2004
Neuz
Bloavezhioù: ../.. 1998 1999 2000 2001 2002 2003 - 2004 - 2005 2006 2007 2008 2009 2010 ../.. | |
Dekvedoù: 1970 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 | |
Kantvedoù: XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : |
Diwar-benn bloavezh 2004 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- Sellit ivez ouzh 2004 e Breizh.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bloavezh etrebroadel kounañ ar stourm a-enep d'ar sklaverezh ha berz ar sklaverezh (1904).
1añ trimiziad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Munudoù : Genver 2004 - C'hwevrer 2004 - Meurzh 2004
- 3 Genver : Frikadenn nijadenn 604 ar Flash Airlines er Mor Ruz ; 148 den marv.
- 4 Genver : Trec’h eo Mikheil Saakachvili en dilennadeg prezidant e Jorjia.
- 8 Genver : Badezet ent ofisiel ar mordreizher Queen Elizabeth II.
- 13 Genver : Frikadenn un nijerez eus an Uzbekistan Airways nepell eus Tochkent ; 37 den marv.
- 15 Genver : Peñse ar vag-pesketa Bugaled Breizh (5 den kollet) e Kernev-Veur.
- 23 Genver : Prouiñ a ra ar sontenn europat Meurzh Express ez eus dour e stumm skorn war ar blanedenn Veurzh.
- 29 a viz Genver: pellgontrollet eo tour-tan Kereon eus tour-tan ar C'hreac'h ; mont a ra kuit an daou ward diwezhañ, Brian O'Rorke ha Yann-Fulup Rocher, eus Kereon da vat.
- 6 C'hwevrer : gwalldaoll sponterezh e metro Moskov ; 43 den lazhet.
- 13 C'hwevrer : Obidoù broadel Claude Ryan, penn Strollad frankizour Kebek etre 1978 ha 1982, e Penniliz Itron-Varia Montréal.
- 18 C'hwevrer : Tarzhañ a ra un treniad marc’hadourezh en Iran ; 320 den marv.
- 20 C'hwevrer : Mont a ra ar maout gant ar virourien e dilennadeg ar parlamant en Iran.
- 24 C'hwevrer : Kren-douar, 6,5 war skeuliad Richter e norzh Maroko ; 517 den marv.
- 2 Meurzh : Iraq : meur a walldaol dre vombezennoù a lazhas kantadoù a dud da geñver pirc'hirinded Karbala
- 2 Meurzh : SUA : John Kerry eo a vo an emstriver Demokrat evit an dilennadeg prezidant e miz Du.
- 11 Meurzh : Gwalldaolioù gwadek ar Yaou 11 Meurzh 2004 e Madrid, gant tost da 200 den lazhet hag ouzhpenn 1500 gloazet.
- 14 Meurzh : Addilennet eo Vladimir Poutin da brezidant Rusia.
- 15 Meurzh : Spagn : Trec’het eo José María Aznar (PP) gant emstriver ar PSOE José Luis Rodríguez Zapatero en dilennadeg evit ar parlamant.
- 26 a viz Meurzh: savet eo Emglev Dieub Europa evel ur strollad politikel europat.
- 28 Meurzh :
- Frañs : Dilennadeg rannvro 2004 e Frañs. Lanv roz er c’hwec’hkorn : 21 rannvro war 22 a ya gant an tu kleiz.
- Breizh : Jean-Yves an Drian dilennet prezidant Kuzul-rannvro Breizh. Mont a ra ar c’huzul a-gleiz evit ar wech kentañ. Dibab a ra ar prezidant faezhet Josilin a Roc’han distreiñ da Bariz.
- 29 a viz Meurzh:
Eil trimiziad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Munudoù : Ebrel 2004 - Mae 2004 - Mezheven 2004
- 5 Ebrel : Deroù gweladenn ofisiel rouanez Bro-Saoz, Elesbed II e Frañs evit lidañ 100vet deiz-ha-bloaz an Emglev hegarat.
- 7 Ebrel : Rwanda, kounlid bedel dekvet deiz-ha-bloaz deroù gouennlazh 1994. Disklêriet eo bet an deiz gant an ABU "devezh prederiañ etrebroadel war gouennlazh Rwanda 1994".
- 8 Ebrel : Aljeria Addilennet Abdelaziz Bouteflika evel prezidant gant 83,49% eus ar mouezhioù. Kamm e vefe bet an dilennadegoù hervez an danvez-prezidanted all.
- 23 Ebrel : Frañs : Serret e Creutzwald ar vengleuz glaou diwezhañ er vro.
- 25 Ebrel : Argaset adunanidigezh an enez dre ur referendom e Kiprenez. A-du e oa an norzh turkat, ar su gresian a vot a-enep.
- 28 Ebrel : Diskuliet, a-drugarez d'ar mediaoù amerikan, ar boureviañ hag ar mezhekaat sevenet gant soudarded amerikan e toulloù-bac’h Iraq. Skandal vras gant embannididigezh luc’hskeudennoù tennet e bac’h Abu Ghraib.
- 29 Ebrel: Mali : Anvet eo Ahmid Mohammad ag Hamani da gentañ ministr.
- 1añ Mae : Emled Unaniezh Europa gant 10 Stad nevez (Kiprenez, Estonia, Hungaria, Latvia, Lituania, Malta, Polonia, Republik Tchek, Slovakia, Slovenia).
