Kristen Noguès
Kristen Noguès a oa un delennourez, ur ganerez, hag ur sonaozourez, bet ganet d'ar 14 a viz Meurzh 1952 e Versailhez, hag aet d'an Anaon e Brest d'ar 5 a viz Gouere 2007.
E-pad he yaouankiz e oa Kristen Noguès o chom e rannvro Pariz. A-orin eus Breizh e oa he zud, he zad eus Bro-Wened, hag he mamm eus Bro-Dreger.
Desket he doa c'hoari gant an delenn gant Denise Mégevand hag a oa bet kelennerez Alan Stivell.
E penn kentañ ar bloavezhioù 1960, e oa Kristen Noguès e-barzh Telenn Bleimor, ur strollad telennourezed.
D'an oad a 21 bloaz e tistroas Kristen da Vreizh. Desket e oa bet ganti sonioù ha gwerzioù hengounel ar vro, a-drugarez da Yann Poens, hag e-keñver ar festoù-noz.
Eus 1973 betek 1980 e kemeras perzh Kristen Noguès en ti-kenlabourat Névénoé, gant Patrik Ewen ha Gérard Delahaye.
C'hoariet he deus gant un toullad arzourien : Jacques Pellen, Jacky Molard ha Patrick Molard, Didier Squiban, Didier Lockwood, Julos Beaucarne, Erik Marchand, Gildas Boclé, Manu Lann-Huel, Denez Prigent, pe Yann-Fañch Kemener.
Ur vrezhonegerez e oa Kristen Noguès ivez, ha komz a rae brezhoneg ouzh he merc'h, Katell.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1976 : Marc'h Gouez, 30cm (Névénoé) 30007
- 1976 : Don eo Ar Mor, 17cm (Névénoé) 17002
- 1977 : An alc'houez aour / Ar c'houkoug, 17cm (Névénoé) 17005
- 1979 : Kanaouennou ha Rimadellou / Ewid ar Vugale, 17cm (Skol Vreizh)
- 1990 : Kernelec, CD (Wundertüte)
- 2000 : An Evor, CD (Coop Breizh)
- 2008 : Logodennig, CD (Innacor)