Mont d’an endalc’had

Karbala

Eus Wikipedia
كَرْبَلَاء‎ / Karbala

Moskeenn al-Husain

32° 36' 26.622" N – 43° 58' 35.749" R

كَرْبَلَاء‎ / Karbala


Diazez 690

Yezhoù ArabegKurdeg
Melestradur
Riez Banniel Irak Irak
Gouarnelezh Karbala
Distrig Karbala
Gouarnour Husein al-Mnakouchi
Maer Anmar al-Rafiqi
Douaroniezh
Gorread 79 km²
Uhelder 28 m

Poblañs 900 000 (2016)
Stankter 11 392 ann./km²

Gwerzhid-eur UTC + 3
Kod-post 00964, 56001
Gevellet gant قم Qom, Banniel Iran Iran

Karbala (arabeg : كَرْبَلَاء‎ Karbalā’[1]) zo ur gêr e kreiz Iraq, lec'hiet 88 km er mervent da Vaghdad nepell diouzh Lenn Razzaza (بحيرة الرزازة). Kêr-benn Gouarnelezh Karbala eo, ha 900 000 a dud a oa o chom enni e 2016.

Brudet eo Karbala en abeg d'un emgann a c'hoarvezas eno e 680, hag ivez a-drugarez da ziv voskeenn veur e bed an islam. Ul lec'h nevet evel Mekka, Medina ha Jeruzalem eo Karbala en Islam chiit. Degadoù a vilionoù a vuzulmaned a vez o pirc'hirinañ eno div wech ar bloaz : un eizh milion bennak a zeu da lidañ an Achoura' (عَـاشُـورَاء‎) da gounaat merzherinti Housain ibn Ali (mab-bihan ar profed Mohammed) da 10vet deiz kentañ miz an deiziadur muzulmat, ha war-dro tregont milion a feizidi a gemer perzh en abadenn veur an Arba‘īn' (أَربَـعِـيـن‎) ("daou-ugent") d'an 40vet deiz goude Achoura' da azeuliñ ar bezioù nevet. War droad e teu ar birc'hirined, eus Iraq hag eus tremen 56 bro[2].

Hervez lenneien an islam chiit ez eo karbala (كَرْبَلَاء‎) un anv savet diwar karb (كَـرب‎), "an douar hag a raio kalz poanioù" ha bala' (بَـلاء‎), "gwalenn, gwallreuz", evel m'en diskulias an arc'hael Mikael d'ar profed.
Al lenneg muzulman Yaqut al-Roumi al-Hamawi (11791229) a bouezas war ar fed ma voe merzheriet Ali ben Mohammed war un douar blot, كربلا karbala, alese ivez anv lec'hel an triñchin (Rumex acetosa) hag a gresk puilh eno.
Istorourien ha yezhoniourien a glaskas dielfennañ an anv ivez : dre ma voe savet Karbala da vare Babilon diwar ur bodad kêriadennoù kristen kent an islamekadur e c'hallje anv kêr dont eus ar ger asirianek *karb al la(h), "tost d'an doue" pe "santelezh an doue", anv un azeuldi kozh ; un displegadur all e vije *hen Babel, da lavarout eo "hengêr Babilon". Lennenien all o deus kinniget un orin persek, *kar bala, "labour dreist".

War plaenenn dichaladurioù glann dehoù ar stêr Eufrates, nepell diouzh Lenn Razzaza er c'hornôg hag ouzh troad Menezioù al-Hidjarah er mervent emañ Karbala.

كَرْبَلَاء‎ / Karbala Karbala 

Damgrin eo an hin, levezonet ma 'z eo gant sec'hor dezerzh Arabia ; a-drugarez d'an aridennad menezioù e ra un nebeud glav pe erc'h er goañv.