- 6 Mae : Abadenn ziwezhañ an heuliad skinwel Friends skignet war ar skinwel amerikan.
- 17 Mae : SUA : Lezennekaet an dimeziñ heñvelreviat gant Stad Massachusetts.
- 23 Mae : Horst Köhler dilennet da navet prezidant kevreadel Alamagn. Mont a ra en e garg d'ar 1añ Gouere da-heul.
- 5 Mezheven :
- Frañs : Aozañ a ra maer ekologour Bègles, Noël Mamère, an dimeziñ heñvelreviat kentañ er vro daoust ma oa bet berzet outañ en ober gant ar gouarnamant.
- Aet ar maout gant ar c’hoarierez tennis rusian Anastasia Myskina e 74vet dalc’h tournamant Roland-Garros.
- 6 Mezheven : Trec’h eo ar c’hoarier tennis arc’hantinat Gaston Gaudio e tournamant Roland-Garros.
- 13 Mezheven : Dilennadeg e Parlamant Europa gant 25 Stad. Lanv ruz e Frañs. Kastizet eo an darn vrasañ eus ar gournamantoù e plas.
- 18 Mezheven : Emglev ar pennoù-Stad evit ur Vonreizh europat.
- 28 Mezheven : Dilennadeg kevreadel e Kanada. Addilennet eo ar strollad frankizour, met n'emañ ket ar muiañ-niver gantañ e Kambr ar C’humunioù.
- 30 Mezheven : Treuziñ a ra ar sontenn Cassini-Huygens gwalennoù Sadorn ha kas a ra he skeudennoù kentañ.
Trede trimiziad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Munudoù : Gouere 2004 - Eost 2004 - Gwengolo 2004
- 20 Gouere :
- Frañs : Degemeret ul lezenn war reizhadenn ar surentez sokial.
- Belgia : Anne-Marie Lizin dilennet da brezidantez ar Sened; kentañ plac’h er post pouezus-mañ, an trede en urzh protokol Rouantelezh Belgia goude ar Roue ha prezidant ar Gambr met a-raok ar c’hentañ ministr.
- 30 Gouere : Tarzhadenn c’haz spontus e Ghislenghien, Belgia, 21 den lazhet, 120 gloazet.
- 1añ Eost : Paraguay : Tan-gwall en ur gourmarc’had en Asunción : 399 den lazhet, 144 aet diwar wel.
- 13 Eost :
- Frañs : vot ul lezenn digreizennañ a dreuzkas kefridioù nevez d'ar rannvroioù.
- SUA : 27 lazhet e Florida gant kelc’hwidenn Charley, 4 e Kuba hag 1 e Jamaika.
- Digor eo an XXVIIIvet C'hoarioù Olimpek en Aten.
- 31 Eost :
- 1añ Gwengolo : Kemeret da ouestl ur 1000 bugel bennak en ur skol e Beslan e Norzhosetia.
- 2 Gwengolo : Frañs : Muntret daou enseller al labour gant ul labourer-douar e Saussignac.
- 3 Gwengolo :
- Argad reuziek an nerzhioù surentez rusian war skol Beslan ; ouzhpenn 335 den lazhet, kalz a vugale en o zouez.
- Kelc'hwidenn Frances zo kaoz da 10 den koll o buhez e Stad Florida.
- 7 Gwengolo : 37 den lazhet e Granada gant ar gelc’hwidenn Ivan, 5 marv e Venezuela ha 4 er Republik Dominikan. Spontus eo ar freuz.
- 18 Gwengolo : Dic’hastet Haiti gant ar gorventenn drovanel Jeanne. Tri deiz war-lerc’h e sav ar bilañs da c’hortoz da 700 aet d'an anaon ha 1000 aet diwar wel.
- 19 Gwengolo : Iraq : Embannet ur video war ul lec’hienn islamek a ziskouez evit doare 3 ezel eus Strollad demokratek Kurdistan (SDK) o vezañ dibennet, e norzh ar vro.
- 20 Gwengolo :
- Frañs : Digeriñ a ra parked Pariz un enklask justis evit priziañ heuliadoù denel an arnodoù nukleel kaset da benn gant Frañs etre 1960 ha 1996 ken er Sahara aljerian ken e Polinezia..
- Iraq : Dibennet an deiz war-lerc’h egile an 2 ouestlad amerikan Eugène Amstrong ha Jack Hensley hag ur Breizhveuriad bet skrapet d'ar 16 Gwengolo gant bagad Abou Mousab al-Zarqaoui, « Unaniezh ha brezel santel ».
Pevare trimiziad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Munudoù : Here 2004 - Du 2004 - Kerzu 2004
- 5 Here : Kanada : Tan e bourzh ar splujerez kanadian NCSM Chicoutimi ; 1 marvet.
- 8 Here :
- Iraq : Dibennet ar gouestlad saoz Kenneth Bigley gant e skraperien.
- Egipt : Daou walldaol gant kirri-pej e Taba, lec’h vakañsiñ evit kalz a Israeliz; 34 lazhet.
- Breizh : Vot a-unvouezh Kuzul-rannvro Breizh evit ma vo adunanet ar vro.
- 9 Here : Afghanistan : Dilennadeg demokratel kentañ.
- 24 Here : Brazil : Galloud egorel nevez goude berzh he bannadenn gentañ en egor.
