beltan, 1987.
  • Régis Blanchet. Entretiens avec un druide nommé Gwenc'hlan. Rouvray (F27120) : Ed. du Prieuré, 1993.
  • Philippe Le Stum, Le Néo-druidisme en Bretagne - Origine, naissance et développement, Éditions Ouest-France, coll. « De mémoire d'homme : l'Histoire », Rennes, 1998, (ISBN 2-7373-2281-2).
  • Thierry Jigourel, Druides, modernité d'une tradition millénaire, Éditions Coop Breizh, Spezed
  • Gwenc'hlan Le Scouëzec, Les Druides, Arbre d'Or Éditions, 2003.
  • Gwenc'hlan Le Scouëzec, La Science des druides, Arbre d'Or Éditions, 2005.

lec'hienn ofisiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]