Thierry Jigourel
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Thierry |
Anv-familh | Jigourel |
Deiziad ganedigezh | 17 Gwe 1960 |
Lec'h ganedigezh | An Oriant |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | kazetenner |
Thierry Jigourel, ganet d'ar 17 a viz Gwengolo 1960 en Oriant, a zo ur c'hazetenner ha skrivagner. Diwar-benn Breizh hag ar bedoù keltiek e sav levrioù ha senarioioù bandennoù-treset.
Kazetennerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivañ a ra diwar-benn Breizh war dachenn he geografiezh, sonerezh, istor pe speredelezh. Kenlabourat a ra pe en deus graet gant meur a gazetenn (Pays de Bretagne, Armor, Ar Men, Artus, le Nouvel Ouest, Histoire médiévale, Histoire antique, l'Art de la guerre, Histoire et science des religions).
Dre ma 'z eo dedennet-tre gant ar bedoù keltiek en deus graet kalzik kelaouadennoù en Iwerzhon, e Bro-Skos, e Bro-Gembre pe c'hoazh er Stadoù Unanet evit ar gazetenn Celtics. Meret en deus ivez ar skridaozañ alaman ha spagnol evit ar gazetenn Celtia. Krouet ha meret en deus ar gazetenn Univers Celtes, war ar bedoù keltiek.
Er mare-mañ e labour war senarioioù evit teulfilmoù, liammet ouzh ar bed keltiek.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arbennigour eo ivez war an emsavioù emrener kement e Bro-C'hall hag en Europa. Skrivet en deus meur a bennad evit kazetennoù breizhat, gall pe european zoken. En e levr, La Question bretonne (Ar gudenn vreizhek), kenskrivet gant Erwan Chartier ha Ronan Larvor, en deus kondaonet ar ouennelouriezh hag an hollveliouriezh.
Aet eo war ar renk evit an dilennadegoù-kêr e Plûned war roll Strollad Breizh, e miz Meurz 2020, ha 201 vouezh a oa aet war e anv.
Stummet eo bet a-fet drouizelezh e Kelc'h Maksen Wledig gant e vestr Yann-Ber Tillenon. Goude bezañ skrivet un toullad pennadoù war an nevezdrouizelezh en deus embannet ul levr hag a ro ar gaoz da veur a berzhiad eus emsav nevez an drouizelezh (Coop Breizh, 2002).
Embannadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Druides, modernité d'une tradition millénaire, Speied, Coop Breizh, .
- Quimper et la Cornouaille, Pariz, Déclics,
- La Ville d'Ys, Aosta, (Keltia editrice,
- Samain et autres récits (gant Gwendal Lazzara), Brest, F. Le Mat, 1998
- Bretagne, terre celtique" (gant Yvon Boëlle), Vilo, (Dastum. : Mémoire des peuples).
- La Bretagne. Pariz, Gründ, 2004, (Dastum : Espaces de rêve)
- Harpe celtique, le temps des enchanteurs, S. n., Celtics Chadenn), 2005. Dre testeni arzourien brudet, evel : Alan Stivell, Dominique Bouchaud, ar vreudeur Quefféléant, Gwenaël Kerlo, Kirjuhel, Deborah Henson Conant, Janet Hardison, Vincenzo Zitello, Kristen Noguès ha Nevénoé, Mariannig Larc'hanteg, Vilaine Mayor, Grainne Hambly, Robin Huw Bowen, hag all.
- La boule bretonne dans les Côtes-d'Armor, FALSAB, 2004.
- Quimper et la Cornouaille, Pariz, Déclics, 2005.
- Perros et la côte de granite rose, Pariz, Déclics, 2005.
- Bretagne, Pariz, Déclics, 2005.
- Merlin, Tristan, Is et autres contes brittoniques, Pariz, Jean Picollec, 2005.
Oberennoù a stroll
- Fées, elfes, dragons et autres créatures des royaumes de féeries (dindan ren Claudine Glot ha Michel Le Bris), Paris, Hoëbeke. Da geñver diskouezadeg ar Greizenn Sevenadurel Abbaye Notre-Dame de Daoulas e 2002.
Gantañ ha gant Jean-Luc Istin eo bet savet senario ar vandenn-dreset "Les Druides" (éditions Soleil), p'eo bet savet an tresadennoù gant Jacques La Montagne (3 lodenn)