- 25 Here :
- Frañs : Kentañ abadenn ar chadenn c’hall Pink TV, troet dreist-holl war-du arvesterien heñvelreviat.
- Thailand : Moustret ur vanifestadeg, 68 den lazhet.
- 29 Here : UE : Sinet e Roma Feur-emglev Roma 2004, anvet « Ur Vonreizh evit Europa ».
- 31 Here : Uruguay : anvet eo Tabaré Vázquez da brezidant. Trec’h istorel evit an tu kleiz.
- 2 Du : SUA : addilennet George Walker Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet evit ur respet a 4 bloaz.
- 6 Du : Aod an Olifant : Taget an arme c’hall gant arme ar Stad. 9 den lazhet. Enepargadiñ a ra ar Frañsizien ha distruj aerlu ha nerzhioù enepaerlu an Olifantiz. Tenn an aergelc’h er vro, treuzkaset kuit er goudor miliadoù a estrañjourien .
- 7 Du : Iraq : Tagadenn amerikan vras war kêr Falloujah.
- 9 Du : Abidjan : Manifestadeg enep bezañs an arme c’hall er vro. Tennañ a ra ar Frañsizien war an engroez. Kontet e vez etre 7 ha 60 den lazhet hervez ar mammennoù kelaouiñ.
- 11 Du :
- Palestina : Mont a ra Yasir Arafat d'an anaon e Clamart, nepell eus Pariz, da 3 h 30 eur Pariz; ospitalekaet e oa eno abaoe an 29 Here.
- Lituania : Gwiriekaet Feur-emglev Roma 2004 ganti.
- 13 Du : Iraq : Mestr eo an Amerikaned war Falloujah goude 6 devezh emgann.
- 21 Du : Ukraina : Tabut goude an dilennadeg prezidant.
- 24 a viz Du:gouarnamant Iwerzhon a c'houlenn e vije ofisiel an iwerzhoneg en Unaniezh Europa.
- 30 Du : Breizh : Vot a-unvouezh kuzul-departamant ar Mor-Bihan evit staliañ ur panellerezh divyezhek war hentoù an departamant.
- 14 Kerzu : Frañs : Digoret Karrbont Millau, pont uhelañ ar bed, e Milhau (Okitania). Savet eo bet gant Eiffage ha treset gant Norman Foster.
- 17 Kerzu : Breizh : Vot a-unvouezh Kuzul-rannvro Breizh war ar Steuñv evit ur Politikerezh Yezh kinniget gant ar c’huzulier sokialour Yann-Bêr Thomin e karg eus ar brezhoneg.
- 20 Kerzu : Hungaria : gwiriekaet Feur-emglev Roma 2004 ganti.
- 22 Kerzu : Iraq : Laosket eo da vont an daou ouestlad ha kazetennerien c'hall Georges Malbrunot ha Christian Chesnot, bet bac’het 124 devezh-pad.
- 26 Kerzu :
- Azia : Ur mell Kren-douar, 9,0 e ampled war skeul Richter, an epikreiz anezhañ en donvor da enez indonezian Sumatra, a zegas d'e heul un heuliad barroù reverzhi (un tsunami) zo pennkaoz da 250 00 den mervel e meurvor indez.
- Ukraina : Trec’h eo Viktor Iouchtchenko en dilennadeg prezidant.
- Evit ar wech kentañ er bed ez embann a ra, er gelaouenn Nature Biotechnology, ur skipailh Frañsizien arbennigourien war an hematologiezh bezañ deuet a-benn da oberiañ "in vitro" ur c’hementad bras a c’hlobulennoù ruz tud zo war un dro darev hag arc’hwelek.
- Fizik - David J. Gross, H. David Politzer ha Frank Wilczek
- Kimiezh - Aaron Ciechanover, Avram Hershko hag Irwin Rose
- Mezegiezh - Linda B. Buck ha Richard Axel
- Lennegezh - Elfriede Jelinek
- Peoc’h - Wangari Maathai
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ Genver : Denise Colomb, luc'hskeudennerez
- 2 Genver : Francis Bayer, sonaozer
- 2 Genver : Etta Moten Barnett, 102 vloaz, aktourez
- 2 Genver : Paul Hopkins, c’hoarier baseball
- 3 Genver : Thomas George Jones, c’hoarier mell-droad skipailh Kembre hag Everton
- 3 Genver : Philippe Fouchard, gwiraour gall
- 3 Genver : André Persiani, soner jazz gall
- 3 Genver : Alain Wisner, mezeg gall
- 4 Genver : Joan Aiken, skrivagner
- 4 Genver : Brian Gibson, filmaozer
- 4 Genver : Norman Platt, penn laz-seniñ
- 5 Genver : Charles Dumas, atleterezh, SUA, da 66 vloaz.
- 5 Genver : Pierre Flamion, c’hoarier mell-droad, Frañs, da 79 bl.
- 6 Genver : André Desthomas, kazetenner
- 7 Genver : Piotr Kowalski, kizeller
- 7 Genver : Ingrid Thulin, aktourez
- 7 Genver : Mario Zatelli, c’hoarier mell-droad, Frañs, da 91 bl.