Doareoù keitat hin Karbala (1987-2017Mammenn: World Meteorological Organization
GEN C'HWE MEU EBR MAE MEZ GOU EOS GWE HER DU KZU
Gwrezverkoù uhelañ (°C) 15.7 18.8 23.6 30.6 36.9 41.5 43.9 43.6 40.2 33.3 23.7 17.6
Gwrezverkoù izelañ (°C) 5.4 7.0 11.2 17.1 22.5 26.3 28.8 28.2 24.3 19.0 11.6 6.9
Dour (mm) 17.6 14.3 15.7 11.5 3.5 0.1 0.0 0.0 0.3 4.1 10.5 15.3
Devezhioù glavus 7 5 6 5 3 0 0 0 0 4 5 7.0
Diskar bez Husain ibn Ali e 850 - Dornskrid Ta'rikh-i Alfi, c. 1590
680 Emgann Karbala

D'an 10 a viz Here 680 (10vet deiz e kentañ miz ar bloaz islamek 61) e c'hoarvezas Emgann Kerbala, etre un nebeud kerent ha dalc'hidi bodet tro-dro da Housain ibn Ali – anezhañ mab-bihan ar profed Mohammed – hag un unvez kalz brasoc'h a soudarded ar c'halif omeyyad Yazid I (647-683).

Pa voe Yazid I kalif e 680 e nac'has Housain ibn Ali distagañ al le a feizleunder, en abeg ma torre ar c'halif nevez ar feur-emglev a oa bet sinet e 661 gant Hasan, breur Housain, hag ar c'halif omeyyat Mouawiyah I : an emglev a verze ouzh hennezh envel ur c'halif nevez e-kerzh e ren, en ur lezel ar bed islamek d'en ober[3].

O c'houzout e oa e vuhez en arvar e kuitaas mab-bihan ar profed e di e Medina da gaout repu e Mekka. Tud Koufa[4] a gasas lizheroù dezhañ da c'houlenn skoazell enep an Omeyyaded kent kemmañ o mennozh, lazhañ kannaded Housain ha treiñ a-du gant Yazid I. Keloù eus kement-se a zeuas da Housain p'edo e pirc'hirinded Mekka, hag eno ivez e klevas e oa bet roet urzh gant ar c'halif e lazhañ e pe lec'h bennak e vije kavet. Ur brezegenn a reas Housain e Mekka ma kondaonas emzalc'h nann-muzulmat ar c'halif, kent beajiñ betek Koufa da blaenaat an darempredoù.

Goude bout tremenet un ode e Menezioù al-Hidjarah, daou zevezhiad bale kent erruout e Koufa, e voe taget e garavanenn gant 30 000 soudard var varc'h bet kaset gant gouarnour omeyyat Koufa. Ar soudarded a c'hourc'hemennas da Housain ibn Ali distagañ al le a feizleunder en eskemm ouzh dour ; pa nac'has Housain e voe dibennet, ha lazhet e voe e vab c'hwec'h miz, e familh hag e ambrougerien ; paket e voe ar vugale all hag ar maouezed ; douaret e voe an dud varv war al lerc'h gant annezidi ar c'hornad.
Kabaduilh a savas a-c'houde ar gwalldaol-se hag enebiezh taer a savas enep kalifiezh an Omeyyaded, ken na voe breskaet betek bout diskaret gant ar Galifiezh Abbasid e 747[5].

Er bloaz 682 e voe lakaet ar brizonidi vev en o frankiz. Pa oant o vont da Vekka e rejont un ehan e Karbala ; e 685 e oa staliet ar birc'hirinded dija : savet e voe bezioù hag un arc'h-relegoù en enor da Housain ibn Ali hag e familh. Tro-dro d'ar monumant e tiwanas ur gêr evit degemerout ar birc'hirined.

Brasaet e voe ar bezioù hag ar gêr gant meur a rener, hogen distrujet e voent meur a wech gant enebourien. Er bloaz 850 e voe diskaret an arc'h orin gant ar c'halif abbasit Al-Mutawakkil ; adsavet e voe evel m'emañ hiziv tro-dro d'ar bloaz 979, peuzdistrujet e voe gant un tan-gwall e 1086 ha savet a-nevez.

