Moskeenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Moskeenn Sultanahmet en Istanbul

Ar voskeenn eo ar savadur relijiel en Islam.

Ul lec'h pediñ eo evit ar vuzulmaned. Bez' ez eus moskeennoù-meur ma teu an imam da brezegenniñ e lid pennañ ar sizhun (d'ar Gwener da greisteiz) ha moskennoù bihanoc'h (ar moskeennoù-karter).

Stag ouzh ar voskeenn emañ ar minared(-où). Gwechall e pinte an imam ennañ a-benn gervel ar feizidi d'ar bedenn. Hiziv an deiz e vez staliet mikrofonoù e penn ar minared.

Ar vuzulmaned a zeu diarc'hen e-barzh ar sal-bediñ ha treiñ war-zu ar mihrab hag a ziskouez tu Mekka.