- 8 Genver : Franck Ténot, kinniger jazz ha kelaouenner
- 9 Genver : Norberto Bobbio, prederour
- 9 Genver : Jean Bozzi, uhelgargiad
- 9 Genver : Rogerio Sganzerla, filmaozer
- 10 Genver : Spalding Gray, aktour
- 10 Genver : Alexandra Ripley, skrivagner
- 11 Genver : Sylvie Pécot-Douatte, sonerez
- 13 Genver : Marcel Cabiddu, politikour
- 13 Genver : Joan Reventos, politikour
- 14 Genver : Jacquie Adamov, Kazetenner
- 14 Genver : Joaquín Nin-Culmell, sonaozer
- 14 Genver : Uta Hagen, 84 bl., aktourez
- 14 Genver : Ron O'Neal, 66 bl., aktour
- 14 Genver : Mike Goliat, c’hoarier baseball, da 78 bl.
- 15 Genver : Robert-Ambroise-Marie Carré, den a relijion
- 16 Genver : Olivia Goldsmith, skrivagner
- 16 Genver : Jacques Roché, kargiad
- 16 Genver : Kalevi Sorsa, politikour
- 17 Genver : Ray Stark, saver filmoù
- 17 Genver : Noble Willingham, aktour
- 17 Genver : Harry Brecheen, c’hoarier baseball
- 19 Genver : David Hookes - c’hoarier cricket aostralian
- 20 Genver : François-Louis Deschamps, tenor
- 20 Genver : Olivier Guichard, politikour gall, bet ministr ha prezidant rannvro Broioù-al-Liger
- 21 Genver : Luce Berthommé, aktourez
- 21 Genver : Gilbert Declercq, sindikalour
- 21 Genver : Daniel Zanello, soner jazz
- 22 Genver : Ticky Holgado, komedian
- 22 Genver : Milt Bernhart, soner jazz
- 22 Genver : Gérard Darrieu, aktour
- 22 Genver : Billy May, sonaozer
- 22 Genver : Ann Miller, dañsourez
- 22 Genver : Charlotte Zwerin, filmaozerez
- 22 Genver : Ann Miller, aktourez
- 23 Genver : Helmut Newton, luc'hskeudenner
- 23 Genver : Lucien Fleury, livour
- 24 Genver : Leonidas Da Silva, c'hoarier mell-droad
- 24 Genver : Raquel Revuelta, aktourez
- 25 Genver : Fanny Blankers-Koen, atletourez
- 25 Genver : Miklos Fehér - C'hoarier mell-droad hungarat
- 29 Genver : Michel Castaing, istorour
- 29 Genver : Mary Margaret Kaye, skrivagnerez
- 29 Genver : James Saunders, aozer
- 30 Genver : José Alvaro Morais, filmaozer
- 31 Genver : Suraiya, 75 bl., aktourez
- 31 Genver : Léon Eeckhoutte, politikour
C'hwevrer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ C'hwevrer : Ally McLeod - c'hoarier mell-droad skosat
- 2 C'hwevrer : Alan Bullock, istorour
- 3 C'hwevrer : Cornelius Bumpus, 58 bl., c’hoarier saksell, bet Doobie Brothers
- 4 C'hwevrer : Pierre Dumas, politikour
- 5 C'hwevrer : John Hench, treser
- 5 C'hwevrer : Zang Kejia, barzh
- 9 C'hwevrer : Claude Ryan, kazetenner
- 9 C'hwevrer : France Delahalle, aktourez
- 12 C'hwevrer : Martin Jurrow, saver filmoù
- 12 C'hwevrer : Pierre Kalck, istorour
- 13 C'hwevrer : Janusz Kulig, sturier rallyioù
- 14 C'hwevrer : Marco Pantani, Marc'hhouarner
- 15 C'hwevrer : Michel Conil-Lacoste, skrivagner
- 15 C'hwevrer : Jan Miner, 86 bl., aktourez
- 17 C'hwevrer : José López Portillo, prezidant Mec’hiko etre 1976 ha 1982.
- 17 C'hwevrer: Shirley Strickland, atletour aostralian
- 18 C'hwevrer : Jean Rouch, sinemaour gall
- 18 C'hwevrer : Gilberte Brossolette, politikourez
- 19 Genver : David Hookes, c’hoarier cricket aostralian
- 20 C'hwevrer : Minouche Barelli, kanerez
- 20 C'hwevrer : Ferdinand Chaussebourg, politikour
- 21 C'hwevrer : Alex Métayer, fentigeller gall
- 21 C'hwevrer : John Charles, c'hoarier mell-droad
- 21 C'hwevrer : Albert Chartier, treser
- 23 C'hwevrer : Vijay Anand, 70 bl, fimaozer
- 24 C'hwevrer : Madeleine Aubier-Gabail, embannerez
- 25 C'hwevrer : Paul Berval, aktour
- 25 C'hwevrer : René Genis, livour
- 25 C'hwevrer : Jacques Georges, sportour
- 26 C'hwevrer : Boris Trajkovski, prezidant makedonat, marv en ur gwallzarvoud nijerez.
- 26 C'hwevrer : Harry Bartell, aktour
- 28 C'hwevrer : Carmen Laforet, skrivagner
Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2 Meurzh : Mercedes McCambridge, 85 bl., aktourez
- 2 Meurzh : Cecily Adams, 39 bl., aktourez
- 4 Meurzh : Claude Nougaro, kaner frañsez
- 5 Meurzh : Joan Riudavets Moll, dean an denelezh
- 6 Meurzh : Frances Dee, 96 bl., aktourez
- 7 Meurzh : Mimi d'Esté, komedianez kebekat gall.