680 Betek bremañ
Karbala er bloavezhioù 1890

Er bloaz 1737 e voe erlerc'hiet Isfahan en Iran ouzh Karbala evel kêr-benn kelennadurezh an islam chiit. E kreiz an XVIIIvet kantved e voe an doueoniour bahreini Yousouf al-Bahrani (1695-1772) e penn ar c'helennerezh chiit ; un hengouniour e oa, unan eus dalc'hidi bennañ luskad an akhbaried ha na fiziont nemet er C'horan hag en hadit war dachenn ar gwir – en enep d'an اِجْتِهاد ijtihād, da lavarout eo preder pennadurezhioù an islam evit desteriañ e skridoù diazez a-benn termeniñ ar اِجْتِهاد chari' a, lezenn an islam. Goude e varv ez eas ar galloud gant dalc'hidi an ijtihād.
A-hed an hevelep kantved e c'houzañvas Karbala gant ar sec'hor, betek ma voe kleuziet ur ganol da gas dourioù an Eufrates betek kêr e 1803 ; kement-se a astennas levezon an islam chiit war ar rannvro, betek kêr Najaf pelloc'h en ardraoñ ar stêr.

D'an 21 a viz Ebrel 1802[6] e voe preizhet Karbala gant 12 000 alouber wahhabit, anezho soudarded emir Emirelezh Diriyah, ar Stad kentañ a voe en Arabia Saoudat[7]. Goude-se, renerien Karbala a stalias ur republik emren en Impalaeriezh otoman.
E 1843 e teuas an Otomaned da c'hourlakaat o beli. War-dro 5 000 Arab a voe lazhet (± 15% eus ar boblañs), ha 400 Turk[8]. Goude an dagadenn e tec'has ar studierien diouzh Karbala d'en em staliañ e Najaf, a droas da bennlec'h an islam chiit[9].

Adalek 1850 betek 1903 e teredas moneiz da Garbala ha Najaf a-drugarez d'ul legad a 6 betek 10 milion roupi a-berzh Stad Oudh en India (hanter reterel Stad Uttar Pradesh a hiziv) dre Legad Oudh, ur وقف‎ waqf, da lavarout eo un ober a vadelezh hervez lezenn an islam : pa varvas roue Oudh e chomas war e lerc'h kampi un amprest en devoa asantet d'an East India Company hag intañvezed ar roue a urzhias ma vije treuzkaset an arc'hant d'an div gêr nevet.

Pouezus e voe levezon Persia war diorroadur Karbala, pa voe Persaned ar boblad niverusañ e kêr e deroù an XXvet kantved. Izili an tiegezh persan Kammouna a voe gwarded ar margavioù sakr e-pad bloavezhioù, ha dre-se ez eo ganto e chomas ar galloud war kêr betek ma kouezhas dindan beli Impalaeriezh Breizh-Veur e 1915, pa 'z eas an Impalaeriezh otoman da get. Plegañ dirak ar vistri a reas ar re Gammouna, petra bennak ma voe meur a uhelad all o stourm ouzh an aloubadeg. An tiegezh Awad, hag a oa bet o chom e Karbala e-pad pemp kantved, a zisklêrias brezel d'an estrenien : forbannet e voe he izili e-pad meur a vloaz kent galloud distreiñ d'o ziriadoù ha d'o dere, gouez da skridoù an ofiserez politikel Gertrude Bell (1868-1926) hag a gemeras perzh e diazez Stad Iraq goude diskar an Impalaeriezh otoman[10]. Unan eus familhoù meur Karbala eo ar re Awad hiziv c'hoazh.

