Denise Mégevand

Eus Wikipedia

Denise Mégevand, ganet d'ar 27 a viz Mae 1917 e Geneva (Suis) ha marvet d'ar 27 a viz Kerzu 2004 e Saint-Julien-en-Genevois (Haute-Savoie, Bro-C'hall), a oa telennourez a-vicher. Deskardez e voe d'an delennourez klasel Lily Laskine.
Brudet eo evit bezañ desket seniñ an delenn da Alan Stivell hag evit al labour a reas gant tad hennezh, Georges Cochevelou, en-dro d'an delenn geltiek. Hi an hini eo a gempennas an heuliad tonioù iwerzhonat anvet Gaeltacht a gaver war ar bladenn Renaissance de la harpe celtique (1971) gant Alan Stivell.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]