- 7 Meurzh : Paul Winfield, 63 bl., aktour
- 9 Meurzh : Robert Pastorelli, 49 bl., aktour
- 13 Meurzh : Franz König, kardinal aostrian.
- 15 Meurzh : John Pople, 78 bl., jedoniour
- 18 Meurzh : Guillermo Rivas, 72 bl., aktour
- 18 Meurzh : Gene Bearden, c’hoarier baseball
- 19 Meurzh : Chris Timms, bageal, da 56 bl.
- 20 Meurzh : Priñsez Juliana, 94 bl., rouanez an Izelvroioù etre 1948 ha 1980
- 20 Meurzh : Edward G. Zubler, 79 bl., kimiour
- 22 Meurzh : Peter Jackson - c’hoarier rugbi skipailh Bro-Saoz jhag al Lions
- 24 Meurzh : Yvan Audouard, kazetenner, skrivagner
- 26 Meurzh : Jan Sterling, 82 bl., aktourez
- 28 Meurzh : Sir Peter Ustinov, komedian breizhveuriat.
- 28 Meurzh : Robert Merle, skrivagner frañsez.
Ebrel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ Ebrel : Carrie Snodgress, 57 bl., aktourez
- 4 Ebrel : Briek Schotte, 84 bl., Marc'hhouarnerezh war hent, Belgia
- 4 Ebrel : George Bamberger, c’hoarier baseball
- 5 Ebrel : Gébé, treser ha skridaozer Charlie-Hebdo.
- 5 Ebrel : Austin Willis, 86 bl., aktour
- 10 Ebrel : Lou Berberet, c’hoarier baseball
- 10 Ebrel : Jacek KaczMeurzhki, 47 bl., kanner politikel polonat
- 12 Ebrel : Frankie Narvaez, Porto Rico, boksour
- 17 Ebrel : Soundarya, 32 bl., aktourez
- 20 Ebrel : Ronnie Simpson, c’hoarier mell-droad
- 22 Ebrel : Pat Tillman, c’hoarier Mell-droad amerikan aet d'en em enrollañ en arme, lazhet en Afghanistan
- 24 Ebrel : José Giovanni, 80 bl., filmaozer
- 25 Ebrel : Feridun Karakaya, 76 bl., aktour
- 25 Ebrel : Jacques Rouxel, krouer ar Shadoked
- 26 Ebrel : Hubert Selby Jr, skrivagner amerikan
- 28 Ebrel : Patrick Berhault, alpaour gall
Mae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ Mae : Felix Haug, 52 bl., unan eus daou ezel Double
- 2 Mae :
- Paul Guimard, skrivagner
- Moe Burtschy, c’hoarier baseball
- 3 Mae : Darrell Johnson, c’hoarier baseball
- 3 Mae : Anthony Ainley, 71 bl., aktour
- 4 Mae : Clement ‘‘Coxsone’’ Dodd produer Reggae Jamaikan
- 7 Mae : Alexandre Minkowski, mezeg
- 9 Mae : Alan King, 76 bl., aktour
- 14 Mae :
- Anna Lee, 91 bl., aktourez
- Jesus Gil y Gil, 71 bl., prezidant kozh klub mell-droad Atletico de Madrid
- 15 Mae :
- Bruno Baiao, 19 bl., Mell-droad, Portugal
- Kolonel Robert Morgan, komandant bourzh ar B-17 Memphis Belle
- Marius Constant, sonaozer
- 16 Mae : Marika Rökk, 90 bl., aktourez
- 17 Mae :
- Tony Randall, 84 bl., aktour
- Buster Narum, c’hoarier baseball
- 18 Mae :
- Serge Turgeon, den a c’hoariva kebekat, (° 1946).
- Elvin Jones, toser jazz, bet pell o c’hoari gant John Coltrane, (° 1927).
- 19 Mae : Mary Dresselhuys, 97 bl., aktourez
- 27 Mae : Umberto Agnelli, greantour italian
- 31 Mae : Étienne Roda-Gil, saver kanaouennoù
Mezheven
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 4 Mezheven :
- Nino Manfredi, komedian italian, (° 1921).
- Wilmer Fields, c’hoarier baseball
- 5 Mezheven : Ronald Reagan, bet prezidant SUA.
- 6 Mezheven :
- Necdet Mahfi Ayral, 96 bl., aktour.
- Robert Lees, 91 bl., sennarioour.
- 7 Mezheven : Donald Trumbull, 95 bl., mailh war an efedoù arbennik.
- 8 Mezheven : Mack Jones, c’hoarier baseball.
- 10 Mezheven :
- Ray Charles, soner jazz amerikan.
- Odette Laure, komedianez c’hall.
- 11 Mezheven : Michel Roche, (Frañs, marc’hegezh) da 64 bl.
- 14 Mezheven : Max Rosenberg, 89 bl., saver filmoù.
- 18 Mezheven : André Gillois, skrivagner gall.
- 26 Mezheven : Yash Johar, 75 bl., saver filmoù.
- 27 Mezheven : Jean Graczyk, 71 bl., Marc’hhouarnerezh war hent, Frañs.
- 28 Mezheven :
- Thomas Zereske, 38 bl., kanoe, Alamagn.