Manifestadeg, 2003

Goude dizalc'hegezh Stad Iraq e 1932, he fennadurezhioù sunnit a vagas disfiz ouzh annezidi chiit Kerbala. Dindan ren Saddam Husain (1937-2006, prezidantelezh 1979-2003) e voe krennet war an azeul chiit e Kerbala, ha berzet d'ar chiited estren lakaat troad e kêr.
E miz Meurzh 1991 en em savas chiited Kerbala ouzh kement-se ; garv e voe ar moustrerezh kaset gant renad Baghdad, pa voe lazhet tud ha graet distrujoù bras e kêr. Miz war-lerc'h e c'hourc'hemennas Saddam Husain ma vije distrujet karter ar margavioù ha savet ur gourizad mogerioù beton da aozañ un "takad yec'hedel" etre ar margavioù ha tro-dro dezho[11] ; e 1994 e voe adsavet ar bezioù.

E 2003, goude ma voe aloubet Iraq gant ur c'hengevredadur kaset gant SUA[12] ha diskaret Saddam Husain, melestradurezh da c'hortoz ar C'hengevredadur a aotreas ar chiited estren da gemer perzh e kentañ pirc'hirinded Achoura' abaoe degadoù a vloavezhioù, e 2004. Brasañ pirc'hirinded a viskoazh e voe, gant tremen ur milion a feizidi ; ur gwalldaol a c'hoarvezas e-kerzh an abadenn d'an 2 a viz Meurzh pa lakaas Al-Qaida bombezennoù da darzhañ, o lazhañ tremen 178 den ha gloazañ tremen 500.
Daou vilion a chiit irakian a gerzhas dre Garbala da geñver an Achoura' d'an 19 a viz Genver 2008, gwarezet gant 20 000 soudard ha poliser peogwir e oa bet lazhet 263 den e Basra ha Nasiriyah e-kerzh en emgann etre lu Iraq ha feizidi chiit e deroù ar miz[13].


Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (en) BELL, Gertrude Lowthian : Syria, the desert & the sown, Scholar's Choice, 2015 (ISBN 978-1-298-00619-6)
  • (en) COLE, Juan R. I. : Sacred Space And Holy War, I. B. Tauris, 2002 (ISBN 978-1-86064-736-9)
  • (en) JAFRI, Syed Husain Mohammad : The Origins and Early Development of Shi'a Islam, Oxford University Press, 2002 (ISBN 978-0-19-579387-1)
  • (en) MARTIN, Richard C. & all : Encyclopedia of Islam & the Muslim World, Macmillan USA, 2003 (ISBN 978-0-02-865603-8)
  • (en) ROBINSON, Chase F. : The Formation of the Islamic World, Sixth to Eleventh Centuries, Cambridge University Press, 2010 (ISBN 978-0-521-83823-8)
  1. Etre /a/ hag /ɛ/ eo distagadur an ا alif arabek ; Karbala eo ar skrivadur etrebroadel, met Kerbala ha Kərbəla a gaver ivez er yezhoù a ra gant al lizherenneg latin.
  2. {(en) Russia Today
  3. Jafri, op. cit.
  4. Emañ kêr Goufa war ribl an Eufrat, 74 km diouzh Karbala er mervent ha 145 km er su da Vaghdad.
  5. Robinson, op. cit.
  6. 1801 hervez (en) lod lenneien.
  7. Martin, op. cit.
  8. (en) COLE, Juan R. I. & MOMEN, Moojan : Mafia, Mob and Shiism in Iraq: The Rebellion of Ottoman Karbala 1824-1843
  9. Cole, op. cit.
  10. Bell, op. cit.
  11. (en) Human Rights Watch, Mezheven 1992
  12. Ar Rouantelezh-Unanet, Aostralia ha Polonia a gemeras perzh er c'hengevredadur, gant harp milourel Kendalc'h Broadel Irak ha pechmergaed kurd : KDP ha PUK ; nac'h a reas Bro-C'hall kemer perzh.
  13. (en) BBC News, 19 GEN 08