- Georges de Caunes, 85 bl., den a skinwel ha kazetenner gall.
- Marie-Claire Mendès France, intañvez prezidant kozh ar C’huzul Pierre Mendès France.
- Marcel Jullian, den a skinwel gall.
Gouere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ Gouere : Marlon Brando, 80 bl., aktour
- 1-6 Gouere e Guatemala : didarzh ar Volcán de Fuego.
- 3 Gouere : John Barron, 83 bl., aktour
- 4 Gouere : Jean-Marie Auberson, biolonour ha penn laz-seniñ suis.
- 5 Gouere : Rodger Ward, trec’h div wech en Indianapolis 500
- 6 Gouere : Eric Douglas, 46 bl., aktour
- 6 Gouere : Thomas Klestil, bet prezidant Aostria
- 8 Gouere : Jean Lefebvre, 84 bl., aktour
- 9 Gouere : Isabel Sanford, 86 bl., aktourez
- 10 Gouere : Manuel Quaresma, 49 bl., mell-droad, Portugal
- 11 Gouere : Dorothy Hart, 82 bl., aktourez
- 11 Gouere : Renée Saint-Cyr, komedianez c’hall.
- 13 Gouere : Carlos Kleiber, Penn laz-seniñ
- 13 Gouere : Roger Quenolle, 79 bl., mell-droad, Frañs
- 17 Gouere : Pat Roach, 67 bl., aktour
- 17 Gouere : Lucien Leduc, 85 bl., mell-droad, Frañs
- 18 Gouere : André Castelot, istorour gall
- 19 Gouere : Irvin Yeaworth, 78 bl., filmaozer
- 20 Gouere : Amiral Antoine Sanguinetti, 87 bl., milour, rezistant
- 21 Gouere : Jerry Goldsmith, 75 bl., soner
- 22 Gouere : Sacha Distel, kaner ha gitarour gall.
- 22 Gouere : Illinois Jacquet, c’hoarier saksell jazz afro-amerikan
- 23 Gouere : Mehmood, 72 bl., aktour
- 23 Gouere : Serge Reggiani, 82 bl., aktour, kaner
- 23 Gouere : Bertie Peacock, 75 bl., mell-droad, Norzhiwerzhon ar (Celtic Glasgow)
- 26 Gouere : Rubén Gómez, c’hoarier baseball
- 28 Gouere : Sam Edwards, 89 bl., aktour
- 28 Gouere : Eugene Roche, 75 bl., aktour
- 30 Gouere : Andre Noble, 25 bl., aktour
- 31 Gouere : Laura Betti, 70 bl., aktourez
- 31 Gouere : Virginia Grey, 87 bl., aktourez
Eost
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ Eost : Madeleine Robinson, komedianez c’hall.
- 2 Eost : José Omar Pastoriza, 62 bl., mell-droad, Arc'hantina
- 3 Eost : Henri Cartier-Bresson, luc'hskeudenner gall.
- 3 Eost : Margo McLennan, 66 bl., aktourez
- 7 Eost : Jacques Douai, kaner gall
- 8 Eost : Dimitris Papamichail, 70 bl., aktour
- 8 Eost : Fay Wray, 96 bl., aktourez
- 9 Eost : David Raksin, 92 bl., soner
- 10 Eost : James Stillman Rockefeller, 102 bl., roeñviñ
- 14 Eost : Czesław Miłosz, 93 bl., barzh
- 15 Eost : Neal Fredericks, 35 bl., filmaozer
- 18 Eost : Elmer Bernstein, 82 bl., soner
- 20 Eost : Maria Antonieta Pons, 82 bl., aktourez
- 22 Eost : Daniel Petrie, 83 bl., filmaozer
- 22 Eost : George Kirgo, 78 bl., senarioour
- 23 Eost : Hank Borowy, c’hoarier baseball
- 26 Eost : Laura Branigan, 52 bl., sonerez
- 27 Eost : Suzanne Kaaren, 92 bl., aktourez
- 27 Eost : William Pierson, 78 bl., aktour
- 27 Eost : Willie Crawford, c’hoarier baseball
Gwengolo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2 Gwengolo : Louis Favoreu, kelenner war ar gwir bonreizhel
- 3 Gwengolo : André Stil, skrivagner
- 4 Gwengolo : Serge Marquand, aktour ha saver filmoù
- 4 Gwengolo : Caroline Pratt - marc’hegezh
- 4 Gwengolo : Alphonso Ford, basket, SUA
- 4 Gwengolo : Bob Boyd, c’hoarier baseball
- 5 Gwengolo : Fritha Goodey, 31 bl., aktourez
- 6 Gwengolo : Elly Annie Schneider, 90 bl., aktourez
- 7 Gwengolo : Samira Bellil, gwregelourez
- 7 Gwengolo : Beyers Naudé, pastor
- 7 Gwengolo : Maurice Frot, diazezer
- 8 Gwengolo : Raymond Marcellin, ministr gall kozh, bet prezidant departamant ar Mor-Bihan.
- 8 Gwengolo : Frank Thomas, 91 bl., bevaat
- 10 Gwengolo : Romain Binazon
- 11 Gwengolo : Petros VII, Arc’heskob meur
- 12 Gwengolo : Jean-Daniel Pollet, 68 bl., filmaozer
- 13 Gwengolo : Margaret Kelly, diazezourez
- 14 Gwengolo : Ove Sprogøe, 84 bl., aktour
- 15 Gwengolo : Johnny Ramone, gitarour
- 16 Gwengolo : Dolly Rathebe, Kanourez jazz
- 18 Gwengolo : Russ Meyer, 82 bl., filmaozer
- 19 Gwengolo : Eddie Adams, luc'hskeudenner
- 19 Gwengolo : Simone Perl, bet rezistanez
- 19 Gwengolo : Line Oestvold, Norvegia snowboarder
- 20 Gwengolo : Brian Clough c'hoarier mell-droad
- 22 Gwengolo : Claude Jaeger, saver filmoù
- 23 Gwengolo : Yang Huanyi, Sinaez ziwezhañ a ouie nushu
- 24 Gwengolo : Raja Ramanna, skiantourez
- 24 Gwengolo : Pierre de Hauteclocque, Kompagnun an dieubidigezh
- 24 Gwengolo : Françoise Sagan, skrivagnerez
- 24 Gwengolo : Tim Choate, 49 bl., aktour
- 28 Gwengolo : Christl Cranz-Borchers, 90 bl., skiourez, Alamagn
- 29 Gwengolo : Richard Sainct, 34 bl., Moto, Frañs, marv e-pad Rally Egipt
- 29 Gwengolo : Jean-Pierre Blanc, politikour
- 29 Gwengolo : Heinz Wallberg, Penn laz-seniñ alalaman
- 30 Gwengolo : Ignatius Wolfington, 84 bl., aktour
- 30 Gwengolo : Gamini Fonseka, 68 bl., aktour
Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ Here : Richard Avedon, luc'hskeudenner
- 2 Here : Jean-Claude Annoux, sonaozer
- 2 Here : Bolat Kesikhbaev, besprezidant kevre boks Kazakhstan
- 2 Here : René Billères, politikour
- 2 Here : Roger-Edgar Gillet, livour
- 3 Here : Janet Leigh, 77 bl., aktourez
- 3 Here : Jacques Benveniste, mezeg
- 3 Here : John Cerutti, lusker baseball
- 4 Here : Gordon Cooper, astraer
- 4 Here : Willy Guhl, kinkler
- 5 Here : Rodney Dangerfield, 82 bl., aktour
- 5 Here : Maurice Wilkins, mezeg
- 6 Here : Johnny Kelley, 97 bl., atleterezh, SUA
- 6 Here : Nikola Tsanev, 65 bl., mell-droad, Bulgaria
- 7 Here : Oscar Heisserer, c'hoarier mell-droad
- 9 Here : Jacques Derrida, prederour
- 9 Here : Roger Papaz, penn embregerezh
- 10 Here : Christopher Reeve, 52 bl., aktour
- 10 Here : Ken Caminiti, c’hoarier baseball
- 11 Here : Keith Miller,
- 11 Here : Gulshan Rai, 80 bl., saver filmoù
- 11 Here : Fernand Sabino, skrivagner
- 11 Here : Maxime Faget, ijinour en Nasa
- 12 Here : Claude Pichois, skolveuriad
- 12 Here : Jean Robin, (mell-droad, Frañs) da 83 bl.
- 13 Here : Maurice Marois, mezeg
- 13 Here : Georges Oudot, livour
- 14 Here : Claude Marti, penn embregerezh
- 16 Here : Pierre Salinger, Kazetenner
- 17 Here : Julius Harris, 81 bl., aktour
- 17 Here : Brice Pelman, skrivagner
- 17 Here : Ray Boone, c’hoarier baseball
- 18 Here : Michel Gillibert, politikour
- 18 Here : Hilaire Flandre, politikour
- 20 Here : Guy Danet, alvokad
- 23 Here : George Silk, luc'hskeudenner
- 23 Here : Bill Nicholson, c’hoarier mell-droad breizhveuriat
- 24 Here : Ricky Hendrick, sturier Nascar
- 24 Here : Roger Vilard, romantour
- 26 Here : Beto Avila, c’hoarier baseball, Mec'hiko
- 27 Here : Serginho, c’hoarier mell-droad eus Brazil
- 27 Here : Pierre Béarn, Den a lizhiri
- 28 Here : Michel Bernard, skrivagner
- 28 Here : Jimmy McLarnin, boksour breizhveuriat
- 29 Here : Alice Montagu-Douglas-Scott, Dugez Gloucester
- 29 Here : Jean-Jacques Brochier, Kazetenner
Du
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2 Du : Theo van Gogh, 47 bl., filmaozer nederlandat, drouklazhet
- 2 Du : Zayid bin Sultan al-Nahyan, prezidant an Emirelezhioù Arab Unanet
- 2 Du : Jean-Jacques de Bresson, bet rezistant
- 2 Du : Gerrie Knetemann, Marc’hhouarnour
- 3 Du : Sergei Zholtok - c’hoarier hockey war skorn
- 7 Du : Serge Adda, prezidant TV5
- 7 Du : Howard Keel, aktour
- 7 Du : Albert Roques, (Frañs, Rugbi da XV) da 79 bl.
- 8 Du : Eddie Charlton, Aostralia
- 8 Du : Lennox Miller, sprinter eus Jamaika hag eus SUA
- 9 Du : Emlyn Hughes, c’hoarier mell-droad al Liverpool F.C. ha skipailh Bro-Saoz
- 11 Du : Yasir Arafat, politikour palestinat
- 11 Du : Richard Dembo, 56 bl., filmaozer
- 12 Du : Jacques Dynam, komedian
- 12 Du : Jacqueline Levi-Valensi, skolveuriad
- 16 Du : Yves Berger, skrivagner
- 16 Du : André Gravier, Kompagnun an dizalc'hiezh
- 16 Du : Margaret Hassan, Dengarour
- 17 Du : Michel Colombier, sonaozer
- 17 Du : Mikael Ljungberg, 34 bl., gouren
- 17 Du : Aleksandr Ragulin, hockeyour rusian, bet teir gwech kampeon olimpek (1964, 1968, 1972)
- 17 Du :Tad Jean Potin, den a relijion
- 19 Du : Cy Coleman, sonaozer
- 19 Du : Fred Hale, dean an denelezh
- 19 Du : Henri Bonnard, skolveuriad
- 19 Du : John Vane, loread Priz Nobel ar vezegiezh 1982.
- 20 Du : Celso Furtado, armerzhour
- 21 Du : René Couveinhes, politikour
- 21 Du : André Drubay, sindikalour
- 24 Du : Larry Brown, skrivagner
- 24 Du : Janet Kear, ornithologourez vreizhveuriat (° 1933).
- 25 Du : Arthur Hailey, skrivagner
- 26 Du : Philippe de Broca, 71 bl., filmaozer
- 27 Du : Gunder Hagg, 85 bl., atletour - sveden
- 29 Du : John Drew Barrymore, aktour
- 30 Du : Luigi Veronelli, buruteller gastronomek
- 30 Du : Pierre Berton, skrivagner
Kerzu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ Kerzu : Fathi Arafat, 67 bl., breur Yasir Arafat
- 1añ Kerzu : Paul-Marie de la Gorce, Kazetenner
- 1añ Kerzu : Priñs Bernhard an Izelvoioù, intañv ar rouanez kozh Juliana ha tad ar rouanez Beatrix
- 2 Kerzu : Alicia Markova, dañsourez
- 2 Kerzu : Larry Buchanan, filmaozer
- 3 Kerzu : Josef Schwammberger, nazi
- 3 Kerzu : Raymond Goethals, gourdoner mell-droad.
- 4 Kerzu : Georges Berchet, politikour
- 4 Kerzu : Carl Esmond, aktour
- 5 Kerzu : Robert Dhéry, aktour ha filmaozer
- 5 Kerzu : Hicham Zerouali, Maroko, mell-droad, da 27 bl.
- 5 Kerzu : Cristiano de Lima, Brazill, mell-droad, da 24 bl.
- 6 Kerzu : Alain Riou, prezidant strollad ar re c’hlas e kuzul Pariz.
- 6 Kerzu : Bernard Pariset, (Judo, Frañs) da 75 bl.
- 6 Kerzu : José Maria Jimenez, (Marc'hhouarnerezh war hent, Spagn) da 32 bl.
- 8 Kerzu : « Dimebag » Darrell Abbott, soner, ezel eus ar strollad Pantera
- 13 Kerzu : Andre Rodgers, c’hoarier baseball
- 14 Kerzu : Françoise Verny, embannerez
- 14 Kerzu : Fernando Poe, aktour
- 15 Kerzu : René Cleitman, saver filmoù
- 16 Kerzu : Agnès Martin, livour amerikan
- 16 Kerzu : Ted Abernathy, c’hoarier baseball
- 17 Kerzu : Tom Wesselmann, livour amerikan
- 18 Kerzu : Vijay Samuel Hazare, c’hoarier cricket indian
- 18 Kerzu : Anthony Sampson skrivagner breizhveuriat
- 19 Kerzu : Abdul Tebazalwa, boksour ougandat
- 19 Kerzu : Andrée Tainsy, komedianez
- 19 Kerzu : Renata Tebaldi, kanourez
- 19 Kerzu : Herbert C. Brown, Priz Nobel ar gimiezh
- 22 Kerzu : Marie-Marguerite Pichonnet-Andral, Etnographiezh war ar sonerezh
- 23 Kerzu : P.V. Narasimha Rao, bet kentañ ministr India
- 25 Kerzu : Marc Chervel, ijinour war an armerzh
- 26 Kerzu : Johnny Catherine, bet kampion ar bed war ar boks gall e 1997
- 26 Kerzu : Charles Biederman, livour amerikan
- 27 Kerzu : Frank "Son" Seals, soner blues amerikan
- 27 Kerzu : Hank Garland, gitarour country amerikan
- 28 Kerzu : Susan Sontag, skrivagner amerikan
- 28 Kerzu : Jacques Dupuis, jezuist belgiat
- 28 Kerzu : Myriam David, bredelfennour, arbennikaet war psikologiezh ar vugale vihan
- 29 Kerzu : Eugenio Garin, istorour ha prederour italian
- 29 Kerzu : Julius Axelrod, Priz Nobel ar vezegiezh e 1970
- 30 Kerzu : Artie Shaw, kaner swing amerikan
- 30 Kerzu : Jerry Orbach, aktour amerikan
- 30 Kerzu : Gérard Debreu, loread Priz Bank Sveden war skiantoù an armerzh e koun Alfred Nobel e 1983